Pobloù

Berbères

Kavet 'vez Berbered pe Imazighened en un dek bro bennak war an dachennad Maghreb-Sahara-Sahel : Maroko, Aljeria, Tunizia, Libia, Ejipt hag evit an Touareged en Niger, Mali, Burkina-Faso ha Maouritania. Met Aljeria ha Maroko a zo, a-bell, an div vro gant ar muiañ a Verberedo komz o yezh, tost da 20 milion.

Ar yezh berber, sin kreñv an identitelezh berber a zo unan binvidik gant un hengoun dre glevet he deus kavet he flas er mediaoù modern. Ouzhpenn-se, ar youl da adimplijout al lizherennaoueg hengounel, an tifinagh a zo bet ur rikour evit mirout eñvor ar bobl.

Ar Verbered, ret dezho talañ ouzh arabekadur o zouaroù, a stourm war meur a zachenn hag e c'hellfent dont a-benn c'hoazh da lakaat o merk war ar Maghreb da zont.

Ar verberegerien

Diaes-tre eo gouzout pet den a gomz berbereg, ha tabut a sav rak n'eus ket a niveridigezh sistematek evit ar yezh a c'heller kaout fiziañs enni[...] er broioù-se. Koulskoude pa studier ar sifroù dastumet amañ hag ahont abaoe penn kentañ trevadennerezh Bro-C'hall betek an deiz a hirie e c'heller, hep faziañ re, gouzout pet berber a gomz berbereg :

  • war-dro 25% eus poblañs Aljeria, etre 7 hag 8 milion
  • war-dro 40% eus poblañs Maroko, etre 12 ha 13 milion.

E Maroko e komzer berbereg war teir zachenn vras rannyezhel e lec'hioù meneziek: en hanternoz, er Rif gant ar rannyezh tarifit; e kreiz, en Atlas-Kreiz hag ul lodenn eus an Atlas-Uhel gant ar rannyezh tamazight; er Su/Mervent an Atlas-Uhel, an Atlas-Enep hag Izel, an dachenn chleuh gant ar rannyezh tašelhit.

En Aljeria, ar broioù pennañ lec'h vez komzet berbereg eo ar C'habili hag ar Chaouias en Aures, hag ivez takadoù manet, bihan a-walc'h nemet er Mzab.

An trede ha diwezhañ tachenn vras lec'h vez komzet berbereg eo hini an Touareged, war douaroù e broioù disheñvel a-dreuz an takad Sahara-Sahel: dreist-holl en Niger hag er Mali. Ar broioù all: Aljeria, Libia, Burkina-Faso o deus nebeutoc'h a Douareged. Hollad ar boblañs touareg a sav d'ur milion a dud. Ar peurrest eus al lec'hioù vez komzet berbereg a zo strewet e Tunizia, Su Maouritania (Zenaga), Ejipt eoaziz Siwa hag e Libia.

Unvez ha liesseurted ar yezh berber

Un toullad brav a rannyezhoù berber a zo, da lavarout eo doareoù rannvroel disheñvel, dasparzhet war un dachennad douar divent ha pell an eil eus eben. N'eus koulz lavarout tamm eskemm yezhel ebet etre ar verberegerien abalamour d'ar pellder; n'eo nemet nevez 'zo gant ar boblañs o cheñch plas, gant ar mediaoù modern, ar skingomz, ar pladennoù, ar c'hasedigoù o deus adskoulmet liammoù [...]

Komzet zo bet eus berberegerien hag eus ar berberegañ, rak bremañ ar pep anatañ, ar pezh n'heller ket kaout douetañs evit gouzout piv eo ar boblañs berber, eo ar yezh. Arouezioù all sokio-sevenadurel a zo – un hengoun dre glevet a-ziforc'h, un herêzh sevenadurel, merkoù kevredigezhel dibar, met an holl arventennoù all-se n'o deus ket ur galloud diforc'hiñ ken anat.

Ar verberegerien, anavezet dre ma komzont ur yezh a-ziforc'h, a zo nebeutoc'h anezho bremañ rak er Maghreb ez eus bet kaset da benn tamm-ha-tamm, abaoe ar grennamzer, un argerzh arabekaat. Diazez poblañs ar Maghreb a zo a orin berber: ar pep brasañ eus an dud a gomz arabeg bremañ n'int nemet Berbered arabekaet a bell 'zo pe nevez 'zo. Met ar pezh a zo anat bremañ er gevredigezh eo ar berberezh, ar santad bezañ Berber a zo stag ouzh komz ar yezh hag a sell ouzh ur bihanniver yezhel eus poblañs ar broioù meneget, zoken ma 'z int niverus.[...]

Ar skritur berber : tifinagh ha libig

Ar Verbered o deus ur skritur lizherennek kensonennek dezho o-unan abaoe an henamzer. Implijet e vez bepred gant an Douareged hag anvet : tifinagh. Evito ar skritur a zo arouezel hag e vez graet gantañ evit c'hoari; n'en deus ket servijet evit mirout an eñvor istorel pe lennegel [...]

Un hengoun dre gomz pinvidik ha liesseurt

Ar Verbered o deus hag o deus bet bepred un hengoun lennegel kreñv ha liesseurt : barzhonegoù, marvailhoù, kontadennoù, divinadelloù, ha luziadelloù... E gwirionez, er gevredigezh berber hengounel ez eo lusket ar vuhez pemdeziek hag an degouezhioù dreistorinal gant al lennegezh, ar varzhoniezh, ar c'han, ar c'hontadennoù...[...]

Ar Verbered o klask piv int

Ar pep pouezusañ, ar pezh emaint war glask a zo hep mar gouzout piv int. Klask piv eo an den e-unan hag ar strollad a-dal d'an arabekaat a zinac'h, a-dal d'ar C'hornôg ivez, kement-se e stummoù disheñvel : klask ar Grall en aner pe dont a-benn eus kement skoilh a gavont war o hent [...]

Hervez Salem Chaker, klasker ha yezhoniour, kelenner en INALCO e Pariz hag e Skol-veur Aix-Marseille, rener Kreizenn an enklaskoù berber.

 

Skeudenn ar Berber a zo bet gwelet alies er sinema trevadenner, en ouzhpenn 250 film sevenet betek an dieubidigezh.

Faltazi, ijin ha marvailhoù evel en Atlantide gant Jacques Feyder (1921), kaoz a zo eus Touareged e La Croix du Sud gant André Hugon (1931) pe eus Chleuhed an Atlas er film Itto gant Jean Benoît Lévy ha Marie Epstein (1934).

Goude-se e kaver filmoù etnologel   ( Le rite du ligoté gant Paul Pascon, Airs en terre berbère gant Izza Genini ) pe filmoù istorel. Dont a raio an awen ivez eus azasadurioù skrivagnerien evel Mouloud Mammeri, L'opium et le bâton gant Ahmed Rachedi, La colline oubliée gant Abderrahmane Bouguermouh. La montagne de Baya gant Azzedine Meddour a ziskouez hengounioù kozh, Machaho gant Belkacem Hadjaj a zistro d'ar vuhez war ar maez er c'habili, La maison jaune gant Amor Hakkar a gas ac'hanomp d'an Aurès...

http://www.bretagne-et-diversite.net/fr/festival-cinema-douarnenez/berberes-1994/

http://www.festivalissninourgh.com/

Lakaet zo bet ivez er sklêrijenn poltred sonerien, pennoù bras pe arzourien berber. Reiñ a reomp da c'hoût ivez ez eus kalzig a festivalioù sinema amazigh n'int ket c'hoazh diazezet mat ha taolioù-arnod stummañ a zo war an hent mat evel e Bejaïa er C'habili.

Levrlennadurezh :

Gwirioù skeudennoù : Ivan Boccara, Zayouat Ahensal