BED

Bodañ danvezioù klewelet evit kompren gant skeudennoù petra eo al liested sevenadurel.
Diskouez ar bed en e berzhioù dibar ha cheñch hor sell en ur ginnig filmouriezhioù ar minorelezhioù.
Lemmañ e guriusted.
Liammañ ha lakaat kichen-ha-kichen filmoù heverk evit mirout oute da gouezhañ en ankounac’h, pezh a c’hoarvez re alies.
Lakaat anezhe da genvevañ ha da badout.

Savet eo bet ar font teulfilmoù-mañ a-drugarez da brogrammadurioù ar Festival Sinema e Douarnenez, ha, diwezhatoc’h, gant emgavioù ha festivalioù all.
En 2013 eo bet ganet, douget gant ur brogrammourez bet o labourat evit festival Douarnenez. Ar raktres en deus gellet mont da wir a-drugarez d’ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité ha da skoazell rannvro Breizh.
Kenderc’hel a ra da vont war-raok a-drugarez d’an eskemmoù etre kevredigezhioù ar Festival Sinema e Douarnenez, Daoulagad Breizh, ha Rhizomes.

En div yezh eo al lec’hienn hag ouzhpennet e vo ar saozneg en 2023.