Retour

Art et poésie touareg pour le 3ème millénaire

Year
2009
Type video
Film war e hed
Filmaozourien
Hélène Claudot-Hawad
Lec'hiañ
Niger

Penaos bevañ hep bezañ levezonet gant[nbsp] ar skouerioù egemonek gourc'hemennet gant ar bedelaat? Penaos bezañ Touareg en deiz a hiziv? Penaos kendelc'her da gantreal, ar pezh a zigor dremmwelioù nevez niverus? Penaos leuniañ ar pezh zo goullo? Ar goulennoù poanius-mañ a sav muioc'h c'hoazh e lec'hioù kras ar Sahara hag ar Sahel el lec'h ma'z eo mouget an ekonomiezh, el lec'h ma vez graet[nbsp] torfedourien eus an dud hag el lec'h ma vez c'hoantaet an douaroù evit pinvidigezh ar c'hondon. Evit stourm a-enep ar freuz hag ar reuz hag an diskianterezh, evit stourm a-enep[nbsp] diberc'hennañ o mad diwezhañ : an ijin, eo en em vodet en Agadez, e-pad teir nozvezh ha tri devezh e miz Du 2006,[nbsp] pevar Zouareg ha daou-ugent eus an Air, eus an Tagama, eus an Teshile hag eus an Azawagh. Ar pal a oa embann a vouezh uhel o ijin, dieubet diouzh an ereoù a stag ar gevredigezh. Adkrouiñ a reont, en o stumm, steuenn ar vuhez a-vremañ