Menegoù lezennel
I. Menegoù lezennel
Perc'henniezh al lec'hienn
Bretagne Culture Diversité (BCD / Sevenadurioù) a zo perc’henn war al lec’hienn Bretagne-et-diversite.net, anvet Bed (Bretagne et diversité).
Bretagne Culture Diversité
3, boulouard Kozhvao Maner 56100 An Oriant
02 97 35 48 77
contact@bcdiv.org
SIRET : 788 475 176 000 20
Renerezh an embann
Rener an embann: Philippe Ramel
Rener ar skridaozañ : Tudi Kernalegenn
Embann ha buheziñ
Labour buheziñ al lec’hienn a zo fiziet er c’hevredigezhioù Bretagne Culture Diversité ha Rhizomes (17 straed Kerivel - 29100 Douarnenez - 06 66 22 38 96).
Skrivañ ar pennadoù : Caroline Troin association.rhizomes.dz@gmail.com
Neuziañ ar c'hartennoù : Philippe Rekacewicz (visionscarto.net) contact@visionscarto.net
Treiñ : Divi Kervella
Seveniñ al lec'hienn : studio quinze mille
Herberc'hiañ
Herberc'hiet eo Bed, Bretagne-et-diversite.net, gant OVH
II. Amplegadoù implijout hollek
Perc'henniezh intelektuel
1. Karta c'hrafek al lec’hienn internet, ar follennoù stil hag ar skeudennoù war-dreñv a zo Bretagne Culture Diversité perc’henn warne. Difennet strizh eo eilañ, azasaat, lakaat e-kerz an dud pe kemmañ ul lodenn pe hollad al lec’hienn, dre forzh peseurt mod ober e vefe, gant forzh piv e vefe, hep aotre herrek Bretagne Culture Diversité. Ur felladenn a zambrez eo hervez kod ar berc’henniezh intelektuel.
2. Ar filmoù (a-damm pe a-bezh) a zo oberennoù gwarezet gant gwir ar berc'henniezh intelektuel. Arabat strizh eo implijout videoioù al lec'hienn e-maez ar stern prevez hag hiniennel.
3. Testennoù an danvezioù embannet (atersadennoù ar filmaozourien, fichennoù festival ha testennoù kinnig ar pobloù) emañ dindan aotre-implijout Creative Commons CC-BY-NC-ND, da lavaret eo :
- Kred — Rankout a rit grataat an oberenn hervez an doare bet termenet gant an oberour pe gant perc’henn ar gwirioù (ha pas en un doare a rofe da soñjal emañ-eñ a-du ganeoc’h pe gant ho toare d’implijout an oberenn).
- Implij kenwerzhel ebet — N’ho peus ket ar gwir d’implijout an oberenn-mañ evit ar c’henwerzh.
- Oberenn zeveret ebet — N’ho peus ket ar gwir da gemmañ, treuzfurmiñ pe azasaat an oberenn.
4. Skeudennoù (luc’hskeudennoù, kartennoù, steuñvennoù, videoioù hag all) an danvezioù embannet a zo skignet dindan reizhiad gwirioù o ferc’henn. Evit implijout anezhe eo dav daveiñ d’ar perc’henn meneget en alc’hwez.
Toupinoù
Bewech ma teu an implijer da weladenniñ al lec’hienn e vez roet da c’houzout dezhañ e c’hall un «toupin» bezañ staliet en un doare emgefreek war e verdeer. Un «toupin» eo un hollad roadennoù. Ne c’haller ket anavezout an implijer drezañ met implijet e vez evit mirout roadennoù liammet ouzh e verdeiñ war al lec’hienn.
An implijer a c’hallo diweredekaat an toupin-se en arventennoù e verdeer. Ma fell dezhañ e c’hallo nac’hañ anezhañ en ur ober evel m’eo displeget war al lec’hienn da-heul : www.cnil.fr.
Liammoù gourskrid
War al lec’hienn Bed e kaver liammoù gourskrid don pe simpl a gas etrezek lec’hiennoù internet tredeour. Bezañs al liammoù pe menegoù-se ne dalv ket e vez asantet pe kadarnaet o danvezioù. N’eo nemet evit pinvidikaat al lec’hienn e vez kinniget d’an implijerien al liammoù gourskrid-se, ha dre gement-se ne grou tamm redi ebet a forzh peseurt natur evit Bretagne Culture Diversité.
Ne c'hallo ket Bretagne Culture Diversité bezañ lakaet da giriek eus ar pezh embannet el lec'hiennoù-se, ha ne vo ket kiriek deus ar c'haouadoù a c'hallfe bezañ liammet oute.
Atebegezh hag erratum
An titouroù diskouezet war al lec’hienn-mañ a vez roet da c’houzout nemetken. Kemmet e c’hallont bezañ forzh peur hag hep rakkemenn. N’eus nemet an implijer a zo kiriek deus implij an arc’hweladurioù kinniget war al lec’hienn, deus ar c’haouadoù a c’hallfe bezañ war e urzhiataer, deus ar c’holloù roadennoù a c’hallfe c’hoarvezout war-lerc’h m’en defe gweladennet pe implijet al lec’hienn, he c’hinnigoù embann pe ar servijoù liammet outi.
Ne c’hallo ket Bretagne Culture Diversité bezañ lakaet da giriek eus forzh peseurt gaouad, eeun pe dieeun, a vefe un disoc’h eus implij, kemmadur, arsav, diskrog pe dihegerz ul lodenn eus al lec’hienn pe hollad anezhi.
Fazioù pe dioueroù ha n’int ket bet graet a-ratozh a c’hall chom war al lec’hienn en desped da evezhded ha kontroloù skipailh Bretagne Culture Diversité. Evit treuzkas deomp ho klemmoù pe evezhiadennoù e c’hallit mont e darempred gant servij skridaozañ al lec’hienn dre ar chomlec’h da-heul : contact(at)bcdiv.org.
Kemmadur an amplegadoù implijout hollek
Pep kemmadur graet war an amplegadoù implijout hollek-mañ a vez kontet da zegemeret gant an implijer.
Lezenn da dalvezout ha barnerezh kembeliek
Dindan ar gwir gall emañ an amplegadoù implijout hollek-mañ. Implijer Bretagne-et-diversite.net a anzav kembeli digen lezioù-barn Roazhon.