Filmoù Douarnenez

Abaoe ar penn kentañ, e 1978, eo bet difennet ar minorelezhioù gant Gouel ar Filmoù e Douarnenez. Evit na vefe ket kollet an nerzh lakaet d'ober filmoù (hag an hini politikel) hon eus dibabet distreiñ war film skoueriusañ pep bloavezh, filmoù deuet eus ar bed a-bezh ha bep gwech ivez ur film pe meur a hini hag a ziskouez startijenn ha digoradur spered sinema breizh.