MAORIED AOTEAROA

Embann 2001

En tu all d'ar bed e vez graet Aotearoa, bro ar goumoulenn wenn hir, eus Zeland-Nevez. Ur vro dianav a-grenn evit arvesterien ar C'hornaoueg a zizolo speredelezh ar Vaoried hag a zo pell-pell diouzh o c'hredennoù dezho-int. Feulster a-leizh a zo e L'âme des guerriers gant Lee Tamahori, met ivez ur gentel a zoujañs hag a hêrezh er film Mother of change, savet gant Julian Mac Carthy. Youl ha stourm a gaver e filmoù Merata Mita.

Eus tu Breizh: distro Les Filles de la sardine gant Marie Hélia, ha traoù kentañ Sébastien Le Guillou.

Ur film aroueziek : Bastion point, day 507 gant Merata Mita – 1980 – tennad e yezh orin
http://www.youtube.com/watch?v=KsbQL3d6l9Y
Ac'huberezh istorel douaraoù hengounel e-pad 507 devezh, filmet gant diaraogerez ar sinema maori.


Notennoù :
Evit lenn traoù diwar-benn ar sevenadur maori: Au vent des îles, ti-embann diazezet e Tahiti
http://www.auventdesiles.pf/
E-touez ar skrivagnerien vaori e c'heller menegiñ Alan Duff hag e levr L’âme des guerriers pe Patricia Grace, hag ivez Witi Ihimaera. Diwar e levr eo bet kaset da benn ar film Pai gant Niki Caro.
Un teuliad diwar-benn Maoried Zeland-Nevez hag o sinema:
http://gerard.alle.site.free.fr/documents/Maoris.pdf