BROIOÙ ITALIA

Édition 2000

Un digarez eo ar veaj en Italia d'ober tro sevenadurioù ar rannvroioù hag o rannyezhoù: Sisilia, Sardigna, Puglia gant ar pizzicata, un dañs hag a laka an dud da dreantiñ ; Traoñienn Aran liesyezhek; Napoli gant doareoù kanañ hengounel. Kinnig a reomp filmoù Olmi, Taviani, Vittorio de Seta paotr Calabria evit ar Su, Gianfranco Cabbidu e Sardigna, Eduardo Winspeare evit Puglia ... ha Guiseppe de Santis evit e film n'haller ket disoñjal Riso amaro, e plaenenn ar Po.
Chom a ra ar gouel war dachenn ar politikerezh gant Cesare Battisti, ur skrivagner eus ar bloavezhioù plom.

Eus tu Breizh: Ariel Nathan hag e film Retour à Plozévet, un enklask en enklask kaset da benn gant Edgar Morin hag e skipailh eus ar CNRS deuet da welet penaos e oa ar vuhez er gumun-se eus ar vro Vigouden er bloavezhioù tri-ugent. Gant Patrice Roturier ez eomp war vor gant Les Islandais.

Ur film aroueziek : Le monde perdu gant Vittorio de Seta – 1954 - tennad
http://www.dailymotion.com/video/xf67fg_le-monde-perdu-vittorio-de-seta-195_shortfilms
Un tennad eus oberenn un teulfilmour italian donezonet eus ar bloavezhioù 50 hag a blije dezhañ filmañ ar vicherourien...

Notennoù :
Meur a festival italian a zo er Frañs: Villerupt, Reims, Toloza, Annecy, Grenoble, Bastia... E Breizh, hini Naoned a vez dalc'het e miz C'hwevrer.
http://italien.univercine-nantes.org/programmation/.
Bez' e c'heller gwelet dek teulfilm berr eus ar c'haerañ gant Vittorio de Seta e stumm DVD e ti Carlotta
"http://carlottavod.com/film-538-vittorio-de-seta-le-monde-perdu.html
E 2010 ez eus deuet er-maez ur film kalabrat souezhus  : Le quattro volte savet gant Michelangelo Frammartino, kar-tost da sinema Vittorio de Seta
http://www.youtube.com/watch?v=vkM8RqMOgmE
Evit klokaat Retour à Plozévet e c'heller mont e darempred gant Plozarch, ur gevredigezh diazezet e Plozeved hag a ra oberezhioù studiadennoù..
http://plozevet.hypotheses.org/