Pierre Perrault

Cinéma direct au Québec

Barzh, filmaozer, skridarnodour, skrivagner, beajour setu ar pezh e oa Pierre Perrault, unan eus emsaverien bennañ Azginivelezh ar C'hebek hag ivez un araogour e bed an teulfilmoù modern brudet er bed a-bezh. Chom a ra ur skeudenn vev a-drugarez d'e oberenn leun a varzhoniezh, d'e filmoù, d'e abadennoù skingomz ha d'e bezhioù-c'hoari; prederiañ a ra war dazont e bobl a-dal da nerzhioù ar bed a-vremañ.

A-bouez-bras eo bet e labour evit ar radio, mont a rae war glask, dre ar vro, e-pad mizvezhioù gant ur sonenroller evit tapout gousto pe gousto danvez da selaou. Desket en deus kalz ha lezel a raio al levrioù a-gostez evit pour lire les hommes. Diskoachañ a ra ur bed all, unan lec'hel ha boutin, un dra ouez bennak hag a gompren. A-drugarez d'ar radio ha d'ar sonenroller en em zizolo deskiñ bevañ en ur vevañ. Lakaat a ra ar pouez kenkoulz war an danevell hec'h-unan evel war ar yezh implijet.

Mont a raio c'hoazh da foetañ bro gant René Bonnière, a-hed ar stêr Sant-Laorañs evit kas da benn 13 film hag a bad un hantereur pep hini evit an heuliad Au pays de neufve France". An hini kentañ eus an heuliad La traverse d'hiver à l'Isle-aux-Coudres, hag an hini nemetañ e gwenn ha du, a zo heñvel mat ouzh doare klasel un teulfilm gant komzoù savet mat skrivet gant an aozer. Un diforc'h a zo koulskoude : ne weler ket koulz lavaret ar sevener o kemer perzh gant an tudennoù e bourzh unan eus ar c'hanodoù etre ar skorn hag an dour red. Ar c'henemglev hag ar memes sell a zo gant ar filmaozer hag an dud filmet a zo un dra bennak nevez a vo ur merk en e vuhez labour.

Birvilh a zo e bed krouiñ ar skipailh a gomz galleg e Office National du Film du Canada, kavout a ra e gont eus an taol-arnod-se a gemm doareoù ober an teulfilmoù evit dont da vezañ ar filmaozer anavezet. Degas a ra Pierre Perrault war wel un emskiant don ha nevez eus ar binvidigezh a c'heller tennañ eus an enrolladennoù hag eus talvoudegezh ar gerioù.
Lavarout a ra en deus desket c'hoari sonenroller evel pa vije ur benveg seniñ.

Pour la suite du Monde a zo bet graet e 1962 gant Michel Brault ha Marcel Carrière en Île aux Coudres, ar film-se a vo an hini kentañ a gaso anezhañ da grouiñ un oberenn boellek gouestlet penn-da-benn d'e vro.
«Lavarout a rafen zoken ne ran ket sinema evit ober filmoù met evit kompren gwelloc'h an Den…»

Kendelc'her a ra da glask Kebek en ur sevel filmoù hag a vo betek en e re ziwezhañ ur goulenn war gwirvoud an teulfilmoù.
Pierre Perrault a gomz eus «Caméramage» evit envel an doare filmañ-se bouetet mat gant un emskiant kebekat ; e oberenn a zo poellek ha puilh hag a gemer harp war an unded evit tizhout an hollved.

Bez’ e c'heller rannañ e oberenn e koulzoù sinema disheñvel :
– Au pays de neufve France.
– Trilogiezh de l’Isle-aux-Coudres.
– Ar Stêr (treizhadenn ur gouelier eus Sant-Maloù da Gebek, war roudoù Jakez Karter gant ar filmoù Les voiles bas et en travers ha goude La Grande Allure)
– An Den hag an Natur, o filmañ an Amerindianed : Le Goût de la farine.
– Kelc'hiad an Abitibi, gant C'était un Québécois en Bretagne Madame !
– Klask un identitelezh a-stroll : Un pays sans bon sens, L'Acadie, L'Acadie !?!

Anv ar skrid diwezhañ skrivet a-raok e varv a zo Partisme, embannet eo bet goude e varv ha gwelet a reer anezhañ war ar golo, ur c'harned notennoù en e zorn, azezet war ur roc'h a-dal da Sant-Maloù. Plijout a rae dezhañ kalz Jakez Karter, drezañ e stag Pierre Perrault da brederiañ, en un doare dibar, diwar-benn buhezioù tud Amerika.

A-bouez eo evidomp gouzout eo talvoudus c'hoazh hiziv an deiz ar pezh a gaver en e oberenn leun a varzhoniezh. Met anat eo ez eo Pierre Perrault an hini barrekañ eus ar gronikerien war an danvez-se evit lavaret pegen mallus eo tremen «eus ar gerioù d'an ober» : «Poent bras eo, emezañ, bevañ evidomp-ni ha kaout ar renk kentañ er vro evit ma vo ar vro a fell dimp kempouez war dachenn ar yezh, ar sevenadur, ar gevredigezh, ekonomiezh, politikerezh, an traoù-se a zo hollret evit ur bobl dizalc'h ha n'haller ket o dispartiañ. N'heller dont a-benn nemet gant un istor a vir ar vemor, sammet gant an holl ha gant teknikoù a-vremañ ha re an dazont. »


Jean-Paul Mathelier (C'hwevrer 2014)

Le livre d’entretiens avec Pierre Perrault : Activiste poétique. Filmer le Québec, entretien avec Simone Suchet