Philippe Baron

kantreer e bro ar gizidigezh

Philippe Baron a zo un den sioul, un tammig ouzhpenn hanter-kant vloaz, mousc'hoarzhus pa gomz eus an amzer en deus tremenet o filmañ.
«Gallout a ran beajiñ kenkoulz e penn ar straed du-mañ e kumun Reuz hag ober ur film gant ar memes anv, Rue des mésanges evel e balioù Teheran pe war straedoùigoù tud traoñ Belleville gant tud a bep seurt orin o vevañ eno. Barrek on bet ivez da gemer ma sac'h e 1994 ha mont da filmañ Sarajevo e-pad ar brezel, ar brezel-se hag a badas ken pell. Un tamm skiant-prenet kreñv hag a chom dalc'hmat war ma spered...»
 

Babelville, a zo bet ar film kentañ. Diskouez a ra buhez annezidi ar c'harter poblel-se hag e ro testenioù, filmet etre 1990 ha 1991 pa oa ar c'harter war-nes bezañ diskaret. Divizout a ra Philippe, peogwir e oa o chom eno, filmañ ar pezh a dremene dirak e zaoulagad, stourmoù ha skarzhadennoù. Netra reishoc'h evitañ.

«Kavout a raen reizh respont da c'halv Patrice Barrat — d’ar c'houlz-se e oa hemañ produer e Point du Jour — ha mont da Sarajevo e-pad ar brezel. Kinniget en deus dimp filmañ e-pad ur miz kronikenn ur straed eus Sarajevo. Se a oa adarre filmañ e korn ur straed e-keit ha ma oa ar gêr verzheriet o sankañ en un hir a vrezel, tost da bevar bloaz, hag a lezo anezhi hanter varv.» Klaoustre Barrat hag e skipailh a oa reiñ bep noz ur prantad div vunutenn skignet war ur rouedad skinwelioù european (Arte, BBC...). Ur c'hlaoustre a-dal d'ur bed klouar ha laosk na felle dezhañ na gwelet na klevet ha pa vije c'hwitelladennoù an obuzioù, pe huchadennoù a spont pe taolioù bouc'hal a beurziskar ur wezenn-vezv ouzh troad ur savadur.
«An deiz-se on en em gavet gant amezeien a oa o tiskar ur wezenn yaouank evit ober danvez tan, daoust da aspadennoù ar plac'h, dic'halloud, he doa he flantet hag a grie forzh eus he frenestr .» N'eus nemet pa oa o frammañ ar skeudennoù en deus komprenet Philippe talvoudegezh an arouez.

E 1997, zoken, ar sevener bosniak Ademir Kenovic a adfilmas an darvoud evit e film faltazi Le celrcle parfait, film ur barzh evit diskouez ur brezel ha n'haller asantiñ dezhañ. Priziet eo bet ar film e Cannes.
«met me n'hallen filmañ nemet ur wech! Tapout war an taol ar pezh a zo gwir, setu ar pezh a blij din gant an teulfilmoù !»

Kement a blijadur en deus Philippe bepred gant e filmoù o tapout tammoù buhezioù, dastum istorioù, mont war roud an istor bras. «Lonkañ a ran levrioù, atav e klaskan teulioù, furchal a ran e pep lec'h. Evit ar film Première passion e 2010 a zo diwar-benn ar filmañ bet graet e Jeruzalem war buhez ar C'hrist em eus lakaaet ma anv er skol-veur, en istor an arz, e-pad bloaz. Laouen e vezan pa gomprenan mat an danvez ha kaout testenioù evel en Un village sans dimanche (2012), kenaozet gant Corinne Jacob, ur film hag a laka an dud da gomz bep tro ma vez skignet. Setu un toullad bloavezhioù e oa bet ar memes efed katartek gant Neuf récits d'avortements clandestins (2004), a dorre un tabou, o tiskouez techoù ur gevredigezh a verze an ober a vezegiezh-se ha komz diwar-benn se. An teulfilmoù a skoulm liammoù, a dreuzkas. Ne skuizhan ket ganto».

N'eus ket pell 'zo en deus degaset an teulfilmour gantañ tammoùigoù eus buhez «treid-du» chomet da vevañ e bro o c'halon : Rester en Algerie (2012). Hag ivez poltred souezhus kentañ maer du Bro-C'hall en XXvet kantved er Sarthe e 1929 d'ur mare ma veze diskouezet c'hoazh tud du en diskouezadegoù trevadennel : Le métis de la République (2013). Raphaël Elizé, ar maer yaouank du a ouie ivez sur-mat selaou aketus an dud evel ma ra Philippe Baron.
N'eo ket echu gant hemañ mont ha dont e bro ar gizidigezh.

FILMADUREZH

  • « À table ! » (2015) (France Télévision/ TGA Production. Durée 52’)
  • « L’or rouge, avec Mirabelle Fréville » (2014)
  • « Le métis de la République » (2013)
    France 3/ France O/ Poischiche Films. Durée 53
  • « Rester en Algérie » (2012)
    France 3/ Aber Image. Durée 53’
  • « Un village sans dimanche » (2012)
    France 3/ Vivement Lundi. Durée 53’.
    Étoile de la Scam 2013.
    Mention Spéciale aux Rencontres Historiques de Blois.
    Sélection au festival du film d’histoire de Pessac
  • « Première passion » (2010)
    Cinécinéma/ France 3 Corse/ Vivement Lundi. Durée: 54’.
    Focal Award, Londres 2011
  • « Se déplacer en 2040 » (2008)
    France 5/ Mano à Mano. Durée 53’.
    Prix des Lycéens au Festival Pariscience 2009
  • « Deux papa à Manhattan » (2006)
    France 3/ Pampa Production. Durée: 57’
  • « Pas à pas, Carnets de voyage vers Compostelle » (2005)
    France 3/ TGA production. Durée 55’
  • « Neufs récits d'avortement clandestin » (2004)
    France 3/ BFC production.Durée 54’
  •  « Echangés à la naissance » (2003)
    France 3/ Guilgamesh production. Durée 58 ‘
  • « Rue des mésanges » (2002)
    France 5/ France 3 Ouest/ Vivement Lundi! Durée 55’
    Grand Prix au Festival Cinéfeuille de Gaillac
  • « Andréa, née à 35 ANS » (2001)
    France 3/ Capa. Durée: 59’
  • « Duel sur le tour » (2000).
    Planète/ INA Entreprise/ Vivement-Lundi. Durée: 60’
  • « La fée du 10ème » (1999).
    France 3/ Interscoop. Durée: 51’.
  • « Dominique Voynet, au risque du pouvoir » (1999).
    Arte/ Iskra Production. Co-auteur: Murielle Szac. Durée: 60’
  • « A Monsieur le chef du personnel » (1998)
    La 5ème/ France 3 Ouest. Point du Jour/ Candela. Durée: 54’
  • « Les trois curés de Chauvigny » (1998)
    France 3/ Interscoop Durée: 52’
  • « Des cailloux dans la bouche » (1997)
    France 3/ MD production. Co-auteur: Patricia Corphie. 55’.
  • « Les habitants du tunnel » (1996)
    La Cinquième/Point du Jour. Durée 58’.
    Sélection au FIPA
  • « On est heureux nationale 7 » (1995)
    Point du jour/ Canal Jimmy.
  • « Chaque jour pour Sarajevo » (1994)
    Réalisation collective. Point du jour/ SAGA/ Arte/ BBC.
    BAFTA (British Award). Prix spécial du jury au Festival de Locarno 1995.
  • « Babelville » (1993)
    Méli-mélo/ Point du Jour. Diff. sur Planète. 58’.
    Prix du Patrimoine au Festival du Réel, 1993.