Mael Cabaret

a-us d'an harzoù...

Emañ Mael Cabaret o tistreiñ eus Londrez evit seveniñ un heuliad teulfilmoù evit ar chadenn Voyage. Disklêriañ a ra ar realizatour yaouank eus Roazhon Mael Cabaret hag a zo ivez prezidant an Arbre ar raktresoù niverus a zo gantañ.

A-raok  Londrez eo en India, e New Delhi evit bezañ resisoc'h, e oa bet Mael o filmañ  Dans l’œildu petit écran. An heuliad produet gant Les films d'Ici, a zo diwar-benn an darempredoù o deus tud e c'hwec'h bro disheñvel gant ar skinwel. Pep pennad a zo diwar-benn ur programm dibabet. Div vro a zo evit Mael, amzer dezhañ prientiñ ha filmañ e-pad berr amzer ha degas gantañ ugent rann a vo danvez dek pennad 52 vunutenn.
«Un daeadenn eo e gwirionez : mont a ran ma-unan hag evit pep beaj hag a bad pemp devezh e rankan degas 60 munutenn hag a vo implijet. Kaer am eus bezañ frammer a vicher pa vez ret ivez seveniñ e vez kalz a draoù da verañ. N'heller ket c'hwitañ. Filmet e vez diehan ha frammet  ar skeudennoù diouzhtu goude. E-doug tri miz e vo ret  peurechuiñ an heuliad da vat. Ur pikol mekanik, ur pikol skipailh, kalz a nerzh, kalz a wask met seder e vezomp» ha beajoù graet d'an daoulamm  a zegas un tamm amzer gaer e-kerzh ar goañv hir-mañ» a anzav Mael.

Bremañ p'emañ an hañv o tostaat emañ war-nes mont kuit adarre. A-raok mont da Vontreal evit ur raktres film kenaozet gant Benjamin Rondeau ez a Mael da Wiana evit ragaozañ Riddim, un teulfilm bet sikouret evit ar skrivañ gant rannvro Gwiana ha kaset da benn c'hoazh ur wech gant Les films d'Ici. Kaoz a vo er film Riddim eus identelezh Gwiana gwelet gant kanerien ha dañserien yaouank Ragga. Ur vro anavezet mat gant Mael peogwir en deus filmet eno e-pad mizvezhioù war harzoù Gwiana ha Brazil. Se oa evit Oyapock, produet gant Aber Image ha skignet war skinwelioù lec'hel eus Breizh.

War ar memes tro e kendalc'h Mael da ziorren Sasha, ur raktres film diwar-benn ur penn-laz-seniñ aostriat hag e vuzikerien durk. Ul labour hag a c'houlenn kalz amzer ha skoazellet evit ar skrivañ gant Rannvro Breizh. Ar film-se,  kaset war-raok gant Bel Air Media,a ziskouez eo douget ar sevener yaouank evit «filmoù dre soubidigezh, filmet war hir dermen, temoù hag a laka an nen da brederiañ war meizad an harzoù hag an identelezhioù»    

 C'hoant en deus Mael ivez da vont war-zu dremmwelioù all ha plijout a rafe dezhañ produiñ. «En em soñjal a ran penaos lakaat an daou dra da genglotañ. Ur c'hempouez diaes da gaout met talvezout a ra ar boan bezañ graet. Dalc'hmat em eus bet c'hoant da vont da heul sevenerien all ha gwelet ganto o c'hudennoù hag o mennadoù». Ar c'hoant da welet ar filmoù o tont da wir, kenkoulz evel realizatour pe evel produour; evit Mael ez eo evel «un heuliad, un hent hag a gendalc'h.... »

Elodie Sonnefraud evit  Films en Bretagne
ar pennad a-bezhwar : http://www.animenbretagne.com/Actus-1514-559-0-8.html

Daou film hag a blij kalz da Vael :

FILMLENNADUR

  • Riddim
    Production : Les films d'ici
    La musique Ragga et la danse qui lui est associée, le Dancehall, fédèrent un nombre grandissant des jeunes de Guyane. Peu à peu ils s'en approprient les codes et en font un outil de libération du corps et de l'esprit.
  • Dans l'oeil du petit écran
    Production : Les films d'ici
    Série documentaire (10 x 52 mn) qui aborde le rapport qu'entretiennent les habitants de plusieurs pays du globe avec la télévision. Chaque épisode traite d'un type de programme particulier, comme les news, les vidéo-clips, les séries TV, etc.
    4 réalisateurs pour 6 pays. Chaque réalisateur couvre un pays. Je m'occupe de l'Inde et de l'Angleterre.
  • Du bout des doigts
    Production : Bel Air Media
    Sascha Goetzel est le chef d'orchestre résident et directeur artistique du Borusan Istanbul Philharmonic Orchestra. Un orchestre entièrement privé, financé par un oligarque turque, avec l'ambition de le porter sur la scène européenne.
  • Oyapock
    Production : Aber images
    Ce film s'intéresse aux relations frontalières entre la Guyane française et le Brésil. Deux pays qu'un fleuve sépare, et que bientôt un pont reliera.