Hubert Budor

ergerzher tud en o bro.....

Hervez Hubert Budor eo en em c'hraet eñ e-unan dre ar sinema. Pa oa paotr yaouank Roazhon a yae koulz lavarout da welet an holl filmoù a dremene e kêr, reoù Bergman, westernoù, e-unan er salioù... Kement ha dizoleiñ ar bed e oa. Mont a rae goude-se davet e dud kar, ar re a oa o chom war ar maez e Bro-Roazhon dreist-holl hag e krede start e c'helled kontañ an dud en o bro gant ur c'hamera hepken.
 

« Moarvat e oan ur c'hrennard lent hag e-lec'h straniñ gant ur vandenn kanfarded pe tostaat ar merc'hed yaouank e kaven gwelloc'h tremen ma amzer e salioù sinema Roazhon. Tout ma gwenneien, ha dreist-holl ar pezh a c'hounezen o labourat war ar marc'had d'ar Sadorn, a yae eno. Kement film eus ar bloavezhioù 1970 em eus lonket! Dizoleiñ a raen traoù an eil war-lerc'h egile, gwelet em eus zoken La flûte enchantée gant Bergman ha koulskoude ne oan ket troet gant ar sonerezh klasel. Deuet oan er-maez alehont «sabatuet»! O teskiñ an diazez e oan ha komprenet em eus e c'hellfe bezañ ma micher diwezhatoc'h. N'on ket dedennet gant ar filmoù faltazi, an teulfilmoù eo ma afer. Treizher, oberour pe deraouer danevelloù filmet a ziskouez dimp ar bed, an hini n'hell ket an holl mont da zizoleiñ. »

Bet eo e Pariz er skol sinema. Peurechuet en deus o'n em gavout gant tud a bep seurt e Breizh. Tapet en deus skiant-prenet e-pad ur pennad brav, etre 1990 ha 1996, gant Jakez Bernard e Master Production. Filmoù goulennet war ar skolioù Diwan da skouer, Diwan a zo bet pouezus evitañ, dibikouzet eo e zaoulagad. Graet en deus Mathurin Méheut e 1996 evit ar skinwel. An teulfilmoù-se o deus kreñvaet e c'hoant da vont war hent ar vicher a deulfilmour.

«Bloavezhioù Hêrezh ar Gelted e oa, ur superproduadur sonerezh dindan renerezh Dan ar Braz. Evidon ez an kentoc'h war-zu Titi Robin, ur soner dibar hag a blij dezhañ mont davet an dud all : Erik Marchand e Breizh, ar Jipsianed hag ar sonerezh arab ha mod arab-andalou, Indiz ar Rajahstan. Divizout a ran mont da welet al lec'hioù all-se gant Titi. Kejañ gantañ a zo bet ur marzh evidon. En em welet a reomp c'hoazh bremañ ha tomm e chom ma c'halon ouzh ar film graet e 1999, Famille nombreuse, Thierry «Titi» Robin.

 Deuet ez eus fiziañs ennon ha gouzout a ran bremañ e c'hellan mont em bed familh din-me, adkavout eienenn ar c'haozeadennoù kent pa oan bugel pa’z aen war ar maez bep dibenn-sizhun. Komzet ’veze eus Citroën, al labouradeg digoret e 1961 hag a implijas 12 000 peizant eus ar c'horn-bro evit labourat a-steud. Randonennoù war an doareoù labourat, ar sindikadoù, ar redi da brenañ ur Citroën, just a-walc'h. E 2001 em boa roet ar gaoz d'ar beizanted-labourerien chomet dilavar e-pad pell. Araozon, Michel Brault en doa graet e 1968 ar film brav Les enfants du Néant (eus Neant, ur gumun er Mor-bihan, ur bern reoù yaouank zo aet ac'hano d'al labouradeg).

Anat e oa neuze e vefe un heuliadenn d'ar film-se a gomze eus bed ar maezioù hag eus hini ar sindikadoù. Ur film all am boa e go evit kenderc'hel gant istor ma familh. Unan tost din.

Gallet e vefe krediñ e tason film Hubert, tost da vat peurechu, evel un arouez eus e bennad hent gant Titi Robin. Ar wech-mañ eo gant Jean-Louis Le Vallégant, ur soner breizhat donezonet. Kas a ra ac'hanomp dre hentoù lieseurt davet ar re all. Implijout a ra ar sonerezh evit kreñvaat, «pinvidikaat» an danevelloù a zastum digant skolajidi, tud kozh, tud o chom e Skaer pe e Sant-Nazer, tud klañv en ospitalioù, pe c'hoazh tud a anver, eleveziek, «tud diwelus». Ur preder arzel war an arallded, un arvest anvet Confidences sonores hag a vo adkemeret, end-eeun, da ditl ar film Les confidences.

L'expédition Jivaro e 2008 a zo un troc'h er broioù pell en e filmadurezh. Dizoleiñ a reer Jean de Guébriant a gemeras perzh e 1936 en ergerzhadenn c'hall aet da welet Jivaroed Amazonia. Bez' e c'hellfemp komz tost da vat eus ur film faltazi ken souezhus eo gwelet ur c'hozhiad gwisket cheuc'h, mestr ur maner yen a Vro-Leon, o komz eus an dud ouez, en em c'houlenn a c'heller daoust piv oa ar re ouez d'ar mare-hont? Sellet a reer, teneraet, ouzh ur penn jivaro krennet, lakaet war un daolig. Stag e oa ouzh ar penn-se, hini ur penn bras Jivaro deuet da vezañ mignon gantañ neuze...

« Ar c'hoant gwelet tud ha klevet danevelloù a seurt-se a vez bepred o troiata em spered, eme Hubert. Al lec'hioù all n'emaint ket bepred ken pell, a-bouez eo evidon filmañ krennarded karter ar Blosne e Su Roazhon ivez. Fromet on bet ganto e L'histoire en cours da skouer, ur film graet e 2007. Ur bed all c'hoazh...»

Ar c'hrennard a yae e-unan a-benn er bed er salioù sinema n'en deus ket echu da zizoleiñ ha da dreuzkas dimp bedoù nevez c'hoazh.

FILMS DOCUMENTAIRES

  • 2014 Les confidences
    52mn Carrément à l’Ouest / TVRennes35, Tébéo, Tébésud
  • 2012 Nora, Youssef, Sophia et nous
    52mn /Aligal Production / TVRennes35, Tébéo, Ty télé
  • 2012 Discriminations
    52mn / Mille et une films / France 3
    Diffusion France 3 / France 3 Régions
  • 2008 L’expédition jivaro
    52mn / Aber Images / TV Rennes
  • 2007 L’histoire en cours »
    Co-réalisation Matthieu Chevallier
    52mn / Aligal Production / TV Rennes
  • 2005 La course au village
    52mn / Aber Images / Diffusion France 3 Ouest / TV Rennes
  • 2005 Harti et Margot
    52mn / Pois Chiche Films / France 3
    Diffusion France 3 / France 3 Ouest et Normandie / TV Rennes
  • 2001 Les paysans de Citroën
    52mn / Mille et une films
    Diffusion France 3 Ouest / TV Rennes / Chaine Histoire
  • 1999 Famille nombreuse, Thierry Titi Robin
    52mn / Vivement lundi
    Diffusion France 3 Ouest / TV10 Angers
  • 1997 Breizh gwechall, Bretagne autrefois
    26mn / Master production / Montparnasse production Diffusion France 5, La Cinquième.
  • 1996 La mer (Mémoires de Bretagne)
    52mn / Master production / Montparnasse production
    Diffusion Planète mai 97, Régions juin 98
    Prix Armen au festival de Douarnenez 96
  • 1996 Mathurin Méheut, les yeux ouverts
    26 mn / Master production / France 3 Ouest
    Prix de la création artistique 96 du Conseil Régional de Bretagne
  • 1992 Skol Diwan
    26 mn / Master production / Conseil général 29