Félix ha Nicole Le Garrec
Nicole ha Félix ...pe Félix ha Nicole eme ar vignoned. An daou-se a zo bet skoaz-ha-skoaz evit kement tra en o buhez ha kendelc'her a reont asambles da hunvreal e skeudennoù. An «taol» gwellañ graet ganto eo ar film Plogoff, des pierres contre des fusils, e 1980, filmet e-kreiz an darvoudoù a reas reuz er C'hab pa oa anv da sevel ur greizenn nukleel eno.
O-daou o deus desket ar vicher o-unan : «tamm-ha-tamm e vez graet e borpant da Yann» a c'heller lavaret diwar o fenn. Alies eo unan diouto hag a ginnig pe a zegas raktres egile, hag e teu da vezañ raktres an daou. Er bloavezhioù 1970, pa oa staliet Félix evel luc'hskeudenner e Ploneour, e-kreiz ar Vro Vigoudenn, ne baoueze ket da glask doareoù nevez. Bepred e veze war glask. Dont a ra da soñj da Nicole : « Divizet en doa, da skouer, bannañ skeudennoù war moger ar c'hrie e Douarnenez. Den na rae an dra-se d'ar c'houlz-se. Skeudennoù martoloded e oant hag en em c'houlenn a raen petra lavarfe ar baotred-se ma vije roet ar gaoz dezho ? »
Lakaat gerioù war skeudennoù ? Nicole a glask ha gouzout a ra mat neuze ar pezh a blijfe dezhi ar muiañ. Mont da selaou an dud, dastum ar pezh o deus da lavaret. Kregiñ a ra e-barzh, Félix a gemer skeudennoù, hag e penn-kont eo 15 diaporama a voe graet ganto o-daou, diwar-benn temoù hag a denn da dud o chom e penn Penn-ar-Bed ha lec'h all ivez e Breizh a-bezh : an adlodennañ, hag ivez ar brezhoneg, ar skolioù divyezhek kentañ, ar pardonioù gant kantreerien o tont d'ar Vro Vidoudenn, ostalerioù ar c'hornad pe mengleuzerien ar sklent. Pep tra zo un digarez evit mont pelloc'h gant traoù nevez...
Félix en doa anavezet René Vautier e-kerzh filmadenn Z gant Costa-Gavras. Deut e oa da filmañ Les Ajoncs e 1971 hag e c'houlennas digant Nicole c'hoari ennañ. Mont a raio hi kalz pelloc'h eget ar c'hoari. Aet goude-se eo war hent ar filmoù hir peogwir eo kemeret evel skript evit ar film Avoir 20 ans dans les Aurès. Félix a genlabour ivez o klask al lec'hioù filmañ e Tunizia. Gantañ eo bet graet skeudennoù ar film. Ar film-se a zo arouezius eus diskuliadur an trevadennerezh hag bez' ez eo ivez unan eus filmoù kentañ an UPCB (Unité de Production Cinéma en Bretagne).
Ganto e oa bet graet a-raok : Mourir pour des images, troet en Enez-Sun, un dedi fromus da Alain Kaminker, ur c'hameraour beuzet er mor. Enoret eo bet Vautier ivez gant Avoir 20 ans dans les Aurès peogwir eo aet gantañ ar priz Critique e Cannes e 1972. Ur vignoniezh hir ha kaer a savo diwar ar c'henlabour-se hag ar film «le petit blanc à la caméra rouge», a zeuio da vezañ diwezhatoc'h lesanv Vautier.
Mont a ra Nicole war ar vicher da vat ha kenseveniñ a ra gant René an daou film a zeu war-lerc'h : La folle de Toujane e 1974. Lakaat a ra he zud da c'hoari er film hag o mab a vo Gilles Servat, ur skolaer breizhat, digalonekaet, hag a yelo da Dunizia evel kenoberer. Plijadur o deus o filmañ e Breizh gant ar familh hag e Toujane goude-se.
Goude-se eo ar film Quand tu disais Valéry, e 1975. Ur splujadenn wir e bed al labouradegoù. Chom a raio Nicole merket don gant ar filmañ. Roet he deus ar gaoz da verc'hed hag a oa sindikalourezed CGT ha CFDT. Daou-ugent vloaz goude eo gouest c'hoazh da resteuler ar pezh a lavare Marie-Blanche hag he c'heneilezed : «Kroget on da vevañ pa oa marv va gwaz, aet e oan a-benn-kaer er politikerezh, pa labourer ouzh ar chadenn e ouzer petra eo ar genskoazell». Santet e vez, a-dreñv ar film-se, kalon Kreizenn sevenadurel poblel Sant-Nazer o tridal, ar greizenn a oa oberiant-tre er bloavezhioù-se. Fromet e vez Nicole ha Felix pa gomzont eus ar mare-se.
En o zi e Kerlamen, ur ti-feurm diskoachet gant Nicole ha kempennet evit o labour, e kendalc'hont, kousto pe gousto, d'ober filmoù gourc'hemennet pe kas raktresoù personel da vat. Ar c'hleweled a zo e kreizig-kreiz ar familh a gresk hag a rank bevañ. Buan-tre e kempenn Félix ur c'hraou hag a zeuio da vezañ ur sal-vannañ ha goude ur sal-enrollañ. Sal ar presouer a zo bremañ ur sal frammañ. Met n'eo ket aes ar vuhez, nag evit ar c'houblad yaouank nag evit al laboused mastaret gant peñse an Amoco Cadiz. Diwar an darvoud-mañ e reont e 1978 Mazoutés aujourd'hui, graet hep tamm skloazell arc'hant ebet met skignet e voe e Yougoslavia a-bezh. Un tonkad dic'hortoz evit ar film, evel ma oar re ar C'harreg ijinañ.
Setu ur pennad 'zo e vez Nicole o heuliañ holl vanifestadegoù Plougoñ, nepell eus he zi. Aze emeur en sell da sevel ur greizenn nukleel war al lanneieroù dizolo didalvoud evit tud ar vro, a c'helled krediñ. Tamm ebet, ret eo gouzout piv eo tud ar C'hab, pennoù kalet ha morse rener ebet en EDF en dije kredet e savje ar boblañs a-enep. Bep noz, evel ma'z eer d'an oferenn, ez ae an holl bras ha bihan betek eno. Gant feiz, gant kred, ez aent da deuler mein war ar strolladoù archerien deuet d'en em goll e penn ar bed. Pa grog an enklask publik e oar Nicole ha Félix eo ret filmañ, hag adalek neuze e filmont dibaouez. «Peogwir e ouzer eo ret, e kouskemp en un ti-feurm e-kichen hag e tivizomp sammañ dle evit prenañ koc'hennoù. Setu penn kentañ un istor hir...»
Mousc'hoarzhin a ra Nicole pa gomz eus skignañ ar film, a vo degemeret mat er salioù sinema, gant Festival ar filmoù Douarnenez da gentañ holl e miz Gwengolo 1980. Paul Guyard, paotr ar sal sinema, a voe ken entanet ken e teu da vezañ skigner ar film. Stourm a ra kalet a-enep ar Soredic, diazezet mat e Breizh. Ar pennadoù filmvarn a zo mat, zoken e Pariz ! Félix ha Nicole a ra tro Bro-C'hall. Da c'houlz-se ne ouient ket e padje bloavezhioù c'hoazh !
Goulenn a vez, ingal, war-lerc'h ar film evel e Kernitron-al-Lann, gant yaouankizoù blev hir, mennet hag entanet, c'hoant ganto kompren mont en-dro ar stourm… lakaet eo bet en euskareg, e katalaneg, e spagnoleg hag en alamaneg. Abalamour d'ar pezh a zo c'hoarvezet e Fukushima e teu ar film en-dro war wel.
Adalek 1982 e vo istor an ARC, Atelier Regional de Cinéma, gant filmoù evel hini Olivier Bourbeillon, La fiancée,e 1983. Ne vo ket plaen bepred an traoù gant ar stummañ hag ar produiñ hag echuiñ a ra an Arc da vat e dibenn 1990. Setu an daou gantreer da vont neuze da filmañ pelloc'h : Roumania, Mali, Vietnam...
Troidellek eo an hent evito, kejadennoù, dispartioù ha distroioù met ivez mignoniezh start evel hini René Vautier. Seblantout a ra c'hoazh Nicole ha Félix kaout c'hoant da verdeiñ e lark pell eus buhezioù strizh... Avel a-du.
Voir leur portrait récent, Nicole et Félix, de Philippe Guilloux :
http://www.festival-douarnenez.com/fr/films/nicole-et-felix/
Filmlennadur
- Nicole, avec René Vautier :
- 1970 Les ajoncs, actrice
- 1972 Avoir 20 ans dans les Aurès, scripte
- Félix est photographe de plateau
- 1974 La Folle de Toujane, co-réalisatrice
- 1975 Quand tu disais, Valéry, co-réalisatrice
- Félix à l'image pour Vautier :
- 1971 Mourir pour des images
- 1976 Le poisson commande
- Avec son mari Félix Le Garrec, elle réalise des diaporamas :
- La langue bretonne
- le remembrement
- Ouessant
- Olympic bravery, etc
- des films documentaires :
- 1977 Diwan
- 1978 Mazoutés aujourd'hui
- 1979 Santik du
- 1980 Plogoff, des pierres contre des fusils
- 1984 La chapelle de Languivoa
- 1987 L'ouragan
- 1990 Les enfants dauphins
- 1992 La porte du Danube
- 1993 Opération livres Mali
- 1993 Les enfants du Lougre
- 1995 Pierre-Jakez Hélias, l'émerveilleur