Cesar et Marie-Clémence Paes
An daou-se a oar mat lavaret e meur a yezh «kregiñ e-barzh» ! Eñ a zo eus Brazil, hi a zo Gallez-ha-Malgachez. Savet int bet gant doareoù kelenn a bep seurt. Gouzout a reont ervat o-daou ar binvidigezh a zo sanket don en o sevenadur. Neuze pa'z eo ret, e teuont da vezañ sevenerien hag e savont o zi-produiñ Latérit. Dibaouez e tigoront hon daoulagad dirak teñzorioù an hengoun dre gomz, pe dirak talvoudegezhioù bet kollet ganimp... Mont a reont eus an eil penn d'egile d'an enez ruz, eus Angano, Angano, nouvelles de Madagascar (1989), da L'opéra du bout du monde (2012), met traoù all 'zo c'hoazh...
Un istor evel ur gontadenn...
« Un neudenn a sacher adalek ar penn kentañ ? An hengoun dre gomz eo hep douetañs hag an teñzorioù a vez da heul. Eus Brazil gant peizanted an Nordeste a filmomp e Saudade do futuro da Vadagaskar gant un hengoun konterien, c'hoariva...
Ar pezh a glaskemp ur wech hor boa divizet lakaat anezho e skeudennoù o deus rediet ac'hanomp da brederiañ donoc'h marteze : penaos diskouez ar pezh na vez ket skrivet ? Penaos diskuliañ ar pinvidigezhioù gwirion a zo e dalc'h pobloù lakaet da vezañ ar re baourañ war an douar ? A-enep da veno an holl e oamp. Ret oa bezañ diskiant, ha divizet hon eus bezañ diskiant. Da gentañ hon eus savet un ti-produiñ evit kas da benn ar film kentañ. Setu diwanet Latérit, a zo chomet bev daoust da bep tra, ha n'eo ket bet aes dalc'hmat ! Bremañ c'hoazh e vez ret deomp kaout ijin evit chom bev. N'eus ket pell hon eus divizet embann levrioù, ur glaoustre, un heuliad eo d'ar filmoù. »
Ne baouez ket Marie-Clémence da gomz pa reer anv dirazi eus gwenodennoù laterit hec'h enezenn. Eno eo deuet da vezañ emskiant eus he daou sevenadur, aze he deus raksantet eo bet laeret hag e vez laeret bepred holl binvidigezhioù he fobl gant oligarkiezh Madagaskar. «Ret eo gwelet penaos e vez gwallgaset ar sistem hengounel gant perc'henned an douaroù a c'houlenn groñs kaout aktoù skrivet.»
Gouzout a ra eo bet mouget mat an traoù goude darvoudoù kriz 1947 ha prometet he deus e rofe un deiz un testeni eus ar feulster-se. Peont bras eo.
Mouezh a-vaez diezhomm ebet, sil ebet
Abaoe ar penn kentañ, kichen-ha-kichen, o deus divizet Marie-Célémence ha Cesar chom hep reiñ displegadennoù hir : lezel ar gaoz gant an dud, gant sevenadur an dud. Pediñ anezho da euredoù filmoù, evel e hini kaer Aux guerriers du silence (1992). En heklev da jestroù ar Samied diskouez jestroù Indianed Bro-Vrazil. Ar stêr o respont d'an toundra, o alan kemmesket. N'emaint ket ken pell ha se an eil diouzh egile. C'hoari gant plijadur gant hironerezhioù a ro ur geusteurenn dic'hortoz evel Bouillon d'Awara (1996), ur meuz hengounel eus Gwiana. Bamet e vezer gant awen prim an trobadores e Saudade do futuro, filmet e Nordeste ar Brazil.
Gwintañ ar selloù ? Eilpennañ hon soñjoù ivez ! Rediañ ac'hanomp da lakaat ar c'hlichedoù a-gostez, pell eus ar pezh a ouzer dre sur. «Reiñ un taol skub d'ar raksoñjoù a zo ar pezh a lak ac'hanomp da filmañ, da broduiñ ha se abaoe ouzhpenn pemp bloaz warn-ugent.»
Kas an dud war aodoù kevrinus. Heñchet e vefomp gant ar sonerezh. Dudi a gavfomp gant ar sonerien. N'eus nemet astenn ar skouarn.
Ha bremañ ? Muioc'h eget biskoazh eo ret diskouez un Afrika all, filmet ganti hec'h-unan, a ziskouez eo bev. Skoazellañ ar sevenerien yaouank, eus Madagaskar, eus ar Reünion, harpañ anezho, produiñ o labour. Reizh eo o sikour, chom a reomp gant an hent, zoken ma 'z eo troidellek ! »
Lec'hienn Laterit Productions :
http://www.laterit.fr/
gant levrioù diwar-benn Madagaskar, DVDoù ha traoù all c'hoazh !
Teuliad Désirs de films, prientet tro-dro da Saudade do futuro, gant Cesar Pares war lec'hienn filmoù e Breizh :
http://arbre-asso.fr/Archives/desir_de_film/Publications/17.Paes.pdf
Ur pennad kaoz gant Jean-Luc Raharimanana, ur skrivagner malgach, tro-dro d'an diskouezadeg 47 portraits d'insurgés :
http://www.theatre-video.net/video/Entretien-avec-Jean-Luc-Raharimanana-pour-47-Portrait-s-d-insurges-29e-Francophonies-en-Limousin
diskouezadeg skeudennoù Pierrot Men : 47 portraits d'insurgés :
http://www.grands-reporters.com/Madagascar-47-Portraits-d-insurges.html
Le site du collectif Tany à propos des accaparements de terres à Madagascar :
http://terresmalgaches.info/
FILMADUREZH
2012 L'Opéra du bout du monde
2001 Saudade do Futuro
1996 Le Bouillon d'Awara
1995 Haïti «un temps mis en conserve»
1992 Aux Guerriers du Silence
1988 Angano... angano... nouvelles de Madagascar