Catherine De Grissac

deskiñ lenn ar skeudennoù!

Catherine de Grissac a gred e deskadurezh ar skeudennoù hag en o galloud. Skeudennoù hag a zispleg hec'h holl stourmoù: he stourm evit ar merc'hed, evit an ekologiezh, a-enep ar gouennelerezh, evit degemer repuidi e-pad brezel ez-Yougoslavia, difenn ar salioù sinema nes a-enep ar c'hreizennoù bras ha prevez...
Hi eo he deus graet, gant Bernard Vrignon, poltred kaer Françis Jeanson, itinéraire d'un intellectuel engagé. Ur film deuet er-maez e 2011 goude un hir a stourm evit seveniñ ha produiñ anezhañ, met talvoudus eo an disoc'h, diskouez a ra tuioù niverus an den-se a stourm ivez war tachennoù a bep seurt.
 

An deiz-se ne oa kamera ebet gant Catherine de Grissac met un tamm amzer he doa dirazi...

Catherine, penaos oc'h deuet d'ar sinema ?


Yaouank-flamm e oan moarvat. Ma zud a oa o chom a-us ur sal sinema hag e-pad an hañv e klevemp komzoù ar filmoù hep ar skeudennoù... ha dalc'het em eus soñj eus ar film kentañ am boa gwelet, skeudennoù Crin blanc.

Met muioc'h c'hoazh eget ar sinema eo ar skeudennoù a blije din ar muiañ. Abred on krog da luc'hskeudenniñ, desket em eus diskuliañ, graet em eus diaporamaoù... desket ar video, ar frammañ, ar son ha lakaet em eus ma anv er gevredigezh Ciné femmes. Aozet o doa an ezelezed anezhi e-pad pell ur festival filmoù merc'hed e Naoned. Profet ez eus bet ur c'hamera din pa oan 40 vloaz, ha kerkent em eus graet gantañ. Un toullad bloavezhioù goude em eus lezet ma micher desaverez a-gostez evit seveniñ filmoù, kas war-raok stalioù-labour krouiñ, kelenn ar skeudennoù. D'an oad a 51 bloaz em eus graet ma film kentañ, unan a-vicher, kemeret em eus ma amzer !

Ken talvoudus eo evidout ar vicher-mañ evel an hini desaverez az poa bet a-raok hag ac'h eus graet gant kement a startijenn ?

Evidon ez a ar skeudennoù hag ar c'henlodenniñ asambles. Ober ur skeudenn hep netra all ebet n'eus ket kalz a ster, sellet ouzh ur skeudenn en hec'h-unan kennebeut. N'eus nemet ar selloù a ranner war an ober, ar c'hrouiñ, an dielfennañ a zegas ur ster hag a ra al liamm. Neuze e ran kement ha ma c'hallan evit rannañ ar pezh a zegas from din (kemer perzh e bodad programmiñ ar Cinématographe e Naoned, hag e forom teulfilmoù ar c'hizidikaat sokial e Reudied)… ha mont a ran d'ar sinema, d'ar festivalioù hag all.

Ar mennozh treuzkas-se a zo kreñv ennout ?


Kavout a ra din e c'hell an treuzkas bezañ « diskiant » ha ne’m eus ket kalz a c'hred en dra-se, met er c'hontrol krediñ a ran start pa ranner skiant prenet, pa vesker tud a bep seurt oad, pa vez kendivizoù. An treuzkas a zo re untuek, gant tud hag a oar eus un tu ha tud hag a selaou eus an tu all. Ur c'hwitadenn eo, da’m soñj, an doareoù ober diazezet hepken war an treuzkas.
Evidon hag evit ar pezh a ran e komzin eus digeriñ dorejoù, dieub d'an neb a gar da zont e-barzh pe da chom er-maez. Din-me ivez da vont pe get dreist d'an treuzoù pa zigorer an nor din.

Anavezet em eus ac'hanout pa vezes o stourm war dachennoù a bep seurt, hini ar merc'hed da gentañ holl ?

Klask a ran, par ma c'hellan, stourm a-enep an direizhderioù (pe da vihanañ ar pezh a gav din a zo direizh), divarregezh an dilennidi, diseblanted an dud, ar gevredigezh emgar. Ma holl stourmoù a zo liammet an eil gant egile ha ne zifennan ket ar merc'hed hepken, n'on ket a-gleiz hepken, n'on ket ur plac'h brientek hepken, n'on ket sevenerez hepken, na sot gant ar sinema hepken na... hepken, kement-se holl on ha kalz a draoù all ouzhpenn.

Ma vefemp ouzh taol oc'h ober cher vat, un ali a rofes din evit dibab ur film bennak ?


Ya, goude ur banne gwin mat bennak (hini ruz kentoc'h) e komzfen eus ar filmoù diwezhañ am eus gwelet hag a blijfe din e vefent gwelet hag a rofent preder d'an dud. Ya, un ezhomm don eo, dizoleiñ ha rannañ an dizoloadennoù-se goude. A-viskoazh en deus plijet se din. War-lerc'h e komzfen eus al levr diwezhañ am eus lennet en ur evañ ar banne diwezhañ, eus an hini am eus prenet dre zegouezh peogwir e plije an anv din, peogwir e kaven brav ar golo ha marteze ivez peogwir eo bet skrivet gant ur plac'h. Emaon o lenn La saison de l'ombre gant Léonora Milano, un istor dreistordinal war ar sklaverezh, hag a ro ar gaoz da bobl ar strouezeg o deus bet da c'houzañv (en Afrika) diwar goust ar morianetaerezh ha diwar-benn ar re o deus klasket stourm ha na gomzer morse diwar o fenn.

Ha ma tiskuilhfes unan eus da raktresoù ?

Komz a rafen dit eus un danvez raktres diwar-benn un taol esa kevredigezhel graet gant produourien labour-douar kenstrollet hag a bad abaoe 20 vloaz. C'hoant am eus da ziskouez pegen entanet eo ar re goshañ anezhe o deus krouet al lec'h-se hag an nerzh a zo aze bepred met ivez diskouez youl an holl beizanted yaouank a ziviz en em staliañ war-lerc'h ar re gozh gant kement a bennegezh hag a zalc'husted. Ur raktres film a-stroll e vo, ha kemer a raio amzer, tro-dro d'un daol leun a voued lipous.

Met komz a rafen diehan diwar-benn ar stourm a rannan gant an holl dud-se hag a zo «sot pitilh» gant ar sinema, ar re a stourm er c'hevredigezhioù evit mirout salioù sinema nes, plijus ha buhezek, dieub, a oar kemer riskloù a-dal da gevezerezh kriz ha frankizel ar rouedadoù bras hag ar rouedadoù prevez hag a ra o reuz en arz ar sinema. An hini a zeu da welet ur film n'eo nag ur pratik nag ur bevezer met un arvester.

Ar pep pouezusañ eo deskiñ ar skeudennoù pa'z eo gronnet ar bed ganto hag e krignont hon emskiant keodedel. Dalc'hmat, da’m soñj, e kont gevier ur skeudenn pe zoken ul luc'hskeudenn, peogwir ne ziskouez ket pep tra hag e vez leurennet ar gwirvoud. A-bouez-bras eo neuze deskiñ lenn ar skeudennoù, evel ma tesker lenn ha kontañ. Eus se ne ziskrogin ket.

  • La saison de l'ombre gant Léonora Miano

FILMOGRAPHIE

  • 1995 La rue métissée
    de François Gahier - (assistante de réalisation) - une commande de l’ACENER dans le cadre de la manifestation Tissé Métisse à Nantes.
  • 1996 Raconte-moi la paix
    Une commande de l’association Enfants Réfugiés du Monde dans le cadre de la mise en place d’une bibliothèque au Cambodge.
  • 1999 Madeleine Rollinat, moments choisis
    Une commande du Conseil Général 44 dans le cadre d’une exposition à la Garenne Lemot à Clisson.
  • 1999 Le voyage exploratoire
    co-réalisation avec François Gahier – une production pois chiche films.
  • 2000 Les oiseaux à ... marée noire
    Une Production de la L.P.O.
  • 2001 Ne dîtes pas à ma mère que je suis maçonne...elle me croit secrétaire.
    Une commande de l’UR-CIDF
  • 2002 Jean-René Chauvin trotskyste indépendant
    Production Plan Large
  • 2003 Territoires
    Production Plan Large
  • 2004 Faire le bonheur des gens
    Production Plan Large
  • 2006 Jeunes urbains sensibles
    de F. Bouard (assistante) production Plan Large
  • 2007 Les enfants du cinématographe
    Une co-production Plan Large Télénantes
  • 2007 L’avortement
    Une co-réalisation avec Françoise Bouard – Une commande du Mouvement Français Pour le Planning Familial
  • 2010 Une tour, de l’amiante, un combat
    Une co-production Plan Large, Télénantes et l’association Documentaire Tripode
  • 2011Francis Jeanson, itinéraire d’un intellectuel engagé
    Une co-réalisation avec Bernard Vrignon - une co-production : Point du Jour (Paris) films de Balibari (Nantes) France Télévision et APDFJ (Association Pour un Documentaire Francis Jeanson)
  • 2012 Violences au sein du couple
    Eléments de réponse en Loire-Atlantique. Une co-réalisation avec Françoise Bouard - une commande de la Mission Départementale aux Droits des Femmes et à l’Égalité – DDCS de Loire-Atlantique