Åsa Simma

kantreadez diharz

Ar plac'hig hag a zo bet savet e doare ar gantreidi en ur familh Sami, a zo deuet da vezañ bremañ un dramaourez vrudet en holl vroioù eus Skandinavia, hag ivez er raktresoù etresevenadurel uhelek. Ne daol ket pled eus an harzoù, nag en amzer nag en egor, ne ra van eus ar reolennoù na zoken eus ar panelloù ofisiel evel en he film berr ken dispar Sieidi - La pierre sacrée, graet e 1995. Fent ha sakr a zo ennañ, evel ar pezh a gaver bemdez er vuhez !

 

Ganet ha desavet eo bet Åsa Simma e Laponia Sveden, e bro ar Samied, ar pezh a zo a-bouez-bras evit kas da benn he labour arzel hag he fersonelezh. He zud a oa saverien kirvi, ha mont a raent eus norzh Sveden da Norvegia, hervez ar c'houlz-amzer, desket he deus cheñch plas aes-tre ha komz a ra meur a yezh bremañ hep tamm poan ebet. «N'eus forzh pelec'h e vefen, ar santimant da vezañ er gêr, da vezañ em flas a zo e-barzh ennon-me ha se a c'hellan kas ganin e pep lec'h.»

He mamm he doa desket dezhi dre guzh kanañ en doare hengounel, ar stumm Joik (distaget yoik) pa oa un dra difennet e-kreiz ar bloavezhioù 60. Difennet e oa abaoe dibenn ar XVIIvet kantved, ha kristenadur ar pobloù-se a zo ur gouennlazh sevenadurel gwirion, ha koulskoude, daoust da bep tra, en deus kendalc'het ar Joik da chom bev. Gouestlet he deus Åsa amzer hag energiezh evit adkavout ar frankiz da ganañ.

Dilojañ a ra ha mont da chom da Vro-Danmark, hag eno e ouestl hec'h amzer d'ar c'hoariva. Taolioù-arnod a-leizh e ra. Pa gomzer ganti eus he c'hoant filmañ e lavar he deus kavet e oa aes-tre tremen eus ar c'hoariva hewel, gant kalz a livioù a rae betek neuze, d'ar faltazi. Boas eo ouzh ar sinema, abaoe he bugaleaj peogwir he deus kemeret perzh e meur a film dre pa oa ur ganerez vat. Åsa a blij dezhi lavaret : «Pa vezan dirak ur menez kaer, e tiwan ar son hag ar c'han ennon abalamour d'ar braventez-se, n'on ken neuze, nemet ur benveg e servij ar c'han-se.»

A-viskoazh eo bet Åsa Simma oberiant er stourm evit ma vefe anavezet ar pobloù orinat. Labouret he deus gant orinidi Aostralia, bevet he deus gant Inuited Greunland ha rannet buhez pemdeziek an Amerindianed e norzh Amerika. Bremañ e tispleg eo peogwir he deus darempredet ar pobloù engenidik e kompren hag e veiz mat he gwriziennoù dezhi. C'hoant he deus neuze d'o dispakañ dre ar c'hrouiñ arzel hag dre an abadennoù.

Ar pezh a vroud Åsa eo liammañ pinvidigezhioù hengounel ar sevenadur samiat gant ar mediaoù ar modernañ hag he skiant-prenet e bed ar c'hoariva. «Leurenniñ skeudennoù dielloù antropologel ha kroaziañ anezho gant «gouezeri» ar vouezh hag ar c'han yoik, drevezal trouz al loened ha kontañ war ar memes tro devezh pemdez ur familh sami, setu ar pezh a blij din klask ober ! »

Labourat a ra bremañ evel senarierez dramaourel e kreizenn International Sami Film Center, un aozadur evit broudañ ar sevenadur sami, diazezet e Kauteikeno e Norvegia. Chom a ra ar pal an hevelep hini : bep tro ma vez produet ha graet stummadurioù kleweled, klask liammañ ha gwiadiñ ar pinvidigezhioù hengounel sami eus ar re goshañ gant an teknologiezhioù hag ar skrivañ a-vremañ.

Ouzh ar rod-stur, etre ar skrammoù hag al lec'hiennoù, setu ar gabitenez Åsa Simma, stourmerez evit ar merc'hed ha leun a fent a gendalc'h dibaouez da ganañ e yezh he zudoù kozh !


Kit da gantreal war http://www.isf.as/, lec'hienn International Sami Film Centre

Filmographie

  • 1973-78 Participated in 5 drama documentaries.
  • 1990-91 5;e hövdingen, female lead and assistant director to Richard Hobert.
  • 1994-96 Sieidi- written and directed by Åsa Simma.
  • 1998 16 week scriptwriting course, led by Harriet Nylund, Helsinki. 1999-00 Stallobakti, director, script- for BRC, Los Angeles
  • 2002 White Out with Ester Shalev Gerz
  • 2005 Lean, directed by Markku Lehmuskallio
  • 2006 Speaker for film, Älvens Röst, director Bo Harringer
  • 2007 Feature film script, Vindens Ägodel
  • 2007 1852 Kautokeino Rebelion, extra sound work
  • 2008 Vindens Ägodel, Script Åsa Simma, with support from Film Pool Nord
  • 2008 Ryska Dörren, SVT, actor
  • 2009- Dramaturgist, script developer, International Sami Filmcenter

Crédits photographiques : Anette Nantell