Alanis Obomsawin

ar stourm war bep tachenn

Alanis Obomsawin, Abenakiez, eus Kanada a zo sevenerez, anavezet eo er bed a-bezh evit he filmoù diwar-benn enkadenn Oka e 1990, pa enebas ar vroad Mohawk ouzh ar gouarnamant kanadian. Plijout a ra dezhi ivez kontañ istorioù hag a laka ar spi da ziwan. En hec'h oberenn e kaver an darempredoù familh, ar c'hudennoù deskadurezh ha sokial. Gant he femzek film bennak eo deuet a-benn da reiñ ur skeudenn nevez eus an Orinidi. Anavezet eo Alanis evit kaout ur beg frank, evit he labourioù fonnus hag evit stourm war bep tachenn, deuet eo a-benn da gemm skeudenn an Indianed er sinema.

Anvet eo gant he fobl “Ka-li-la-wato”, an hini a zegas eürusted dimp.
Ezel eus broad an Abenaked, Alanis Obomsawin a zo ganet hag he deus tremenet he bugaleaj e lec'h-miret Odonak, 113 km bennak er biz da vMontréal. Bevañ a reas eno betek an oad a nav bloaz pa'z eas he zud da Trois-Rivières da chom. Mont eus ar maezioù d'ar gêr vras a zo bet diaes-tre rak ouzhpenn bezañ troc'het eus hec’h endro naturel ne ouie na saozneg na galleg.

E penn kentañ ar bloavezhioù 60 eo krog Alanis Obomsawin da vezañ anavezet dre he c'hanaouennoù hag an doare he deus da gontañ istorioù : klask a ra mirout ha gwareziñ istor ha sevenadur pobloù amerindian Kanada. Kregiñ a ra da ganañ e 1960 «Town hall» e New York. Bez' e c'halled gwelet anezhi ivez en abadenn Sesame street hag e abadennoù niverus e Kanada, er Stadoù-Unanet hag en Europa.
Goulenn a ra an Office National du Film du Canada diganti kuzuliañ evit ur film diwar-benn an Orinidi. Adalek neuze e tremen hec'h amzer etre hec'h abadennoù ha seveniñ ha produiñ filmoù. Seveniñ ha produiñ a ra kalz a filmoù ha krouiñ a ra div greizenn multivedia Nanowan ha Liliwat, asambles gant broadoù indian all. Kas a ra da benn ha produiñ a ra Sounds from our people, un heuliad c'hwec'h abadenn evit ar skinwel deskadurell kanadian. En ONF e produ, e kas da benn hag e skriv un toullad brav a deulfilmoù evit «ma c'hello hor pobloù kaout ul lec'h da vezañ klevet, evit diskouez ha reiñ da gompren pegen direizh eo ar pezh a vez graet d'hor re».
Sevenet he deus ar filmaozourez amerindian ur pemzek film bennak ; stourm a ra war meur a zachenn : filmoù, prezegennoù er skolioù hag er skolioù-meur, abadennoù kan, engravadurioù, diskouezadegoù...
E 1971 e teu er-maez he film kentañ Christmas at Moose Factory. An eil  Mother of Many Children (1977) a zo ur raktres tomm d'he c'halon abaoe ar penn kentañ. Ar film-se Mother of Many Children a zo kelc'hiad ar vuhez, ganedigezh, bugaleaj, krennoad, yaouankiz, oad gour, kozhni ; diskouez a ra merc'hed ha gwragez eus c'hentañ broadoù a zo er vro. Evel ul levr skeudennoù familh, un albom merc'hed engenidik...

Diwezhatoc'h e voe he filmoù politikeloc'h hag kevredigezheloc'h, evel gant événements de Restigouche  (1984), ur film a-bouez evit Alanis, peogwir eo an hini kentañ a ziskuilh he nerzh hag he youl.

Alanis Obomsawin a stago goude-se gant un oberenn all a-bouez, Richard Cardinal : le cri d'un enfant métis (1986), reiñ a ra ur sell fromus war buhez verr ur c'hrennard hiron a zo en em zistrujet goude bezañ bet kaset ha degaset en 28 oaled-degemer ha kreizennoù a bep seurt.

Filmoù all a zeu er-maez c’hoazh, an holl anezho a gomz diwar-benn labourioù aozadurioù henvroat e servij an henvroidi. Ha setu darvoudoù Oka, un enkadenn c’hoarvezet e-pad an hañv e 1990 ; graet he deus un heuliad filmoù diwar-benn an darvoùdoù-se : an hini anavezetañ Kanesatake : 270 ans de résistance en deus graet tro ar bed.

E-touez he filmoù diwezhañ emañ La Couronne cherche-t-elle à nous faire la guerre ? (2002). Taolenniñ a ra ar feulster hag an tennderioù etre ar gouennoù e Brunswick-Nevez, e 2003 La survie de nos enfants hag e 2006, Waban-Aki : peuple du soleil levant.

E 2007 e teu er-maez Gene boy revient chez lui, istor ur soudard kozh graet gantañ brezel ar Vietnam. E 2012 eo tro Le peuple de la rivière Kattawapiskak a zispleg dre ar munud enkadenn al lojañ evit an Orinidi en Ontario. Hag evit echuiñ Hi-Ho Mistahey !, ur film hag a adlaka ar spi en-dro en oberenn Alanis Obomsawin hag a rent enor d’ar plac’h yaouank Shannenn, lazhet en ur gwallzarvoud karr-tan e 2010, stourm a rae evit kaout un deskadurezh reizh. Un hunvre bet kinniget a-stroll e Geneva d'ar Broadoù-Unanet.

Kalz a oberourien o deus dielfennet doareoù diforc’h Alanis. Ar pezh a zeu war-wel eo dilested he c'homzoù, ar c’hoant a zo gant an Orinidi da gomz int o-unan eus ar pezh a denn diouto.
“Ar pezh a oa e penn tud wenn Hollywood a oa diskouez an Amerindian evel tud o c’houzañv abalamour d’ar gevredigezh, tost da vat evel ar pezh a zo bet graet el lennegezh kanadian setu degadoù a vloavezhioù ’zo. Eus an dismegañs a veze graet d’an Indianed e westernioù kozh ar bloavezhioù 50 d’an uhelvennad a verzherinti kontet evit emskiantaat an dud evel er film Little Big Man, ha tostoc’h ouzhimp gant filmoù evel Dances With Wolves  ha  Geronimo, e c’heller kaout bremañ ur sell all war an istor hag a zegas an Amerikaned da gaout evito un identitelezh vroadel nevez, uveloc’h. Kement-se ned aio ket a-enep d’ar pobloù orinat a zo bet diskaret pa'z eo bet krouet an identelezh vroadel gozh. Ar wellaenn anatañ (hag an hini bouezusañ) eo e vez produet bremañ filmoù krouet gant Orinidi. En ur c’henarroud sevel un identelezh eo arabat disteraat an diorren-se, rak adlakaat a ra ar galloud krouiñ etre daouarn ar re a ziskouezer er filmoù…”

Bird Runningwater, a ra war-dro programmoù filmoù an Orinidi e festival Sundance ar filmoù e Kalifornia, a ro ur sell orinat da stil Alanis :
“Filmoù Obonsawin a reizh, e-keñver istor, skeudenn an Orinidi, a veze skarzhet diouzh ar filmoù. An darn vrasañ eus ar filmoù a zo bet graet hep o asant hag alies, dre vras, hep na vefe kontrollet o skeudenn gant an Orinidi, hag a vez implijet gant ar mediaoù. Krediñ a ran ervat ec'h implij Alanis ar filmañ evit reiñ gwirionez ar fedoù hag ar gaoz da galz a dud d’en ober, ar pezh n’hellent ket ober betek-henn hervez an istor.”

Filmlennadur

  • 1971 Christmas at Moose Factory
  • 1972 L'Histoire de Manowan
  • 1977 Amisk
  • 1977 Mère de tant d'enfants
  • 1979 Canada vignettes : le riz sauvage
  • 1979 Gabriel Goes To The City
  • 1980 Canada Vignettes: June in Povungnituk - Quebec Arctic
  • 1984 Les événements de Restigouche
  • 1986 Richard Cardinal : le cri d'un enfant métis
  • 1987 La Maison Poundmaker : la voie de la guérison
  • 1988 Sans adresse
  • 1988 A Way of Learning
  • 1991 Le Patro Le Prévost : 80 ans après
  • 1992 Walker
  • 1993 Kanehsatake : 270 ans de résistance
  • 1996 Je m'appelle Kahentiiosta
  • 1997 Spudwrench : l'homme de Kahnawake
  • 2000 Pluie de pierres à Whiskey Trench
  • 2002 La couronne cherche-t-elle à nous faire la guerre?
  • 2003 La survie de nos enfants
  • 2005 Sigwan
  • 2006 Waban-Aki : peuple du soleil levant
  • 2007 Gene Boy revient chez lui
  • 2012 Le peuple de la rivière Kattawapiskak
  • 2013 Hi-Ho Mistashey !
  • 2014 Ruse ou traité ?
  • 2016 On ne peut pas faire deux fois la même erreur

 

Plus d'informations sur Alanis Obomsawin et les peuples autochtones du Canada :