Pobloù

Pobloù ar C’haokaz

A-c’haol war Europa hag Azia emañ ar C’haokaz., ur steudad menezioù anezhañ hag en em led eus Mor Kaspia er reter betek ar Mor Du er c’hornog. Da 5 643 metr emañ en e uhelañ, e beg ar menez Elbrus.
A-hed an istor eo bet meuriadoù kantreidi norzh ar plato-uhel o pellaat hag o tiforc’hañ diouzh pobladoù arsezidi ar su, bet diorreet gante ur sevenadur kêr diwar al labour-douar.

Pobloù ar C’haokaz : cheñch-dicheñch a-viskoazh

Un tiriad rannet gant an istor

Meur a wech eo bet rannet pastelloù-bro ar su etre div impalaeriezh : etre Parsiz ha Gresiz, etre ar Romaned ha Partiz, etre Sasanidiz ha Bisantiz, etre an Otomaned hag ar Safavided. Lakaet e voe un harz d’ar patrom daoubennek-se e derou an XIXvet kantved, pa savas ur galloud nevez en norzh : hini Rosia an dsared. Aloubet e voe norzh ar C’haokaz gant hec’h armeoù ha lakaet en arvar beli tierniezh ar Gadjared war Dreuzkaokazia. Diwezhatoc’h c’hoazh e kasas ar Rosiz ur rummad brezelioù a-enep an Otomaned, betek stagañ ouzh o impalaeriezh kêr Erzurum e Kornog-Armenia bet, e 1878.

Prantadoù reuz ha bizhier o cheñch penn

Ur c’hemm bras a voe er C’haokaz, e-doug ar Brezel Bed Kentañ, da heul lazhadeg veur an Armeniz gant an Durked otoman e 1915. Div drederenn eus an Armeniz an hini a voe lazhet : peadra da lakaat doareoù ar poblañ en tiriad-se war e c’henou. E 1917 e voe diskaret tierniezh ar Romanov da geñver Dispac’h miz C’hwevrer ha tapout a reas Armenia, Azerbaidjan ha Georgia dont da vezañ teir republik distag en Dreuzkaokazia. Ne badas ket an dieubidigezh-se pell amzer avat pa zeuas an Arme Ruz da stardañ krabanoù Moskva warne e 1921. Gwashañ tra, e voe rannet an tiriadoù gant ar Soviediz en ur mod melestradurel, war diazezoù broadel, o krouiñ ur renkadur etre ar broadoù, o foutouilhat ar c’hartennoù kent, hag o tegas enebiezh etre ar minorelezhioù.

Un disrann-broioù ne c’hell nemet degas bec’h

Ha pa oa deuet Armenia, Azerbaidjan ha Georgia da vezañ republikoù soviedel e tapas Abkazia kaout ur statud « republik emren » e diabarzh Georgia, tra ma teue Su-Osetia da vezañ ur « rannvro emren » e diabarzh Georgia ivez.
Dont a reas Nakitchevan, ur gêr a oa koulz Azeriz hag Armeniz o chom enni er bloavezhioù 1920, da vezañ ur republik emren e diabarzh Azerbaidjan. Karabak-Uhel avat, ha pa oa Armeniz ar pep brasañ eus he foblañs, a voe staget ouzh Azerbaidjan, dezhi statud ur « rannvro emren ».
Un tamm mat a rannvroioù emren an hini a voe krouet evel-se er C’haokaz, e-korf an Unvaniezh Soviedel, republik Tchetchenia-Ingouchia en o zouez zoken. Diwar ar bitelladennoù-se an hini zo savet reuz pelloc’h. E-kerzh an Eil Brezel Bed e voe hangaset gant Stalin kalz a vroadoù en o fezh, war zigarez e vijent bet o « kenlabourat » gant an alouberien nazi. En o zouez e voe hangaset a-vil-vern Tchetcheniz, Ingouchiz norzh ar C’haokaz ha Meskediz Georgia betek Siberia ha kreiz-Azia.

Emsav ha distabilentez

Da goulz an adaoz kaset gant Gorbatchov e voe broudet keodediz an Unvaniezh Soviedel da zispakañ o soñj. Armeniz an hini a voe ar re gentañ o sevel o mouezhioù e miz c’hwevrer 1988 da c’houlenn ma vije unvanet Karabak, ur rannvro emren anezhi e diabarzh Azerbaidjan, gant Armenia soviedel stok outi .
Reuz ha freuz a savas raktal diwar ar goulenn-se ; pogromoù enep-Armeniz zoken e Soumgait, ur gêr damdost da Vakou. Buan en em ledas ar reuzioù tiriadel ha kenel-se er C’haokaz a-bezh : e Su-Osetia, en Abkazia, e Norzh-Osetia hag e Tchetchenia a-benn ar fin. War washaat ez eas ar reuz-se c’hoazh da heul diskar URSS.
Koulz hag ar Balkan ez eo deuet ar C’haokaz da vezañ tiriad an trubuilhoù pennañ a oa savet da heul diskar Emglev Varchava a oa ereet gantañ reter-Europa ouzh URSS betek 1995.
Tri abeg pennañ, mesket an eil gant egile a zo d’an trubuilhoù a vez o ren er C’haokaz :
- Diskar un impalaeriezh liesvroadel, an Unvaniezh Soviedel anezhi,
- Diskar ur reizhiad ideologel, hini ekonomiezh rakaozet ar sokialouriezh soviedel,
- Hag a-benn ar fin, difluk ar vroadelouriezh da ziazez ar bevennoù nevez ha da diorridigezh kumuniezhioù politikel ken nevez all.

Drailh diehan

Pemp barrad freuz a zo savet er C’haokaz, eus an eil pastell-bro d’eben : bec’h e Karabak, e Su-Osetia hag en Abkazia, drailh etre Osetiz hag Ingouchiz ha brezel e Tchetchenia.
Bet eo mistri ar Stadoù dizalc’h nevez o klask pladañ kement youl dispartiañ a save. En aner avat. Tapet o deus Armeniz Karabak, harpet gant Armenia, staliañ o beli war ul lodenn vat eus Karabak-Uhel ha war seizh rannvro azeri ouzhpenn-se. Koll eo bet Georgia e brezel Abkazia. Koll eo bet Rosia zoken e brezel kentañ Tchetchenia (1994-1996). Un tamm distan zo bet roet d’an armoù abaoe, gant emglevioù eus ar vreskañ pa n’int ket stag ouzh divizoù politikel padus.

Eoul-maen, sev ar brezelioù

Un dalc’h geo-politikel meur a zo savet er C’haokaz da heul sinadur un emglev war an eoul-mein etre Azerbaidjan hag ur genstrollegezh kornogat renet gant British Petroleum (BP), pevar-miz goude an harz-tennañ e Karabak. Gouzout piv a vefe mestr war hentoù ezporzhañ eoul-maen Mor Kaspia, aze oa an dalc’h. Choaz ar Gornogiz an hini zo bet trec’h a-benn ar fin ha savet eo bet eoulsan Bakou-Tibilisi-Ceyhan o tremen e-biou da Rosia hag o kas an eoul d’ur porzh-mor turk war aod ar Mor Kreizdouar.
Lakaet eo bet Azerbaidjan en he flom gant arc’hant bras an eoul-mein tra ma save Ilham Aliev ar c’hentañ tierniezh azeri abaoe fin an Unvaniezh Soviedel, pa gemeras penn ar vro war-lerc’h e dad, marvet e 2003. Unan eus lovretañ Stadoù a zo er bed eo deuet Azerbaidjan da vezañ abaoe, dre vertuz ar petrodolarioù..

Poutin e zorn dir

Er bloavezh 2003 ivez an hini oa bet kaset un dispac’h difeuls e Georgia, bet graet Dispac’h-boulouz dioutañ, pa oa bet taolet d’an traoñ renad gwanaet Edouard Chevarnadze gant Mikhaïl Sakachvili, ur gwaz kalz a startijenn ennañ.
Ne voe ket seizhdaleet Vladimir Poutin, kerkent ha staliet er C’hremlin, evit kas un eil brezel e Tchetchenia (1999-2004). Pilet e voe stourm-difenn an Dchetcheniz e-kerzh ur brezel garv a voe rivinet ar vro gantañ. Gwashañ tra goude-se, en em gavas an Dchetcheniz dindan yev renad polisour ar mufti bet (renour relijiel Islam al-Sounna) Ahmed Kadirov, un diktatour eus ar re grisañ. Pa voe lazhet hennezh e teuas e vab Ramzan war e lerc’h. Bremañ eo stag stabilentez Tchetchenia ouzh an darempredoù a zen da zen etre Poutin ha Kadirov. Ha padout a raio ar stabilentez-se pelloc’h evit o liammoù personel, sell aze un afer all avat…
E miz eost 2008, tra ma oa ur c’halz a dud oc’h ebatiñ da goulz o vakañsoù-hañv pe o sellout ouzh digoradur C’hoarioù Olimpek Beijing, e tiskouezas un argad kaset a-daol-trumm gant bagadoù armet ar C’heorgiz en Osetia, koulz hag enep-argad arme Rosia, pegen bev e oa chomet ar regez dindan al ludu.
Ur c’hempouez-nerzhioù nevez an hini zo bet degaset war-wel ivez, er c’heñver-se : n’eo ket Rosia Poutin evit degemer e c’hellfe he beli mont war gil ken. Prest eo da dalañ, dre nerzh an armoù mar bez ezhomm. Bihan e chom he beli koulskoude pa n’he doa ket kredet Rosia kas he c’hirri-arsailh pelloc’h evit un eurvezh-hent diouzh kêrbenn Georgia.
Diasur eo ar prantad evit Azebaidjan p’eo krog eztennerezh an eoul-maen da goazhañ ha p’eo arru izel-minapl e briz abaoe 2014 .
Merañ ar bec’h, sell aze ar gwellañ a c’heller ober er C’haokaz ur chard-kantved goude ma oa kouezhet an Unvaniezh Soviedel d’an traoñ. Evit ar peoc’h avat, n’e weler ket o tont evit c’hoazh.

Pennad bet savet asambles gant Vicken Cheterian, kazetennour ha klaskour, diplomet gant IUHEI diwar an Istor hag ar Politikerezh etrevroadel.

Yezhoù ar C’haokaz

Perzh kaer ar C’haokaz : ul liesyezhegezh dibar !

Ouzhpenn 2000 bloaz zo e skrivas Strabon, ur geografour gresian anezhañ, e keje dek poblad ha tri-ugent, ur yezh dishañval da bep hini - ha kaokaziat an holl anezhe koulskoude - e Kêr Dioscurias (Soukoumi, en Abkazia, en deizioù a-vremañ). Skrivañ a rae ivez e vije tri-c’hant anezhe zoken « hervez danevellourien zo ne reont ket kalz a gaz eus ar wirionez ».
Tost mil bloaz goude-se, pa voe dizoloet ar C’haokaz gant an Arabiz, e voe ken souezhet ar re-mañ gant al liested-se ken e voe graet « Menez ar yezhoù » dioutañ gante.
Ul lodenn vat eus ar yezhoù-se a zo bev c’hoazh en deizioù a-vremañ. Diouzh o niver bras, strollet war un dachenn ken bihan, e teu an dro-lavar « ur C’haokaziad yezhoù », a raer gantañ pa vez kaoz eus ul lec’h ma vez komzet kalz a yezhoù ennañ.
N’eo ket splann kompren ar perag eus kement-mañ… Memestra e c’heller soñjal zo ur seurt mirva naturel diouzh ar menez. Moarvat o doa kavet repu ennañ, pemp mil bloaz zo d’an nebeutañ, pobladoù deuet eus lec’h all, harluet betek eno gant an emled indo-europat ; dre c’hras an traoñiennoù don, troc’het an eil diouzh eben an aliesañ, ez eo chomet bev o yezhoù liesseurt.

Yezhoù kaokazat ha yezhoù kaokazek

Da heul Georges Dumézil e kustumer ober kemm etre ar yezhoù kaokazat hag ar yezhoù kaokazek : kaokazat a vez graet eus ar yezhoù a vez komzet er C’haokaz hag a denn da gerentiadoù yezhoù anavezet-mat ; ar gerentiad indo-europat : armeneg, oseteg ha roseg da skouer ; ar gerentiad altaek : azeri, balkar (skourr turk), lkal, ouk (skourr mogol).
Ar yezhoù kaokazek avat ne c’heller ket o stagañ evit c’hoazh ouzh ur gerentiad anavezet bennak.
Tri rummad a zo anezhe : rummad ar su, georgeg ennañ, a vez skrivet abaoe ar pempvet kantved hag a vez komzet gant ar muiañ a dud ; yezhoù ar gwalarn – rummad ar yezhoù tcherkesek, abkazeg hag abazeg en o zouez ; yezhoù ar biz, ar re niverusañ, un daou-ugent bennak anezhe, en o zouez tchetcheneg, avar, lezgi, dargin evit ar re a vez komzet ar muiañ. Diouzh albanieg ar C’haokaz ne chom nemet an oudineg ne vez komzet ken nemet gant ur c’hwec’h mil den bennak, ha pa veze skrivet betek ar bloavezh mil. War a seblant ne vefe tamm kerentiezh ebet etre an tri rummad yezhoù-se

Kement ha mont un tamm pelloc’h ganti…

- Gant rummad ar su emañ ar bihanañ niver a gensonennoù : 32 anezhe hepken e georgeg. Strollañ betek c’hwec’h anezhe a c’heller ober avat, kuit a vogalenn ebet etreze. Kantadoù a strolladoù evel-se, pemp pe c’hwec’h kensonenn da heul, a zo bet renablet (…)
- Gant rummad ar gwalarn emañ ar brasañ niver a gensonennoù : 82 anezhe… ha div vogalenn en oubykh ; krenn-mat eo an displegadur pa n’eus nemet 4 gour d’ar muiañ. Engerioù raganval a zo d’ar verboù - evel e georgeg - a vez diskouezet diouzh o urzh pehini eo o c’hefridi er frazenn. Engerioù « sturiañ » a zo ivez.
- Gant rummad ar biz zo kalzik a gensonennoù ivez : 45 kensonenn en albanieg ; ur reizhiad ledan a c’hourioù lec’hel hag a c’heller kenstrollañ : pevar gour warn-ugent ha tregont amzer e batsbi. N’eus reizh ebet e yezh kaokazek ebet.
A-bouez eo, er yezhoù-se, diskouez ha mestr eo war e obererezh an hini a gas an obererezh-se, pe n’eo ket. Bammus eo diazez filozofel ar frammoù yezhadurel-se. Kompren hag ober gant ar yezhoù-se avat, n’eo ket gwall aezet…

Peseurt mod kehentiñ etre ar pobloù-se ?

O welout kement-se ne c’heller ket chom hep kas goût penaos e ra an holl dud-se evit rannañ ar gaoz an eil gant egile. Eveljust eo bet aezetaet al liesyezhegezh gant ar vêsaerezh, ha pa vefe war live pleustrek-tre micher ar vêsaerien o vont a beurvan da beurvan eus an eil koulz eus ar bloaz d’egile. Gant yezh an ofisoù relijiel avat an hini e veze gwriet liammoù : albanieg, armeneg pe georgeg.
Gaokaziz adalek aloubadeg ar C’haokaz (1864, ez-ofisiel) betek fin an Unvaniezh Soviedel. Bez eo c’hoazh evit ar skiantourien ha pa deu an « amerikaneg » da gemer e blas tamm-ha-tamm. Yezh ar velestradurezh eo c’hoazh e norzh ar C’haokaz a zo chomet, etre c’hwek ha c’hwerv, e kumuniezh ar Stadoù dizalc’h. Er su eo armeneg ha georgeg yezhoù ofisiel republikoù Armenia ha Georgia.

Hervez ur pennad gant Bernard Outtier, rener klaskerezh er CNRS, arbennigour war yezhoù ha lennegezh ar Reter-tostañ.

 

Hag ar sinema ?

Boemus eo sinema ar C’haokaz, koulz hag istor hag identelezhioù ar c’hevredigezhioù-se o horjellat etre Europa hag ar Reter. Splann eo o ferzh boutin kentañ : sinemaioù soviedel eo bet sinemaioù ar C’hoakaz da gentañ, pa veze staliet ar studioioù dres e lec’h ma veze savet ar « republikoù broadel » soviedel.
Kenproduet e oa bet gant studioioù Georgia hag Armenia ar c’hentañ film-faltazi, Namous, savet gant an Armeniad Bek-Nazarian e 1925. Gantañ e voe savet c’hoazh goude-se, e 1928, unan eus filmoù kentañ Azerbaidjan, Ti ar menez-tan, diwar liesvroadelezh proletaerien Bakou. War an hevelep danvez e savas ar Georgiad Nikolai Chengelaia Ar 26 komiser, da heul Eliso, e 1928, diwar-benn rosekadur Tchetchenia.
Foetañ bro a rae ar saverien filmoù « broadel » eta. Mesket e veze en o filmoù koulz ar prezeg dispac’hour, ar skeudennoù dreistgwirion ha teknikoù sevel war-arnodiñ, ken brav ken e voent alies e penn a-raok ar sinema soviedel.
Gwanaet e voe ar sinema-se gant Stalin siwazh o kas war-raok filmoù « broadel » unton ha damhañval an eil ouzh egile adalek 1936.
Goude ar brezel e teuas ar sinema da vezañ maen-bonn identelezh pep « pobl » soviedel. E fin ar bloavezhioù ’50 e teuas war-wel produennoù hardishoc’h ha tost tagus anezhe pa ne rae forzh o saverien eus o berzh kenwerzhel. Ha filmsaverien donezonet da zispakañ neuze. E Georgia : Otar Ioseliani , Tengiz Abouladze, Mikhaïl Kobakhidze. En Armenia e voe diorreet gant Artavazd Pelechian ur stumm dibar, evit an « dielloù danevellet », dre ur filmaozañ dispac’hel. Chom a raio Ar c’houlzioù-amzer, savet e 1972, ur bennoberenn dispar.
Sergei Paradjnov, un Armeniad eus Tibilisi anezhañ eo bet barzh meur ur sinema treukaokaziat troet war-zu ar reter, diwar danvez Armenia (Sayat Nova, liv ar greunad, e 1968), Georgia (Mojenn kreñvlec’h Sourami, e 1984) hag Azebaidjan (Achik Kerib, e 1988). Lakaet e voe war-wel red kamm-digamm ar sinema soviedel pa voe-eñ kaset d’ar goulag e 1973 ha laosket da vont a-benn ar fin, da heul emsavadeg arzourien eus ar bed a-bezh
E fin ar bloavezhioù 1980, da geñver politikerezh ar glasnost, kaset gant Gorbatchov, ez arruas war ar stern ur rummad filmaozourien armeniat nevez. Dek vloaz a voe ret gortoz c’hoazh avat a-benn ma tapas produennoù dister a-walc’h dispakañ beg o fri da heul ar freuz hag ar reuz a oa bet o ren en teir bro dreuzkaokaziat.
En harlu an hini eo savet ar filmaozourien donezonet-se : Bablouani, tad ha mab ;  Dido Tsintsadze en Alamagn ; Nino Kirtadze, a zo en em staliet e Bro-Frañs anezhi, koulz ha Sege Avedikian pe c’hoazh Atom Egoyan e Kanada...
Digor bras e chom ar goulenn-mañ avat : ha tapout a raio sinemaioù ar C’haokaz, o vrallañ etre eñvor ur birvilh arzel - koazhet tost kerkent ha difluket - hag un digor nevez war ar bed, da voullañ a-nevez pajennoù dic’hortoz e levr-bras ar seizhvet arz ?

Hervez ur pennad gant Nicolas Landru, kazetenner, politikour ha sinegarour.

Aotre war ar fotoioù : Julie Caty.