Retour

N’eo ket echu ar fest ganimp

Year
2016
Type video
Film war e hed
Filmaozourien
Ronan Hirrien
Lec'hiañ
Bretagne

Hyacinthe Guégan, bet ganet e 1924, a zo aet d’an anaon. Ar c’hoshañ soner klarinetenn eus Bro Rostren e oa. Da vare an Okupasion en doa sonet en euredoù ha dañset er baloù kuzh. War-lerc’h ar brezel en deus sonet en euredoù hag er baloù. Evel kalz sonerien eus e rummad e sone gant meur a venveg[nbsp]: klarinetenn, saksofon, jaze, bombard, biniou bras hag akordeon. En teulfilm-mañ, Maodez Huon, soner klarinetenn yaouank eus kreiz Breizh, a glask eñvor Hyacinthe, bev mat c’hoazh, evit ma pado ar fest.[nbsp][nbsp]