Retour

Avec Dédé

Year
2010
Type video
Tamm
Filmaozourien
Christian Rouaud
Lec'hiañ
Bretagne

[nbsp]Dede ar Meut, bet damwelet e daou film a-raok, a zo bremañ penndudenn hemañ. E Breizh, el lec'h m'eo bet ganet, e tremen e amzer oc'h ober div vicher liammet an eil gant eben. Dastum ha brudañ sevenadur dre gomz ar Mor-Bihan a ra en ur vont da welet an dud a oar traoù c'hoazh, ober enrolladennoù, mirout anezho a-ratre ha goude-se kinnig an danvez d'an neb a gar. Diouzh an tu all ez eo ur mailh war ar vombard, intret don ennañ hengoun Breizh e klask, en ur c'hoari gant sonerien all, un hent nevez d'ar sonerezh a zo en e benn ha diehan e kendalc'h da c'hoari gant e venveg er festoù-noz, en ilizoù ha war al leurennoù.