MEKSIKANED ER STADOÙ-UNANET

Embann 2005

En tu all, de l'autre côté, al otro lado, on the other side... Er bloaz-mañ e reer goap ouzh ar yezhoù hag an harzoù. An harzoù, penndudenn ar skrammoù! ha na pet filmaozour brudet o deus dibabet an tem-se! Orson Welles gant Touch of Evil, Herbert Biberman gant Salt of the Earth, Sam Peckinpah gant Bring Me the Head of Alfredo Garcia.
Bremañ ez eus helebini etre ar filmaozourien latino ha meksikan evit plijout d'ar sellerien : ar reoù bolitikel evel Lourdes Portillo, Carlos Sandoval, Yolanda Cruz, pe Sergio Arau a ziskoach doareoù kuzh an enbroañ meksikan gant A day without a Mexican...

Eus tu Breizh, daou filmaozour nevez: Sébastien Le Guillou gant Toer ar C’houerc’had ha Jean-Jacques Rault gant e film kentañ, Une nuit avec les ramasseurs de volailles.

Ur film aroueziek : Why cybraceros ? gant Alex Rivera – 1997 – penn-da-benn
https://vimeo.com/46513267
Ur filmig bevaat fentus-kaer diwar-benn stad micherourien eus Mec'hiko er Stadoù-Unanet.

Notennoù :
Ur glaskerez hollvrudet war sinema an harzoù: Norma Iglesias Prieto, aterset diwar-benn faltazi an harzoù.
https://vimeo.com/84754229
Ul lec'hienn evit diskouez ar filmoù nevez a vez graet eus an daou du etre Tijuana ha San Diego 
http://www.frontiere.delautrecote.fr/
E 2006 e teue er-maez Des identités au pied du mur savet gant Franck Beyer, bet filmet e-kerzh Gouel ar filmoù e 2005. Kement-mañ a ziskouez mat pal dibar Gouel ar filmoù Douarnenez.