Pobl ar Vretoned
Pobl ar Vretoned - "Broioù" ha yezhoù liesseurt, evit ur soñj n'int nemet unan

Istor Breizh ha goulennoù

Keltiek ?

Kavet vez meneg eus ar Gelted evit ar wech kentañ er VIvet kantved a-raok J.K., met kalz koshoc'h eget se int. Niverus eo ar pobladoù kelt, en o zouez e kaver ar Brittones, bez' e c'heller tostaat an anv-se eus ar c'hembraeg bryd, « spered, preder». Ledanaat a ra tachenn ar sevenadur keltiek e-kerzh ar c'hentañ milved e Kornôg Europa gant an eskemmoù etre strolladoù kenkoulz a-hed ar mor Atlantel evel e kreiz Europa (La Tène).N'o doa tamm unvaniezh politikel ebet met liammet e oant dre ar sevenadur (yezhoù), ar relijion hag an drouiziezh.

Setu daou vil bloaz 'zo n'eus ket ken eus an drouiziezh (daoust ma'z eus c'hoazh lod hag a lavar pleustriñ anezhi). Met komzet e vez c'hoazh yezhoù keltiek: brezhoneg ha kembraeg diwar skourr ar yezhoù predenek ha gouezeleg Bro-Skos hag Iwerzhon diwar skourr ar yezhoù gouezelek.

Eneproman ?

are koulzadoù brezel Kezar ez eus deuet bagadoù brezel o tont eus Preden (Britania, Breizh-Veur a-vremañ) da skoazellañ ar Weneted en Arvorig (Breizh a-vremañ). Trec'het eo bet Brezhoned an enez ha degemeret o deus, evit lod, sevenadur ar Romaned hep dilezel o yezh. Darn a zo aet da heul al legionoù niverus a oa war an enez ha kemeret o deus perzh e brezeladegoù dibenn an impalaeriezh. Kavout a reer roud hiraezhus anezho e skridoù kozh (ergerzhadenn Maksim ha Konan Meriadeg). War urzh Roma e kuita al legionoù diwezhañ an enez e 410 o lezel ar Vrezhoned etre daou, pe chom feal d'ar sevenadur roman pe distreiñ d'ar sevenadur keltiek hag en em geitañ.

Enbroerezh ?

Ne oa bet tamm troc'h ebet en darempredoù etre an enez ha Galia, stankaat a ra monedoneoù ar boblañs e dibenn an impalaeriezh roman. Trevadennoù Brezhoned a zo staliet e lec'hioù all eget en Arvorig, un tri-ugent bennak etre an Normandi hag ar Roen, anvioù-lec'h a zo manet war o lerc'h (Brétigny, Brétignolles, Bretteville, Breteuil, Brittendorf, Brittenheim, h.a.), met al lodenn vrasañ eus an enbroidi a gaver e kêr an Osismied (Penn-ar-Bed ha Kornôg Aodoù-an-Arvor), moarvat e oant en em staliet eno gant asant ar galloud galian-ha-roman hag an hini galian-ha-frank goude-se. Ar Vretoned a gomze ar memes yezh ha tud an Arvorig (an Osismied da nebeutañ) ha war hent ar c'hristenekaat. Diaes eo neuze disheñvelout orin an henvroidi hag hini an enbroidi e ledenez an Arvor.

Un hent dall ?

Adalek oadvezh an arem (-2000) ha zoken en Nevezoadvezh ar Maen (neolitik) e vez darempredoù ingal etre ar broioù a zo a-hed ar mor Atlantel. Breizh a zo e kroashent an hentoù-mor ha tost-tre eus ar broioù all gant porzhioù-mor. Breizh-Veur ha ledenez Iberia a zo tostoc'h eget Pariz. Aodoù Treger a zo tostoc'h eus aodoù Breizh-Veur eget n'eo eus Roazhon...

Dizalc'h ?

Breizh a zo bet dizalc'h e-pad dek kantved, dalc'hmat c'hoantaet gant amezeien c'halloudus. E-kerzh ar XIVvet hag ar XVvet kantved e c'houarn an duged o bro en un doare emren, lakaat a reont e plas ur velestradurezh modern ha galloudus hag ober a reont, gant doareoù o amzer, evit ma vije ur spered broadel breizhek gant an dud. Koulskoude, ma'z eo bet staget Breizh ouzh Bro-C'hall eo abalamour ma oa dizingal an nerzh etre un dugelezh vihan hag ur rouantelezh vras.

Staget ?

Dimeziñ a ra Anna Vreizh e 1490 gant an impalaer Masimilian Aostria. Met da vare taol-brezel ar C'hallaoued n'hell ket an impalaer dont da skoazellañ e bried. Koll a ra neuze Anna Vreizh Naoned ha meur a gêr all ouzhpenn. Rediet eo da zimeziñ gant daou roue Frañs, Charlez VIII da gentañ ha Loeiz XII goude. Triwec'h vloaz goude marv Anna, e 1532, eo bet sinet ar Skrid-embann a Unaniezh a stag Breizh ouzh ar rouantelezh met gwarantisañ a ra gwirioù war an delladurezh hag ar justis ha miret e vez Stadoù Breizh, ar breujoù hag an emrenerezh melestradurel.

Ha Naoned ?

Annez duged diwezhañ Breizh e oa e Naoned. Bro-Naoned a-bezh a zo e Breizh, ha pinvidikañ tachenn ar vro eo, staget eo bet ouzh bro Angers gant Pétain e 1941. Krouidigezh rannvroioù nevez a vir ar memes troc'h hag a stag al Liger-Atlantel ouzh Broioù-al-Liger, gant Naoned lakaet da bennlec'h. Koulskoude, hervez ur sondadeg graet e miz Gouere 2014 gant LH2, e fell da 70 % eus annezidi al Liger-Atlantel ha da 77 % eus peurrest Breizh e teufe Al Liger-Atlantel en-dro da Vreizh. Ur sondadeg graet gant TMO diwar atiz BCD e miz Genver 2014 a ziskouez eo stag 86,5 % eus Bretoned ar 5 departamant ouzh Breizh en he fezh.

Paour ?

Breizh he deus anavezet un «oadvezh aour» ekonomikel e dibenn ar XVvet kantved betek eil trederenn ar XVIIvet kantved. A-drugarez d'ar c'henwerzh a-vor emañ lec'hiet mat war dachenn an ekonomiezh en Europa. Gant al lañs ekonomikel e teu ivez al lañs sevenadurel hag arzel betek ma voe torret krenn adalek dibenn ar XVIIvet kantved. Gwasket eo Stadoù Breizh gant ar vonarkiezh hollveliel a sav tailhoù uhel, emsavadegoù lazhus a zo bet, an eskemmoù war vor a zo gwanaet abalamour d'ar brezelioù etre Frañs ha Spagn, an Izelvroioù ha Bro-Saoz etre 1689 ha 1815. Breizh a ya war baouraat tamm-ha-tamm hag adalek kreiz an XIXvet kantved e tivro kalz a dud. Ur skeudenn eus Breizh a zo bet roet d'ar c'houlz-se hag a chom c'hoazh er speredoù; estreget bezañ ur vro baour ez eo ivez unan relijiel ha mirelour.

Relijiel ?

A dra sur ez eus pouez gant ar relijion e Breizh. Adalek dibenn ar IVe kantved hag e-pad c'hwezek kantved goude-se eo bet meret ar gevredigezh gant ar gristeniezh. Ar pouez-se n'eo ket bet ar memes hini e Breizh a-bezh, hag er vro ez eus takadoù, adalek ar XVIvet kantved, hag a grog da bellaat diouzh ar relijion. Hogen, chom a ra kreñv-tre beli an iliz war ar gevredigezh betek kreiz an XXvet kantved. Hiziv zoken, pa 'z eo aet war ziskar ar pleustroù relijiel, e chom bev c'hoazh, e Breizh, levezon an iliz katolik muioc'h eget e kalz a vroioù all en Europa.

Mirelour ?

Ar soñj ez eus ur vro mirelour eus Breizh a zo kozh ha chom a ra peg outi. Dont a ra eus skeudenn ur vro aet a-du gant ar chouanerezh e-pad ar reveulzi. N'eo ket gwir. mennozhioù politikel liesseurt a zo e Breizh. Ma'z eus rannvroioù mirelour ez eus re all a zo araokour pe dispac'helour zoken.

Kumuniezhelour ?

Breizh a zo divyezhek, komzet e vez ur yezh keltiek er C'hornôg hag ur yezh romanek er Reter abaoe m'eo bet roet kêr Naoned ha Roazhon en IXvet kantved da roueed Breizh gant Charlez ar Moal. Mil bloaz goude, a bep tu da harzoù ar yezh (eus Plouha da Wened) e lavar an holl int Bretoned. Bezañ Breton ne dalvez ket bezañ ezel eus ur « gumuniezh etnikel » met kaout ar youl da rannañ an hevelep tonkadur.

Kemmus ?

Kemmoù bras a zo o c'hoarvezout e penn kentañ an XXIvet kantved-mañ e kevredigezh ar vro, evel un treuzstummadur. Emañ an ekonomiezh o klask ul lañs nevez hag a zeuio marteze gant an uheldeknologiezhioù. War gresk ez a pouez ar c'hêrioù, dreist-holl ar meurgêrioù rannvroel. Al labourerien-douar a glask diskoulmoù d'un enkadenn hag a bad abaoe bloavezhioù. An endro, gwallgaset e-pad bloavezhioù, a vez graet bremañ war he zro gant muioc'h a aked. Goude an dispriz hag ar vezh sanket enno eo difachet ar Vretoned ganto o-unan. Addizoleiñ a reont o fersonelezh hag ec'h adijinont o sevenadur. Daoust hag e teufont a-benn da gaout un dazont c'hwek ? Klask a reont war hañval. Met oan a zo er stad rak un emrenerezh, pennoù politikel ar rannvro a seblant mont da heul an emdroadurioù, met ne gemeront ket penn ar vazh. Neuze, daoust hag ar Vretoned a ranko pe a c'hello dont a benn d'un treuzstummadur o-unan ha kaout ur raktres kevredigezhel?

Ronan Koadig, Philippe Lanoë

Hag eus tu ar sinema ?

Hag eus tu ar sinema ?

Ul liamm pinvidik ha dezhañ e-unan, fonnus hag adnevesaet dalc'hmat, he deus Breizh gant ar sinema. Filmet e vez kalz e Breizh ; muioc'h eget 250 film-faltazi e-kerzh ar c'hantved kozh. Ne venegimp amañ nemet ar re aroueziusañ: Jean Grémillon, Jean Epstein, Claude Chabrol, Roman Polanski... eienennoù an awen a zo niverus: marvailhoù, inizi, danevelloù istorel, romantelezh bord ar mor, pe « bekasinerezh », a ro ur sell war ar vro hag an dud a chom bepred ken eksotek.

Er bloavezhioù ’70 eo deuet ar c'hoant da gemm ar skeudenn distummet ha berrwel-se. Awen ar filmaozourien a zeuio eus ar c'hudennoù sokial hag eus an endro: al lanv du, an nukleel, an harzoù-labour, n'eo ket an abegoù a vank ha kounnaret eo an dud. Ar re gentañ, evel UPCB René Vautier, re le Garrec, strollad Torr-e-Benn Prado ha Le Tacon, a vo heuliet goude gant un niver bras a aozadurioù a-vicher, menegomp Daoulagad Breizh e 1983, Gwarez Filmoù ar Vro e 1986 ha evit echuiñ Filmoù e Breizh a vod koulz lavarout an holl re a zo e bed ar c'hleweled.

Er bloavezhioù ’90 emañ ar filmaozourien war dachennoù disheñvel : filmoù-polis, komediennoù, teulfilmoù faltazi ha dilezel a reont un tamm ar glad ha sevenadur Breizh hag addistreiñ ur pennad goude. War dachenn ar filmoù bevaat ez eus ul lañs kreñv e Roazhon gant daou di-produiñ leun a ijin hag a brodu fonnus : JPL films ha Vivement Lundi. O varregezh hag o ijin a ra berzh bepred.

Ul lec'h eus ar c'hentañ evit diskouez ar sinema breizhek eo Gouel ar Filmoù Douarnenez. Abaoe ar penn kentañ, e 1978, pa oa anvet Festival ar Minorelezhioù Broadel, en deus graet berzh. Festivalioù all a zo difluket abaoe: Festival European ar filmoù berr e Brest, Travelling e Roazhon, Festival ar filmoù bevaat e Lanvezhon, an teulfilmoù e Melioneg... ha kalz reoù all c'hoazh.

Kentoc'h eget reiñ un aridennad anvioù filmaozourien pe anvioù filmoù, e kinnigomp deoc'h ober ur veaj, subjektivel evel-just ha digor-frank, a-hed temoù ar bloavezhioù e Gouel Douarnenez. Kement bloavezh a zo stag ouzh ur film breizhat pe zaou hag a gavomp-ni arouezius.

Evel-just o deus kizellet an holl filmoù all ur Vreizh liesseurt ha liesdoare a oar nevesaat diehan.

Levrlennadurezh verr

  • Alain CROIX, L’âge d’or de la Bretagne (1532-1675), Rennes, Ouest-France, 1993.
  • Jean-Jacques MONNIER ha Jean-Christophe CASSARD (kenurzhiadur), Toute l’histoire de Bretagne. Des origines à la fin du XXe siècle, Montroulez, Skol Vreizh, 1997.
  • Jean BALCOU ha Yves LE GALLO (dir.), Histoire littéraire et culturelle de la Bretagne, Spezed, Coop Breizh, 1997.
  • Ronan LE COADIC, L’identité bretonne, Rennes, Presses universitaires de Rennes et Terre de Brume, 1998.
  • Jean-Michel LE BOULANGER, Etre breton ?, Editions Palantines, 2013
  • Tangui PERRON, Le cinéma en Bretagne, Editions Palantines, 2006

Gwirioù skeudennoù : Charles Veron ("Léon, Henry et Jo"), Gilles Pouliquen

Retour à Plozévet

Retour à Plozévet

Ariel Nathan

Film war e hed

Dont a ra en-dro ar film war an enklask bras skiantoù an den, kaset da benn gant Mirdi an Den e penn kentañ ar bloavezhioù 60 e Plozeved e Penn-ar-Bed. E-pad 5 bloaz, ur c'hant enklasker bennak o deus aloubet ar gumun vreizhat a 3000 annezad. (...)

Gwelet ar fichenn

Safar eus Pondi da Zanzibar

Safar eus Pondi da Zanzibar

Ronan Hirrien

Tamm

E 2009 e oa bet pedet Safar, ur strollad sonerezh taarab eus Zanzibar, e gouel bombarderien ar bed e Klegereg, abalamour ma vez sonet gant ar zumari, bombard Zanzibar, e-barzh ar strollad-mañ. E miz Mae 2011 e tistro Safar da Vreizh. En em (...)

Gwelet ar fichenn

Toer ar c'houerc'had

Toer ar c'houerc'had

Sébastien Le Guillou

Film war e hed

If Gwilhou n'eus graet evel e dad, dilezet ar skol buhan ha buhan hag aet d'he heul war ar skeul d'ober ar vicher toer. E vuhez pad eo bet eus eil toenn d'egile... War e leve bremañ e gont an hanter kant vloaz tremenet war toennoù ar vro !

Gwelet ar fichenn

Traces de futur

Traces de futur

Marie Hélia

Tamm

Teulfilm war an amzer da zont. Emañ Mona Fox o labourat evit Kreizenn Etrebroadel an Enklaskoù war an  Hunvreoù. Erruout a ra e Terre-de-l'Île, ur porzh-mor war aodoù hanternoz ar meurvor Atlantel. Staliañ a ra ul logell video war gae ar (...)

Gwelet ar fichenn

Un pays sans bon sens

Un pays sans bon sens

Pierre Perrault

Film war e hed

Film-arnod a zivout ur gudenn a-bouez-bras : petra eo bezañ eus ur vro ? Santimantelezh diamzeriet pe gwirionez don psikologel ma kreder eo gwriziennet don e kalon an den? Tremen a ra ar film en ur vroad war glask:   Kanadianed gall ha pobloù (...)

Gwelet ar fichenn

Un secret bien gardé

Un secret bien gardé

Patrick Prado

Film war e hed

Ar skeudennoù-mañ n'int ket ken kozh ha se ha koulskoude ez int skouerius eus ar stourmoù niverus a ra istor Breizh, Plougoñ, ar Joint français, stourmoù an FLB. Ar bloavezhioù 70. « Ar pal n'eo ket adimplijout ar skeudennoù hepken. Graet (...)

Gwelet ar fichenn

Un village sans dimanche

Un village sans dimanche

Philippe Baron

Tamm

Dizemglev bras a zo etre maer sokialour ur gumun a Vreizh ha pennoù an iliz goude ar brezel diwezhañ. War washaat e tro ar jeu betek mont d'ober traoù dic'hortoz, evel serriñ an iliz da skouer.

Gwelet ar fichenn

Une noce en Bretagne

Une noce en Bretagne

Archives Pathé

Film war e hed

Lid un eured e Breizh bet enrollet hed-a-hed gant filmourien Pathé.

Gwelet ar fichenn

Une nuit avec les ramasseurs de volailles

Une nuit avec les ramasseurs de volailles

Jean-Jacques Rault

Film war e hed

Bep noz e vez paotred ha merc'hed o tastum miliadoù a loened pluñv gant o daouarn evit o c'has d'al lazhti. Kontañ a reont o buhez pemdeziek, ur vuhez a spi met ivez dreist-holl ur vuhez gant ar santadur bezañ tonket ha dilezet er gevredigezh.

Gwelet ar fichenn

Une voix de garage

Une voix de garage

Philippe Guilloux

Film war e hed

Buhez ur stal genskoazell, renet gant Yves Morvan, ma vez dreset enni, gant tud o klask reiñ un eil lañs d’o buhez, kirri tud all hag a vev diwar ar skoaziadoù sokial diazez.

Gwelet ar fichenn

Une voix sur le Maroni

Une voix sur le Maroni

Helene Lee

Film war e hed

Chomet eo ar stêr Maroni, a verk an harzoù etre ar Surinam ha  Gwiana C'hall hag hag a zo ivez ur c'hroashent kehentiñ e kreizig-kreiz  koadeier Amazonia, santual sevenadurioù dibar.

Gwelet ar fichenn

Ur vals ar garantez

Ur vals ar garantez

Sébastien Le Guillou

Film war e hed

Francis ha marie-Thérèse ur gwir gouplad 'mann en trezo 'med karanteiz e leizh... Ar wech kentañ e devoa graet ur vals asambles e oa un dro d'al lanneier chapel Krist 'barzh Tregrom da vare ar Pardon... A-viskoazh ha dalc'h mat o devo bet Francis (...)

Gwelet ar fichenn