E 1997 evit arwech kentañ e kase ar gevredigezh Diwan skolidi d’ar vachelouriezh. Alan, Bleuenn, Maela hag ar re all a zo tost tregont vloaz hiziv. Petra o deus graet ha petra a fell dezho ober gant ar yezh a zo bet fiziet enno.
Ur gwir enklask polis hag a zo war un dro un testeni diwar ar werz-se hag un dle da Donatien Laurent, dastumer meur hengoun dre gomz ar Vretoned.
Hyacinthe Guégan, bet ganet e 1924, a zo aet d’an anaon. Ar c’hoshañ soner klarinetenn eus Bro Rostren e oa. Da vare an Okupasion en doa sonet en euredoù ha dañset er baloù kuzh. War-lerc’h ar brezel en deus sonet en euredoù hag er (...)
Yann-Fañch Kemener en deus gouestlet e vuhez d’ar c’han e brezhoneg. Unan eus mouezhioù anavezetañ Breizh eo. Goude 45 bloaz war ar vicher kaner e kont deomp e hent dibar e-barzh un teulfilm fromus sevenet gant Ronan Hirrien.
Ar soner pib-ilin yaouank Yoann an Nedeleg a gas ac’hanomp da veajiñ betek Bro Iwerzhon. Rannañ a raio e ved a sonerezh ganeomp.Yoann an Nedeleg ne oa nemet 13 vloaz p’en doa klevet son ar biniou-ilin evit ar wech kentañ war albom Davy (...)
En teulfilm-mañ e kont Aneirin Karadog deomp avantur vras ar varzhoniezh kembraek, hag e yezh e vamm, ar brezhoneg, e klask heklevioù ar varzhoniezh-mañ e Breizh.Un teulfilm eus ar c'hentañ sevenet gant Ronan Hirrien.
E 1970 en doa Robert Bozzi filmet kumuniezh portugalat kervidon Sant Denez. « Gwelout a raen anezhi war var koll he buhez. Koulskoude e foñs ur foukenn, e oa ur vamm gant he bugel nevez-c'hanet. O selloù a garantez an eil evit egile a zo chomet (...)
Testeni enbroidid eus ar rummad kentañ, paotred ha merc'hed eus ar Maghreb, hag hini disheñvel un enbroad polonat hag ur beleg katolik belgiat. Buhezioù an dud hag an enbroañ.