Maher Abi Samra
a su nous toucher
Maher Abi Samra
Maher Abi Samra Meur a wech omp bet fromet gant ar filmaozour-mañ. Ranket hon eus sellet ouzh an Hezbollah gant daoulagad disheñvel eus re ar mediaioù pa tizoloer Femmes du Hezbollah e 2001. N'heller nemet mont a-du gant Rond-point Chatila, graet e 2004, Maher a oar «intrañ» ac'hanomp e kamp repuidi Palestinianed el Liban. Skodêget e vezer gant Juste une odeur, graet e 2006, e film personelañ, a laka kalon pep hini da dridal. Gant ar film Nous étions communistes e 2010 ez eus danvez preder, ur film kizellet, skrivet gant ur skalpel, hep klask plijout, met a zo ur prof kaer e gwirionez. Setu penaos eo Maher, dic'hortoz, kizidik, dibleg, politikel, evel ma lavar-eñ e-unan. Roomp ar gaoz dezhañ! Hag ar c'hamera !
A-raok ar sinema e oa ar politikerezh, emezelet er strollad komunour, engouestlet er stourm a-enep Israel. Met abalamour da c'hwitadenn ar strollad komunour ha da berzh bras ar gumuniezhelouriezh el Liban em eus klasket un doare all da stourm, gant skeudennoù.
Da gentañ on bet luc'hskeudenner-kelaouenner evit ar c'hazetennoù arabek hag etrebroadel, bet buan-tre on aet skuizh gant ar skeudennoù brezel, korfoù marv, savadurioù diskaret a veze lavaret din ober, peogwir e ranker bepred, hervezo, diskouez ar pezh a zo dreistordinal, gwelata, ha ne gredan ket ken e kement-se, ha ne'z eer ket don a-walc'h en danvez. Paouezet on neuze, kuitaet em eus ar vro hag ar strollad komunour evit deskiñ ar vicher sinema.
An teulfilmoù a oa evidon ar stumm gwellañ evit diskouez pegen kemplezh ha dislavarus e c'hell bezañ ar pezh a weler, c'hoant am boa da resteuler ma soñj, ma sell subjektivel, ma engouestl. Politikel eo ma filmoù.
Met n'hellañ filmañ nemet ma lezan un tamm amzer da dremen goude an darvoudoù. N'hellan ket eta seveniñ ur film war ar c'heleier, war brezel Siria a a ra e reuz bremañ da skouer, pe war reveulzioù ar broioù arabek. Re emaon er jeu, re luziet, ezhomm am eus ur sell pelloc'h evit filmañ mat e gwirionez.
N'eus nemet evit Juste une odeur em eus filmet war-eeun e-pad brezel Israel a-enep al Liban e 2006. Kavout a rae din e oa mallus en ober, ar pezh ne oa ket c'hoarvezet ganin betek neuze. Kavout a rae din e oan oc'h advevañ aloubadeg an Israelianed e 1982, aet e oan betek Beyrouth, ha graet em eus ar film-se evel evit kaout dielloù eus un darvoud am boa bevet. Ezhomm am boa d'ober un dra bennak gant ar gasoni a vage ac'hanon, gant an dizesper a oa ennon o welet an ac'hubegezh, an istor o tont en-dro adarre, ne'm boa tamm galloud ebet pa welen su ar vro o vezañ dismantret gant bombezennoù Israel. Pa'm boa gwelet an holl skeudennoù kelaouadennoù-se a veze eztaolet dimp, pa welen kelaouennerien eus ar bed a-bezh o tont war an dachenn a vrezel em eus santet an ezhomm d'en em ouestlañ. Re gozh e oan evit brezeliñ, neuze em eus kemeret ur c'hamera! Ur film personel-tre eo.
Evit gouzout hiroc'h diwar-benn Juste une odeur
ul levr da lenn : 4 eurvezh e Chatila gant Jean Genet
Karter Ramel el Ali, e bannlev su Beirout, e dalc'h an Hezbollah. Div blac'h, Zeinab ha Khadije, stourmerezed er strollad, a zispleg an dibaboù personel, politikel ha sokial o deus graet.
Hañv 2006. Brezel Israel a-enep al Liban. Ar re zo manet bev a denn korfoù-marv er-maez eus an dismantroù... Kamera ar sevener a zo didruez ha ne restaol dimp nemet c'hwezh ar marv.
Stourmerien eus an tu kleiz, marksourien pe broadelourien arab o deus bet c'hoant, e-pad brezel diabarzh al Liban, da grouiñ ur gevredigezh direlijion, demokratel, kevatalek ha kengred er stourm palestinian. Bremañ eo trec'h er gevredigezh, ar (...)
Chatila : al lec'h-se a lak da soñjal en droulazhadoù hag er re varv. Ar film a zo diwar-benn ar re a zo o chom eno. Tammoù buhezioù tapet war un dachenn gloz: hini ar 150 metrad a ya d'ober straed brasañ ar c'hamp…