Ar poltredoù kaset da benn gant Caroline Troin a zo an digarez d'ober anaoudegezh gant filmaozourien tomm ouzh al liesseurted sevenadurel ha da lakaat war wel o freder, o c'hoant da seveniñ filmoù ha zoken d'ober dave d’ar pezhioù lennegezh o deus awenet anezho. Zoken ma n'heller ket, evit abegoù gwirioù, diskouez an holl skeudennoù war Bed (Breizh ha liesseurted), e vo kavet o filmadurezh a-bezh na petra ’ta. Tamm-ha-tamm e vo kresket niver ar poltredoù ha kinniget skleudennoù nevez.
Maher Abi Samra Maher Abi Samra Meur a wech omp bet fromet gant ar filmaozour-mañ. Ranket hon eus sellet ouzh an Hezbollah gant daoulagad disheñvel eus re ar mediaioù pa tizoloer Femmes du (...)
Ur savenn e Taggia, war vord ar mor, tostik-tost ouzh harzoù Italia ha Frañs. Pondalezioù kinklet, skalieroù, straedoù kamm-digamm, kleier ilizoù o seniñ er pelloù. Gwin gwenn hag a ziskenn (...)
Arnold Antonin, Bugel Port-au-Prince, sot-pitilh gant al levrioù hag an arzourien, a zo bet savet dindan renerezh diktatouriezh Duvalier. Ne ouie ket pa oa krog da stourm, er penn kentañ, ouzh an (...)
Pa welan ar film Reporter savet gant Raymond Depardon e teskan ez on-me ur c'helaouenner-skeudennaouer. Fromet on da vat. Ma c'heller ober sinema o vezañ ken uvel, engouestlet e-pad bloavezhioù (...)
Ur filmaozour, ur saver sonioù ha kaner, hag un den oberiant adalek ar bloavezhioù 1970 en emsavioù politikel orinidi Aostralia eo Wayne Jowandi Barker. Lakaet en deus da dalvezout hêrezh (...)
Philippe Baron a zo un den sioul, un tammig ouzhpenn hanter-kant vloaz, mousc'hoarzhus pa gomz eus an amzer en deus tremenet o filmañ.«Gallout a ran beajiñ kenkoulz e penn ar straed du-mañ e (...)
Katalin Bársony a zo ur gelaouennerez yaouank eus Hungaria, Rom ha Yuzevez war un dro. E 2007 e kas war-raok en Hungaria ar raktres Mundi Romani, evit, emezi «reiñ ar gaoz d'ar Romed» ha diskouez (...)
Foued Bellali, kameraet ha mennet da vat Lakaet en deus Foued en e soñj e oa ur c'hamera unan eus ar binvioù evit e stourm a-enep an diforc'hidigezhioù. Implijout a ra anezhañ gant Bahar (...)
Farouk Beloufa a zo ur filmaozer aljerian. Adalek ar bloavezhioù 1970, en em gav mouget en e vro. Yaouank-tre e tiviz tec'hout kuit a-drugarez d'ar skeudennoù. Dizoleiñ a ra Bro-Liban p'emañ ar (...)
Ar sevener ha produer disheñvel-mañ a vez bepred o fuketal, ha gwelloc'h c'hoazh o filmañ «en tu all». Tu kein an traoù, a-dreñv ar voger, en tu all d'an harzoù. Ur fri-furch eo gant ur (...)
Laurent Billard a zo un dastumer frapadoù plijus ha fromadennoù simpl. Lakaat an dud d'en em gavout asambles... Ur gredenn, evel ur ribourtadenn a beg ouzhoc'h, evel ar ganaouenn Tourbillon de la (...)