Euskariz, Euskal Herria, bro Euskariz
Ur boblañs a-gozh en Europa.
Roud a gaver bepred en Euskadi eus ur boblañs tud staliet eno pell ’zo : etre 300.000 ha 40.000 a-raok J.K., Un daou-ugent lec’h bennak a brou ez eus bet tud abaoe amzer tud Neandertal.
Anavezet eo gwelloc’h gant ar skiantourien amzer ar paleolitik uhel etre 45.000 ha 10.000 vloaz) : mougevioù Isturits (Navarra izzel) ha re Santimamiñe (Biscaye) ha Ekain (Guipuzcoa) a zo anezho lec’hioù pouezus evit an arzoù mougevel.
10.000 vloaz zo eo kroget al labour-douar e meur a lec’h er bed ha dreist-holl er Reter-Kreiz : an dud o deus gouezet labourat an douar, gounit edajoù. War gresk da vat eo aet neuze ar boblañs hag aet an dud etrezek Europa.
Div boblañs en em gav da neuze en Europa : ar boblañs european paleolitek, chaseourien-kutuilherien eus un tu hag ar boblañs a orin eus ar Reter-kreiz eus un tu all, a zegas ganti he zeknikoù (labour-douar). Hervez studi ar merkoù genetek (rizh gwad, ADN mitokondriek, kromozom Y) ez eo ar boblañs euskarat hini dostañ, e-keñver ent-genetek, eus ar pobladoù european koshañ a-raok donedigezh labourerien-douar ar Reter-kreiz.
Un toullad mat a yezhourien a soñj dezho eo bet degaset ar yezhoù indo-european gant labourerien-douar eus ar Reter-kreiz. Bez’ e oa eus an euskareg (Euskara) a-raok donedigezh an Indo-europeaned, zoken ma n’ouzer ket penaos e oa d’ar c’houlz-se (an testennoù kentañ o deus 2.000 vloaz).
A-fet geriaoueg ha yezhadur ez eus en euskareg heñvelderioù gant yezhoù ha n’int ket indo-european pe gant lod all eus kevandirioù all, hep na vefe prouet ez int kar. Setu perak e lavarer ez eo ur yezh digenvez.
Liammet eo tud Euskadi dre ul lennegezh dre gomz fonnus (barzhoniezh, ijinadennoù war ar prim, kan, c’hoariva) hag ul lennegezh skrivet pinvidik (al levr kentañ a zo deuet er maez e 1545).
Unvanet eo an euskareg abaoe 1968 (gant Akademiezh an euskareg) ha deuet eo da vezañ ul liamm etre Euskariz ar 7 proviñs.
Kelennet e vez euskareg abaoe 1954 en Euskadi ar C’hreisteiz (tu Spagn) ha 1969 e Euskadi an Hanternoz (tu Bro-C’hall). Ur perzh bras o deus bet an ikastolas (skolioù dre soubidigezh) e kelennadurezh ar yezh.
E 2016 zo 9.852 bugel er skolioù kentañ derez en Euskadi an Hanternoz, da lavarout eo o deus 38,3 % eus ar vugale skoliataet ur gelennadurezh dre soubidigezh pe divyezhek en euskareg.
Kelennet e vez ivez euskareg d’an dud deuet a-drugarez da aozadurioù deskiñ ha lennekaat evel AEK en Euskadi an Hanternoz (1.300 skoliad).
Pep hini eus 7 proviñs istorel Euskadi en deus bet e emdroadurioù politikel dezhañ e-kerzh ar c’hantvedoù tremenet. An dra-se en deus degaset disheñvelded ha lakaet ar proviñsoù da bellaat pe da dostaat an eil diouzh egile.
An diazezoù boutin d’ar seizh proviñs :
Evit gouzout hiroc’h :
Cliquez sur :
Terexa Lekumberri, e karg eus servij ar glad en Euskal kultur erakundea (Ensavadur sevenadurel Euskadi).