An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù
Toer ar c'houerc'had

Toer ar c'houerc'had

Sébastien Le Guillou

Film war e hed

If Gwilhou n'eus graet evel e dad, dilezet ar skol buhan ha buhan hag aet d'he heul war ar skeul d'ober ar vicher toer. E vuhez pad eo bet eus eil toenn d'egile... War e leve bremañ e gont an hanter kant vloaz tremenet war toennoù ar vro !

Gwelet ar fichenn

Marsel paotr plaen

Marsel paotr plaen

Sébastien Le Guillou

Film war e hed

Un tamm paotr plaen eo Marsel Gwilho. Diw wech plaen. Ganet oa bet e Krec'h-Morvan en Larruen, pennad 'zo bremañ. Ul lec'h darempredet pell 'zo gant a bep seurt tud. Rak digor bras vez dor Marsel dalc'hmat ha kalz tud yaouank a zo bet aet di da (...)

Gwelet ar fichenn

Safar eus Pondi da Zanzibar

Safar eus Pondi da Zanzibar

Ronan Hirrien

Tamm

E 2009 e oa bet pedet Safar, ur strollad sonerezh taarab eus Zanzibar, e gouel bombarderien ar bed e Klegereg, abalamour ma vez sonet gant ar zumari, bombard Zanzibar, e-barzh ar strollad-mañ. E miz Mae 2011 e tistro Safar da Vreizh. En em (...)

Gwelet ar fichenn

Pa guzh an heol

Pa guzh an heol

Ronan Hirrien

Er film-mañ ec’h en em vod Breizhiz - Yann-Fañch Kemener, Brigitte Kloareg, Loïc Jadé – ha Finlandiz – Pekka Huttu-Hiltunen, Kristina Kuusisto – evit klask asambles aesaat treuzkas ar glad kanet e brezhoneg, hag e finneg e Karelia (...)

Gwelet ar fichenn

Istor ar geriadurioù

Istor ar geriadurioù

Ronan Hirrien

Film war e hed

Istor ar geriadurioù e Breizh…

Gwelet ar fichenn

Prad don

Prad don

Soazig Daniellou

Tamm

Paz-ha-paz ez ar film gant ur strollad skolidi a ra anaoudegezh gant Anicet, ur peizant eus Banaleg. Kas a ra anezho betek Prad Don, dourañ a ra ar prad evel ma veze graet gwechall. E brezhoneg e raint anaoudegezh ganto o-unan... gant red ar (...)

Gwelet ar fichenn

O seizh posubl

O seizh posubl

Soazig Daniellou

Tamm

E 1997 evit arwech kentañ e kase ar gevredigezh Diwan skolidi d’ar vachelouriezh. Alan, Bleuenn, Maela hag ar re all a zo tost tregont vloaz hiziv. Petra o deus graet ha petra a fell dezho ober gant ar yezh a zo bet fiziet enno.

Gwelet ar fichenn

Munutenn hanter Charlez ar Gall

Munutenn hanter Charlez ar Gall

Soazig Daniellou

Tamm

Charlez ar Gall eo bet mouezh Breizh ar brezhoneg er skingomz ha goude-se er skinwel etre 1958 ha 1973 hag addegaset en deus lorc'h o yezh d'ur rummad a-bezh a vrezhonegerien. Diazezet eo ar film war un atersadenn hir bet graet e 2003 gant Paolig (...)

Gwelet ar fichenn

Lann vras

Lann vras

Soazig Daniellou

Bandenn-vrudañ

Distro eo Gwenn da Lann Vraz, ul ledenez gouez eus aodoù Breizh. Deuet eo en-dro gant ar soñj kuzh adkavout Mark, karantez he yaouankiz. Met e penn mirva naturel ar vro emañ bremañ Mark, ha bec’h ‘zo savet etrezañ (...)

Gwelet ar fichenn