An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù
Sueños binacionales

Sueños binacionales

Yolanda Cruz

Film war e hed

Daou desteni skiant-prenet dibar henvroidid Mec'hiko o tivroañ d'ar Stadoù-Unanet: ar vMichteked, aet da Galifornia e-kerzh an tregont vloaz diwezhañ hag ar Chatinosed aet da Norzh Kalifornia nebeutoc'h eget dek vloaz 'zo.

Gwelet ar fichenn

Les peuples de l'eau Bijagos

Les peuples de l'eau Bijagos

Nicolas Jouvin

Film war e hed

Ar  Fleur de Lampaul hag hec'h akipaj a ya davet ar vBijagoed e Ginea-Bissau. Pesketaerezh, kutuilherezh, ober rikoù boutin, ober ur birogenn, gouelioù ha lidoù animegour...

Gwelet ar fichenn

Cannibal tours

Cannibal tours

Dennis O'Rourke

Film war e hed

Europeiz hag Amerikaned o tourista e Ginea-Nevez davet ar Bapoued.

Gwelet ar fichenn

Tameksaout

Tameksaout

Ivan Boccara

Tamm

Kronikenn ur familh saverien loened hag a ya eus ul lec'h d'unan all en Atlas marokan. A-dal d'ur bed o kemm e weler ar sevenadur berber o cheñch ha memor ar bobl o vont da goll. Abaoe he bugaleaj, Tahmiddoucht, ar vêsaerez, ur vaouez kozh-kozh (...)

Gwelet ar fichenn

Atarnajuat, la légende de l'homme rapide

Atarnajuat, la légende de l'homme rapide

Zacharias Kunuk

Film war e hed

Tapet eo bet gant Atanarjuat kalon ar plac'h yaouank a oa da zimeziñ gant mab penn ur c'hlann enebour. Setu an amourouz lezet a-gostez d'en em veñjiñ. Dont a ra a-benn Atanarjuat da dec'hout kuit rak ar gwalldaol graet evit lazhañ anezhañ, en (...)

Gwelet ar fichenn

Angirattut

Angirattut

Zacharias Kunuk

Film war e hed

Dont a ra ur strollad Inuiz kozh, asambles gant o familhoù, war o lec’hioù-annez kentañ, 50 vloaz goude ma oant bet harluet dioute.

Gwelet ar fichenn

L'insaisissable Albert Kahn

L'insaisissable Albert Kahn

Robin Hunzinger

Tamm

Albert Kahn, mab un trafiker loened, deuet da vezañ bankour, pinvidik-mor, paotr al liorzhoù hag ar brederouriezh a zizoloas ne oa ket ar bed evel ma oa bet lavaret dezhañ: c'hoant en deus bet da brouiñ kement-se. 140 km filmoù, 70000 skeudenn (...)

Gwelet ar fichenn

L'empreinte

L'empreinte

Guillaume Bordier

Film war e hed

Un dek bennak a dud a vez o labourat en ur fornerez en Afghanistan. Daouzek eurvezh bemdez e reont, pep hini war e stern, an hevelep jestroù anez teurel pled ken. E-kreiz todion an ardivinkoù emañ ar c’hamera o vont da vroudañ o c’huriusted (...)

Gwelet ar fichenn

Paotred al Loc'h

Paotred al Loc'h

Ronan Hirrien

Film war e hed

Istor daou baotr a gar an eil egile abaoe 25 vloaz hag a zo o paouez dimeziñ.

Gwelet ar fichenn

Nuestra voz de tierra, memoria y futuro

Nuestra voz de tierra, memoria y futuro

Marta Rodriguez

Film war e hed

E-pad pemp bloaz eo bet ar filmaozourien oc’h ambroug ur strollad Indianed an Andez tra ma vevent cheñchamantoù en o istor hag en o sevenadur, kement ha diskouez na luziet eo an hent a gas eus ar sujidigezh d’ar stourm evit derc’hel ur (...)

Gwelet ar fichenn

Au maille

Au maille

Marie Hélia

Bandenn-vrudañ

Gwazed ha gwragez bet o kiañ e atalieroù Arsanailh Brest, e karter ar Gapusined, a gont o buhez pemdeziek : an amzer-mous, an ardivinkoù, ar gamaladed, an harzoù-labour, al labour, al loc’h…

Gwelet ar fichenn

Le pays des peuples sans maître

Le pays des peuples sans maître

Mauricio Acosta

Film war e hed

Mouezhioù henvroidi, peizanted, Afro-kolombianed, merc’hed, sindikalourien, studierien, harluidi en em savet da goulz ar Minga, ur gerzhadeg vras evit ar gwirioù sokial hag ar gwirioù war an douar e miz here ha miz du 2008.

Gwelet ar fichenn