An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù
Wapikoni : escale à Kitcisakik

Wapikoni : escale à Kitcisakik

Mathieu Vachon

Film war e hed

Mont a ra an teulfilm hir-mañ gant ar Wapikoni Mobile, ur studio mont-dont graet evit seveniñ war dachenn ar c'hleweled hag ar sonerezh,  davet yaouankizoù kumuniegezhioù henvroidi.

Gwelet ar fichenn

Le système Poutine

Le système Poutine

Jean-Michel Carré

Film war e hed

Goude dilennadegoù falset, eo bet addilennet Vladimir Poutin. Kerkent eo bet kastizet kalet e enebourien ha lakaet en deus mouezhiañ kalz a lezennoù hag a wallgas ar frankiz : deuet eo Rusia da vezañ ur Stad penn-da-benn dindan yev ar (...)

Gwelet ar fichenn

André Mare, carnets de guerre d'un caméléon

André Mare, carnets de guerre d'un caméléon

Frédéric Tonolli / Laurence Graffin

Bandenn-vrudañ

Istor ul livour norman hag a vesk an arzoù-kinklañ, an darguzhat-brezel hag un testeni diwar ar brezel bed kentañ.

Gwelet ar fichenn

Avoir 20 ans dans les Aurès

Avoir 20 ans dans les Aurès

René Vautier

Bandenn-vrudañ

Ebrel 1961. E menezioù an Aurès en em gann ur c'homando eus an arme c'hall, gant soudarded vreizhat ennañ, a-enep ur strollad eus an Arme dieubidigezh broadel e-kerzh un trap... ur sell diabarzh e dislavarioù brezel Aljeria hag en ene mab-den.

Gwelet ar fichenn

Charbons ardents

Charbons ardents

Jean-Michel Carré

Film war e hed

E miz Ebrel 1994 e tiviz mengleuzerien poulloù-glaou Towar Colliery, broudet gant ar stourm a-enep gouarnamant Thatcher, adprenañ « o mengleuz » gant arc'hant an digolloù ezfredañ. Bremañ eo meret ar vengleuz evel ur gevelouri ha morse n'eus (...)

Gwelet ar fichenn

Bastards of Utopia

Bastards of Utopia

Maple Rasza

Film war e hed

Un enrolladenn war hir dermen, asambles gant tri stourmer a Groatska a vez o klask tresañ ur bed nevez, par ma c’hallont, goude diskar Yougoslavia.

Gwelet ar fichenn

Le torrent qui porta le chant aux Ouïghours

Le torrent qui porta le chant aux Ouïghours

Mylene Sauloy

Film war e hed

Bemdez en Azia e vez merc'hed ha paotred o stourm gant gerioù ha notennoù. Pell-pell, en tu all da stepoù Azia Kreiz ha menezioù Tian Chan hag ar Pamir, e gouelec'h an Taklamakan e kan bepred an Ouighoured an daouzek « mukam » bet dastumet (...)

Gwelet ar fichenn

La langue de Zahra

La langue de Zahra

Fatima Sissani

Film war e hed

Ar Gabiled a zo anezho dre ar gomz da gentañ. Kement jestr, kement prantad amzer eus o buhez a c'hell degas barzhoniezh, treuzskeudennoù, troioù-lavar... Laveret 'vez penaos, er menezioù e lec'h ma vevont, e veze kaset war-raok alies (...)

Gwelet ar fichenn

Grozny, des nouvelles du 51

Grozny, des nouvelles du 51

Mylene Sauloy

Film war e hed

Petra eo deuet da vezañ annezidi ar savadur 51 e Grosny bet filmet pa veze bombezennet tost da  zek vloaz 'zo?Adkavout a reomp anezho er sioulder souezhus hag el levenez goude brezel…

Gwelet ar fichenn

Le loup et l'amazone

Le loup et l'amazone

Mylene Sauloy

Film war e hed

Ar vojenn a lavar ez eo ar merc'hed tchetchen diskennadezed an Amazoned, brezelourezed taer an Henamzer. A-dal d'ar c'hirri-arsailh rusian o deus dalc'het an Amazoned d'o  brud.  Prest int da vevañ o buhez a verc'hed muzulman ha tchechen (...)

Gwelet ar fichenn

Closing your eyes

Closing your eyes

Robin Hunzinger

Film war e hed

Closing your eyes a zo un teulfilm diwar-benn teir c'hêr o vervel e Palestinia, ur film war tri stumm bac'hañ ha mougañ : dispac'h Nablous, dilez Hebron, steuziadur Qalqilyah.

Gwelet ar fichenn

Où sont nos amoureuses?

Où sont nos amoureuses?

Robin Hunzinger

Tamm

Tonkad div broviñsadez yaouank, Emma ha Thérèse, kelennerezed o-div er bloavezhioù 30 hag a glask, asambles, bevañ o c'harantez hag o stourm. O gwregelezh a vo neuze diaes da vevañ ha leun a wallgas hag a drubuilh.

Gwelet ar fichenn