Qui chante là-bas ? (1980)

Gant : Slobodan Ŝijan


Danvez(ioù) : Glad, Sonerezh
Pobl(où) : Rromed
Lec'hiañ : Balkans
Pourchas ar film :

Arkeion film

Tamm

Yougoslavia e 1941 war-nes bezañ aloubet gant an nazied. War an hent o tont eus ar maezioù evit mont da Velgrad ez eus ur c'hozh karr-boutin kozh roz dislivet o tivogediñ. Er c'harr-boutin ez eus ur c'houblad, ur pabor a baotr distrantell, ur c'hilstourmer a vourc'hiz, un den gant ar c'hleñved-sec'h, ur peizant gabelour, ha daou soner tzigan o kanañ o istor evel ma vije ul laz-kanañ eus an henamzer. Flemmus ha skrijus war un dro eo ar film, ur fablenn dirollet ha bloskus. Ar film-war-an-hent-mañ a zo ur skeudennadur eus Yougoslavia o vont da get, unan eus ar filmoù a ra ar muiañ a-berzh er Balkanoù.