Les noces de Palo (1933)

Gant : Knud Rasmussen


Danvez(ioù) : Memor, Tudoniezh
Pobl(où) : Pobloù Arktika
Lec'hiañ : Inuit Groenland
Pourchas ar film :

Les films du paradoxe

Tamm

Ar film faltazi-mañ a zo bet filmet e-pad ergerzhadenn ziwezhañ an doktor Knud Rasmussen, an ergerzher danat brudet eus Arktika (ganet e 1879 er Greunland, marvet e 1933). Setu ar sinopsiz : an hañv eo er Greunland. Daou chaseour yaouank, Palo ha Samo, a zo e karantez gant ar memes plac'h yaouank, ar goantenn Navarana. E-pad ur genstrivadeg taboulinoù, ul lid kozh er vro, e klask Samo lazhañ Palo a daolioù kontell. Palo a zo bet war-nes koll e vuhez. Deuet e-bazh en-dro e klev eo bet kaset Navarana gant he breur d'ar c'hamp goañv.