Jacmel (1998)

Gant : Rachèle Magloire / Chantal Régnault


Danvez(ioù) : Glad
Pobl(où) : Karibeaned
Lec'hiañ : Haiti
Pourchas ar film :

Collectif 2004 images

Tamm

Un tu bennak er mor Karib, e foñs ur bae eus ar c'haerañ, ez eus ur gêr deuet a-benn da lakaat klotañ an amzer a vremañ gant an amzer dremenet : Jacmel. Kêr ar varzhed hag an droubadoured, kêr an arzourien, al livourien, ar romantourien hag an intelektualed, ur gêr a zo bet a-bouez ivez en istor Haiti hag Amerika a-bezh. Anavezet eo bet da gentañ dindan an anv a Yaquimel, Indianed a oa eno da gentañ ha Spagnoled goude-se. E 1698, e-pad  trevadennerezh Bro-C'hall goude hini Spagn, e voe adanvet Jacmel. Petra chom eus an amzer dremenet-se en tu-hont da vojennoù kontet c'hoazh gant un toullad kozhidi ?

Evit gouzout hiroc'h