Art et poésie touareg pour le 3ème millénaire (2009)

Gant : Hélène Claudot-Hawad


Danvez(ioù) : Arz, Glad
Pobl(où) : Berbered
Lec'hiañ : Niger
Pourchas ar film :

http://w3.furigraphierlevide.univ-tlse2.fr/

Film war e hed

Penaos bevañ hep bezañ levezonet gant  ar skouerioù egemonek gourc'hemennet gant ar bedelaat? Penaos bezañ Touareg en deiz a hiziv? Penaos kendelc'her da gantreal, ar pezh a zigor dremmwelioù nevez niverus? Penaos leuniañ ar pezh zo goullo? Ar goulennoù poanius-mañ a sav muioc'h c'hoazh e lec'hioù kras ar Sahara hag ar Sahel el lec'h ma'z eo mouget an ekonomiezh, el lec'h ma vez graet  torfedourien eus an dud hag el lec'h ma vez c'hoantaet an douaroù evit pinvidigezh ar c'hondon. Evit stourm a-enep ar freuz hag ar reuz hag an diskianterezh, evit stourm a-enep  diberc'hennañ o mad diwezhañ : an ijin, eo en em vodet en Agadez, e-pad teir nozvezh ha tri devezh e miz Du 2006,  pevar Zouareg ha daou-ugent eus an Air, eus an Tagama, eus an Teshile hag eus an Azawagh. Ar pal a oa embann a vouezh uhel o ijin, dieubet diouzh an ereoù a stag ar gevredigezh. Adkrouiñ a reont, en o stumm, steuenn ar vuhez a-vremañ