An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù

Nous étions communistes (2010)

Gant : Maher Abi Samra

Stourmerien eus an tu kleiz, marksourien pe broadelourien arab o deus bet c'hoant, e-pad brezel diabarzh al Liban, da grouiñ ur gevredigezh direlijion, demokratel, kevatalek ha kengred er stourm palestinian. Bremañ eo trec'h er gevredigezh, ar relijionoù hag an aon rak an « Hini all ».

 

Danvez(ioù) : Memor, Stourm

Lec'hiañ : Liban

Tamm

Gwelet ar fichenn

Rond-point Chatila (2004)

Gant : Maher Abi Samra

Chatila : al lec'h-se a lak da soñjal en droulazhadoù hag er re varv. Ar film a zo diwar-benn ar re a zo o chom eno. Tammoù buhezioù tapet war un dachenn gloz: hini ar 150 metrad a ya d'ober straed brasañ ar c'hamp…

 

Danvez(ioù) : Stourm

Lec'hiañ : Liban

Tamm

Gwelet ar fichenn

Soran fait son cinéma (2013)

Gant : Fulvia Alberti

Ar film a gont an hent hir graet gant Soran, ur repuad kurd, etre Kurdistan an Iran ha Bro-Saoz el lec'h ma fell dezhañ lakaat e anv en ur skol sinema. Soran en deus filmet eñ e-unan e veaj gant skoazell ar sevenerez. Paperoù faos ha treizherien, toulloù-bac'h ha kerzhadegoù sioul war an hentoù eo bet e lod.

 

Danvez(ioù) : Treuzvroañ

Pobl(où) : Kurded

Lec'hiañ : Irak

Tamm

Gwelet ar fichenn

Kamo – Mme Renée

Gant : Gilles Elie Dit Cosaque

Kamo a zo un dastumad momedoù tapet dre laer, tammoù eus ar vuhez pemdeziek er Martinik, ar film a zo hanter-hent etre un teulfilm, ur c'hlip hag ur film arnod.

 

Danvez(ioù) : Memor, Merc'hed

Pobl(où) : Karibeaned

Lec'hiañ : Martinique

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

La liste des courses (2011)

Gant : Gilles Elie Dit Cosaque

D'ar 5 a viz C'hwevrer 2009, goude Gwiana ha Gwadeloup, e oa tro ar Martinik d'ober harz-labour evit ar wech kentañ, un harz-labour bras ha hir. Unan eus ar goulennoù pennañ a oa kaout un distaol 20%  war ar produoù ret-holl,  ul listenn eus ar produoù-se a zo bet savet.

 

Danvez(ioù) : Memor, Stourm

Pobl(où) : Karibeaned

Lec'hiañ : Martinique

Tamm

Gwelet ar fichenn

Jon, face aux vents (2011)

Gant : Corto Fajal

E-kerzh filmañ an treuzpeuriñ bras e 2010, e torras ar skorn war ul lenn gant pouez 3000 karv-erc'h. Ar gwashañ gwallzarvoud bet bevet biskoazh gant ar Samied. Bras- bras eo bet stroñs psikologel an darvoud-se war pobl ar Gournorzh. Sin an amzer? Ar goañv war-lerc'h a oa bet ar gwashañ hini evit ar Samied, hep peuriñ evit o loened... o zachenn a seblant bezañ direizhet (...)

 

Danvez(ioù) : Endro, Tudoniezh

Pobl(où) : Pobloù Arktika

Lec'hiañ : Finlande

Bandenn-vrudañ

Gwelet ar fichenn

Sur un air de Césaire (2013)

Gant : Gilles Elie Dit Cosaque

Un dastumad souezhus filmoù bevaat diwar dek barzhoneg gant Césaire, une doare nevez da zizoleiñ e oberenn.

 

Danvez(ioù) : Arz

Pobl(où) : Karibeaned

Lec'hiañ : Martinique

Bandenn-vrudañ

Gwelet ar fichenn

Nous irons voir Pelé sans payer (2014)

Gant : Gilles Elie Dit Cosaque

E miz Genver 1971 e tilestr ar Santos FC, klub mell-droad hollvrudet São Paulo, gant ar « Roue Pele » ken brudet all e penn, er Martinik evit c'hoari ur match a-enep gwellañ c'hoarierien ar vro.

 

Danvez(ioù) : Glad, Stourm

Pobl(où) : Karibeaned

Lec'hiañ : Martinique

Bandenn-vrudañ

Gwelet ar fichenn

Ma grena et moi (2004)

Gant : Gilles Elie Dit Cosaque

Ar grena eo al lesanv a vez roet en Antilhez da vobiletenn hollvrudet Motobécane. Kement a berzh he doa graet d'ur mare a zo bet zo bet ma c'heller lavarout diwar he fenn e roe stad ar gevredigezh. Ma grena et moi eo poltred ar re ziwezhañ a chom stag outi kousto pe gousto hag a bign war he c'hein c'hoazh, ouzhpenn-se ez eo ur sell prim war ar  gevredigezh wadeloupat.

 

Danvez(ioù) : Memor, Tudoniezh

Pobl(où) : Karibeaned

Lec'hiañ : Guadeloupe

Tamm

Gwelet ar fichenn

Mémoire Blanche (1998)

Gant : François Gauducheau

Un adsell war ar gwall c'henwerzh tric'horn en XVIIIvet kantved etre Naoned, porzh-mor morianeta, Aodoù ar Benin en Afrika ha plantadegoù Haiti. Da heul pennadoù eus an XVIIIvet kantved: kaieroù kabitened morianeta, urzhioù armatourien ha kontoù merourien plantadegoù-sukr e tiskouezer an tri lec'h-se a-wechall ken tost an eil ouzh egile.

 

Danvez(ioù) : Glad

Pobl(où) : Karibeaned

Lec'hiañ : Antilles

Tamm

Gwelet ar fichenn

Femmes du Hezbollah (2001)

Gant : Maher Abi Samra

Karter Ramel el Ali, e bannlev su Beirout, e dalc'h an Hezbollah. Div blac'h, Zeinab ha Khadije, stourmerezed er strollad, a zispleg an dibaboù personel, politikel ha sokial o deus graet.

 

Danvez(ioù) : Merc'hed, Stourm

Lec'hiañ : Liban

Tamm

Gwelet ar fichenn

Boléro pour le thon blanc (1985)

Gant : Emmanuel Audrain

Ur gaer a droiad pesketa artizanel er-maez da enez Euz.

 

Danvez(ioù) : Endro, Memor

Pobl(où) : Bretoned

Lec'hiañ : Bretagne

Tamm

Gwelet ar fichenn