An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù

Où sont nos amoureuses? (2011)

Gant : Robin Hunzinger

Tonkad div broviñsadez yaouank, Emma ha Thérèse, kelennerezed o-div er bloavezhioù 30 hag a glask, asambles, bevañ o c'harantez hag o stourm. O gwregelezh a vo neuze diaes da vevañ ha leun a wallgas hag a drubuilh.

 

Danvez(ioù) : Merc'hed, Stourm

Lec'hiañ : France

Tamm

Gwelet ar fichenn

Sarajevo : notre résistance (2011)

Gant : Robin Hunzinger

Ar film-mañ a zo poltred un den na vo ket gwelet.  Gwelet ha klevet e vo petra oa mont da Sarajevo, e kreiz an emgann, da gas levrioù, pladennoù ha filmoù. Ar pezh a oa hag ar pezh eo bet pa vezer chomet eno. Klevet e vo ar pezh a lavar ar dud, brudet pe get, o deus graet un dra ken arvarus hag a oa ret koulskoude. Gant Francis Bueb o deus savet tamm-ha-tamm Kreizenn (...)

 

Danvez(ioù) : Arz, Stourm

Lec'hiañ : Balkans

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Vers la forêt de nuages (2014)

Gant : Robin Hunzinger

An eur eo da vont. Dek vloaz eo bet Aya e-maez he bro ha hiziv e kemer ar c'harr-nij evit mont da Aod-an-Olifant, he bro c'hinidik. C'hoant he deus da vont war bez he zad, briata he familh afrikan ha diskouez dezho Tim, he mab seizh vloaz. Daoust da stokadoù kriz ar brezel e kas Aya Tim ganti evit ur veaj deskoni e kreiz Afrika a-vremañ gant ur meskaj lidoù sorserezh ha (...)

 

Danvez(ioù) : Glad

Lec'hiañ : Afrique ouest

Bandenn-vrudañ

Gwelet ar fichenn

Manille (2008)

Gant : Véronique Pondaven

An embregerezh familh-mañ a zo staliet e porzh an Oriant abaoe tost da gant vloaz,  graet e vez ruilhennoù, ruilhennoù divent. Ar vicherourien a gomz eus o  labour  en ul lec'h tomm ha touforek, paeet fall, eus an hiniennelouriezh, eus ar surentez.... Un daolenn, un tammig teñval met gwirheñvel eus bed ar vicherourien o vont da get, etre lorc'h ha lez (...)

 

Danvez(ioù) : Glad

Pobl(où) : Bretoned

Lec'hiañ : Bretagne

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Le rapporteur d'images (2010)

Gant : Nicolas Jouvin

Da geñver un droiad filmañ e Komorez Vras, un emgav gant ur sevener eus ar vro, Damed Soilihi a laka Nicolas Jouvin da brederiañ war e vicher hag e emzalc'h pa vez o filmañ degouezhioù 'zo eno. Divizout a ra distreiñ war an enez evit ober ur poltred subjektivel eus Damed ha klask kompren dibaboù hag engouestladur ar sevener dibar-se. Daoust hag-eñ eo Damed ur sevener, (...)

 

Danvez(ioù) : Arz, Memor

Lec'hiañ : Comores

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

L'empreinte (2008)

Gant : Guillaume Bordier

Un dek bennak a dud a vez o labourat en ur fornerez en Afghanistan. Daouzek eurvezh bemdez e reont, pep hini war e stern, an hevelep jestroù anez teurel pled ken. E-kreiz todion an ardivinkoù emañ ar c’hamera o vont da vroudañ o c’huriusted hag o eztaoladennoù diwar-benn ar bed diavaez.

 

Danvez(ioù) : Glad, Tudoniezh

Lec'hiañ : Afghanistan

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Les hommes debout (2010)

Gant : Jérémie Gravayat

Tammoù buhez - gwirion pe ijinet - tri den bet o chom hag o labourat en ur c’harter micherourien e Lyon.

 

Danvez(ioù) : Glad, Memor, Treuzvroañ

Lec'hiañ : France

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Un autre jour sur la plage (2002)

Gant : Jérémie Gravayat

War aod Sangatte e tremen an eil deiz war-lerc’h egile. An dud avat a chom da c’hortoz, war ribl ur vuhez all.

 

Danvez(ioù) : Stourm, Treuzvroañ

Pobl(où) : Kurded

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

L'or rouge (2014)

Gant : Philippe Baron

Istor marzhus an treuzkas-gwad.

 

Danvez(ioù) : Glad, Memor, Stourm

Bandenn-vrudañ

Gwelet ar fichenn

Ondes fragiles (2014)

Gant : Françoise Bouard

E-serr sevel poltred unan eus kasourien Plum FM e tispeg ar film-mañ istor ur radio gevredel m’eo he mennadoù-stur bezañ chaodouron an disheñvelded, heklev al liested, korn-boud ar gaoz hag ul lec’h selaou ha kenskoazell.

 

Danvez(ioù) : Arz, Stourm

Pobl(où) : Bretoned

Tamm

Gwelet ar fichenn

You can destroy the body (2014)

Gant : Anand Patwardhan

Istor Kabir Kala Manch, ur strollad arzourien indat ; stourm a reont ouzh ar renkadoù, evit an demokratelezh, ha heskinet e vezont didruez gant gouarnamant India.

 

Danvez(ioù) : Memor, Stourm

Lec'hiañ : Inde

Tamm

Gwelet ar fichenn

Afghanistan 1979, la guerre qui a changé le monde (2014)

Gant : Gulya Mirzoeva

Un dro-bleg e Istor an XXvet kantved e voe aloubadeg an Afghanistan gant soudarded an Unvaniezh Soviedel a roas lañs d’Al Qaida ha da Ven Laden.

 

Danvez(ioù) : Memor, Stourm

Lec'hiañ : Afghanistan

Tamm

Gwelet ar fichenn