An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù

Le torrent qui porta le chant aux Ouïghours (1999)

Gant : Mylene Sauloy

Bemdez en Azia e vez merc'hed ha paotred o stourm gant gerioù ha notennoù. Pell-pell, en tu all da stepoù Azia Kreiz ha menezioù Tian Chan hag ar Pamir, e gouelec'h an Taklamakan e kan bepred an Ouighoured an daouzek « mukam » bet dastumet gant ur briñsez eus ar XVIIvet kantved. Int-i eo ar c'hreñvañ ramparzh a-enep an trevadennadur sevenadurel sinaat.

 

Danvez(ioù) : Sonerezh, Stourm

Lec'hiañ : Chine

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Mille et une traites (2011)

Gant : Jean-Jacques Rault

Labourer-douar eo Raymond abaoe 35 bloaz e Kreiz Breizh. Ret eo dezhañ mont war e leve, paouez gant an ti-feurm... Un disamm met ivez ur ranngalon. Ur stourm diwezhañ a raio : ober kement ha ma c'hell evit ma vefe adkemeret e feurm gant unan yaouank a gendalc'ho gant e stumm d'ober.

 

Danvez(ioù) : Endro, Glad

Pobl(où) : Bretoned

Lec'hiañ : Bretagne

Tamm

Gwelet ar fichenn

La langue de Zahra (2011)

Gant : Fatima Sissani

Ar Gabiled a zo anezho dre ar gomz da gentañ. Kement jestr, kement prantad amzer eus o buhez a c'hell degas barzhoniezh, treuzskeudennoù, troioù-lavar... Laveret 'vez penaos, er menezioù e lec'h ma vevont, e veze kaset war-raok alies c’hoarioù dibunañ ha kaozeal kaer. Poan 'vez o krediñ kement-se pa weler e kevredigezh an divroidi paotred ha merc'hed na ouzont na lenn (...)

 

Danvez(ioù) : Glad, Stourm

Pobl(où) : Berbered

Lec'hiañ : Algérie

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Atarnajuat, la légende de l'homme rapide (2001)

Gant : Zacharias Kunuk

Tapet eo bet gant Atanarjuat kalon ar plac'h yaouank a oa da zimeziñ gant mab penn ur c'hlann enebour. Setu an amourouz lezet a-gostez d'en em veñjiñ. Dont a ra a-benn Atanarjuat da dec'hout kuit rak ar gwalldaol graet evit lazhañ anezhañ, en ur redek evel un den dirollet. Kentel ar gontadenn inuit a lavar deomp eo dañjerus ober hervez e c'hoant hep soñjal da gentañ e (...)

 

Danvez(ioù) : Tudoniezh

Pobl(où) : Pobloù Arktika

Lec'hiañ : inuit Nunavut

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Angirattut (2015)

Gant : Zacharias Kunuk

Dont a ra ur strollad Inuiz kozh, asambles gant o familhoù, war o lec’hioù-annez kentañ, 50 vloaz goude ma oant bet harluet dioute.

 

Danvez(ioù) : Glad, Tudoniezh, Yezhoù

Pobl(où) : Pobloù Arktika

Lec'hiañ : Grand Nord

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

2501 migrants (2010)

Gant : Yolanda Cruz

Kroazet-digroazet evel en ur pezh gwiaderezh, kudennoù an arzour, reoù an divroadegoù etrebroadel ha reoù poblañsoù henvroidi Mec'hiko.

 

Danvez(ioù) : Arz, Treuzvroañ

Pobl(où) : Amerindianed

Lec'hiañ : Mexique

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Grozny, des nouvelles du 51 (2009)

Gant : Mylene Sauloy

Petra eo deuet da vezañ annezidi ar savadur 51 e Grosny bet filmet pa veze bombezennet tost da  zek vloaz 'zo?Adkavout a reomp anezho er sioulder souezhus hag el levenez goude brezel…

 

Danvez(ioù) : Merc'hed, Stourm

Lec'hiañ : Caucase

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Le loup et l'amazone (2000)

Gant : Mylene Sauloy

Ar vojenn a lavar ez eo ar merc'hed tchetchen diskennadezed an Amazoned, brezelourezed taer an Henamzer. A-dal d'ar c'hirri-arsailh rusian o deus dalc'het an Amazoned d'o  brud.  Prest int da vevañ o buhez a verc'hed muzulman ha tchechen evel ma karont, evel merc'hed dieub.

 

Danvez(ioù) : Merc'hed, Stourm

Lec'hiañ : Caucase

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Retour à Plozévet (1999)

Gant : Ariel Nathan

Dont a ra en-dro ar film war an enklask bras skiantoù an den, kaset da benn gant Mirdi an Den e penn kentañ ar bloavezhioù 60 e Plozeved e Penn-ar-Bed. E-pad 5 bloaz, ur c'hant enklasker bennak o deus aloubet ar gumun vreizhat a 3000 annezad. Meur a studiadenn a zo deuet alese, en o zouez hini Edgar Morin (La Métamorphose de Plozevet) ha teir eurvezh filmoù etnologel.

 

Danvez(ioù) : Glad

Pobl(où) : Bretoned

Lec'hiañ : Bretagne

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Derrière la forêt (1999)

Gant : Gulya Mirzoeva

Soner ur gêriadenn eus mervent Turkia a ya da glask ur c'homper kozh evit aozañ ur gouel.

 

Danvez(ioù) : Glad, Sonerezh

Lec'hiañ : Turquie

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Closing your eyes (2013)

Gant : Robin Hunzinger

Closing your eyes a zo un teulfilm diwar-benn teir c'hêr o vervel e Palestinia, ur film war tri stumm bac'hañ ha mougañ : dispac'h Nablous, dilez Hebron, steuziadur Qalqilyah.

 

Danvez(ioù) : Stourm

Pobl(où) : Palestinianed

Lec'hiañ : Palestine

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

L'insaisissable Albert Kahn (2012)

Gant : Robin Hunzinger

Albert Kahn, mab un trafiker loened, deuet da vezañ bankour, pinvidik-mor, paotr al liorzhoù hag ar brederouriezh a zizoloas ne oa ket ar bed evel ma oa bet lavaret dezhañ: c'hoant en deus bet da brouiñ kement-se. 140 km filmoù, 70000 skeudenn ha studiadenn embannet ha skignet evit netra a zo un testeni  eus e gredennoù dibar.

 

Danvez(ioù) : Arz, Tudoniezh

Lec'hiañ : France

Tamm

Gwelet ar fichenn