Istor Kabir Kala Manch, ur strollad arzourien indat ; stourm a reont ouzh ar renkadoù, evit an demokratelezh, ha heskinet e vezont didruez gant gouarnamant India.
Un dro-bleg e Istor an XXvet kantved e voe aloubadeg an Afghanistan gant soudarded an Unvaniezh Soviedel a roas lañs d’Al Qaida ha da Ven Laden.
Un tamm tro war douaroù Kêrnintron-al-Lann m’emañ ar pennoù bras hag ar roñfl Vinci e sell da sevel un aerborzh bras…
530 000 lestr a vez o vont hag o tont war hentoù-mor koñvers an hollved. Met daoust ha piv a vaesa ar c’hoñvers hollvedel-se ?
Istor daou baotr a gar an eil egile abaoe 25 vloaz hag a zo o paouez dimeziñ.
Bam an haiku, ha bamusoc’h c’hoazh e brezhoneg !
50 vloaz war-lerc’h brezel Al Djazair, p’eo krog ar soudarded-bet da douch o fañsion, e tiviz darn dioute komz a-benn ar fin, ha sikour an Aldjazairiz.
E-pad pemp bloaz eo bet ar filmaozourien oc’h ambroug ur strollad Indianed an Andez tra ma vevent cheñchamantoù en o istor hag en o sevenadur, kement ha diskouez na luziet eo an hent a gas eus ar sujidigezh d’ar stourm evit derc’hel ur (...)
Gwazed ha gwragez bet o kiañ e atalieroù Arsanailh Brest, e karter ar Gapusined, a gont o buhez pemdeziek : an amzer-mous, an ardivinkoù, ar gamaladed, an harzoù-labour, al labour, al loc’h…