An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù
Jai Bhim Comrade

Jai Bhim Comrade

Anand Patwardhan

Bandenn-vrudañ

Abaoe miliadoù a vloavezhioù e Bro-Indez ez eo an Dalited tud « dic'hlan » hag e c'houzañvont krizderioù a bep seurt. E 1997 e oa bet mastaret delwenn an doktor Ambedkar , ezel eus ur gumuniezh dalit. Ar polis en doa tennet war an dud a oa o (...)

Gwelet ar fichenn

Duo

Duo

Gulya Mirzoeva

Film war e hed

Dre an troc'hadoù kaoz etre daou Rusian kozh reuzeudik  e ouezer penaos eo o buhez pemdeziek, e tizoloer o istor hag ar garantez en deus bet unan diouto hag a zo bet sklêrijenn e vuhez. Ur berlezennig a film tener ha barzhonius war un dro.

Gwelet ar fichenn

Shabbat

Shabbat

Film war e hed

Ar film-mañ a zo diwar-benn kumuniezh yuzev Boukhara en Ouzbekistan da vare an divroadegoù bras etrezek Israel hag ar Stadoù-Unanet.

Gwelet ar fichenn

Hentoù 70

Hentoù 70

Roland Michon

Film war e hed

Titl ar film a gas ar sellerien da heul Bob Dylan, Jack Kerouac hag ar spered nevez, ganet er bed a-bezh e fin ar bloavezhioù 1960. E Breizh emañ ivez an traoù o cheñch. E 1968 e lavarer e fell d'ar C'hornog bevañ, ha tonioù sonerezh mod nevez (...)

Gwelet ar fichenn

Portrait de Lionel Saint-Eloi

Portrait de Lionel Saint-Eloi

Anne Lescot

Film war e hed

Poltred un arzour haitian, Lionel St-Eloi, livour ha kizeller, arzour ha soner, zoken ma ne lavar ket…

Gwelet ar fichenn

Des hommes et des dieux

Des hommes et des dieux

Anne Lescot

Tamm

Treuz heñvelrevidi ha treuzwiskidi e bed ar vodou. En ur vro lec'h eo tabou c'hoazh komz eus heñvelreviadezh e teu ar vodou da vezañ ul lec'h frank. Pep hini a c'hell, n'eus forzh petra e vefe e revelezh,  kaout eno repu ha frealzidigezh.

Gwelet ar fichenn

Ur vals ar garantez

Ur vals ar garantez

Sébastien Le Guillou

Film war e hed

Francis ha marie-Thérèse ur gwir gouplad 'mann en trezo 'med karanteiz e leizh... Ar wech kentañ e devoa graet ur vals asambles e oa un dro d'al lanneier chapel Krist 'barzh Tregrom da vare ar Pardon... A-viskoazh ha dalc'h mat o devo bet Francis (...)

Gwelet ar fichenn

Toer ar c'houerc'had

Toer ar c'houerc'had

Sébastien Le Guillou

Film war e hed

If Gwilhou n'eus graet evel e dad, dilezet ar skol buhan ha buhan hag aet d'he heul war ar skeul d'ober ar vicher toer. E vuhez pad eo bet eus eil toenn d'egile... War e leve bremañ e gont an hanter kant vloaz tremenet war toennoù ar vro !

Gwelet ar fichenn

Marsel paotr plaen

Marsel paotr plaen

Sébastien Le Guillou

Film war e hed

Un tamm paotr plaen eo Marsel Gwilho. Diw wech plaen. Ganet oa bet e Krec'h-Morvan en Larruen, pennad 'zo bremañ. Ul lec'h darempredet pell 'zo gant a bep seurt tud. Rak digor bras vez dor Marsel dalc'hmat ha kalz tud yaouank a zo bet aet di da (...)

Gwelet ar fichenn

Dans les murs de la casbah

Dans les murs de la casbah

Céline Dréan

Webteul

E Kazba Aljer eo intret ar mogerioù gant Istor ar vro hag ivez gant kudennoù ar c'hêrioù en Aljeria a-vremañ. Ar C'hazba, arouez identelezh Aljeria, a zo o vervel tamm-ha-tamm abalamour d'un adnevesadur luziet ha d'ur goulenn bod sokial mallus.

Gwelet ar fichenn

Bombay our city

Bombay our city

Anand Patwardhan

Bandenn-vrudañ

Ur sell sklaer ha lemm war ar miliadoù a dud zo  o vevañ e  kervidonioù e kêr-benn ekonomikel India : o stourm pemdeziek evit treuzvevañ, o stourm a-enep  breinadur ar velestradurezh ha koulzadoù distruj kaset da benn gant ar (...)

Gwelet ar fichenn

Hi-Ho Mistahey !

Hi-Ho Mistahey !

Alanis Obomsawin

Bandenn-vrudañ

Istor  Rêve de Shannen, ur c'hampagn broadel evit ma c'hello bugale ar broadoù kentañ bezañ skoliataet en un doare reizh ha kaout skolioù a-ratre ha sur.

Gwelet ar fichenn