An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù
Les peuples de l'eau Bijagos

Les peuples de l'eau Bijagos

Nicolas Jouvin

Film war e hed

Ar  Fleur de Lampaul hag hec'h akipaj a ya davet ar vBijagoed e Ginea-Bissau. Pesketaerezh, kutuilherezh, ober rikoù boutin, ober ur birogenn, gouelioù ha lidoù animegour...

Gwelet ar fichenn

La grande pêche des Imraguens

La grande pêche des Imraguens

Nicolas Jouvin

Tamm

E Maouritania e vez skoazellet an Imraguened da besketa gant an delfined. Ar stumm ober-se a ra diouzh monedone ar bankadoù meilhi a-hed  Bank Arguin. War roueshaat ez a bremañ abalamour d'ar peskerezh greantel a lak un harz d'ar monedone.

Gwelet ar fichenn

Une voix sur le Maroni

Une voix sur le Maroni

Helene Lee

Film war e hed

Chomet eo ar stêr Maroni, a verk an harzoù etre ar Surinam ha  Gwiana C'hall hag hag a zo ivez ur c'hroashent kehentiñ e kreizig-kreiz  koadeier Amazonia, santual sevenadurioù dibar.

Gwelet ar fichenn

Mout tania

Mout tania

Ivan Boccara

Film war e hed

Poltred kizidik ur peizant berber hag a vev gant e familh diwar ar pezh a brodu hepken en un draoñienn digenvez en Atlas-Uhel Maroko.

Gwelet ar fichenn

Charbons ardents

Charbons ardents

Jean-Michel Carré

Film war e hed

E miz Ebrel 1994 e tiviz mengleuzerien poulloù-glaou Towar Colliery, broudet gant ar stourm a-enep gouarnamant Thatcher, adprenañ « o mengleuz » gant arc'hant an digolloù ezfredañ. Bremañ eo meret ar vengleuz evel ur gevelouri ha morse n'eus (...)

Gwelet ar fichenn

Cannibal tours

Cannibal tours

Dennis O'Rourke

Film war e hed

Europeiz hag Amerikaned o tourista e Ginea-Nevez davet ar Bapoued.

Gwelet ar fichenn

Bastards of Utopia

Bastards of Utopia

Maple Rasza

Film war e hed

Un enrolladenn war hir dermen, asambles gant tri stourmer a Groatska a vez o klask tresañ ur bed nevez, par ma c’hallont, goude diskar Yougoslavia.

Gwelet ar fichenn

Tameksaout

Tameksaout

Ivan Boccara

Tamm

Kronikenn ur familh saverien loened hag a ya eus ul lec'h d'unan all en Atlas marokan. A-dal d'ur bed o kemm e weler ar sevenadur berber o cheñch ha memor ar bobl o vont da goll. Abaoe he bugaleaj, Tahmiddoucht, ar vêsaerez, ur vaouez kozh-kozh (...)

Gwelet ar fichenn

Le torrent qui porta le chant aux Ouïghours

Le torrent qui porta le chant aux Ouïghours

Mylene Sauloy

Film war e hed

Bemdez en Azia e vez merc'hed ha paotred o stourm gant gerioù ha notennoù. Pell-pell, en tu all da stepoù Azia Kreiz ha menezioù Tian Chan hag ar Pamir, e gouelec'h an Taklamakan e kan bepred an Ouighoured an daouzek « mukam » bet dastumet (...)

Gwelet ar fichenn

Mille et une traites

Mille et une traites

Jean-Jacques Rault

Tamm

Labourer-douar eo Raymond abaoe 35 bloaz e Kreiz Breizh. Ret eo dezhañ mont war e leve, paouez gant an ti-feurm... Un disamm met ivez ur ranngalon. Ur stourm diwezhañ a raio : ober kement ha ma c'hell evit ma vefe adkemeret e feurm gant unan (...)

Gwelet ar fichenn

La langue de Zahra

La langue de Zahra

Fatima Sissani

Film war e hed

Ar Gabiled a zo anezho dre ar gomz da gentañ. Kement jestr, kement prantad amzer eus o buhez a c'hell degas barzhoniezh, treuzskeudennoù, troioù-lavar... Laveret 'vez penaos, er menezioù e lec'h ma vevont, e veze kaset war-raok alies (...)

Gwelet ar fichenn

Atarnajuat, la légende de l'homme rapide

Atarnajuat, la légende de l'homme rapide

Zacharias Kunuk

Film war e hed

Tapet eo bet gant Atanarjuat kalon ar plac'h yaouank a oa da zimeziñ gant mab penn ur c'hlann enebour. Setu an amourouz lezet a-gostez d'en em veñjiñ. Dont a ra a-benn Atanarjuat da dec'hout kuit rak ar gwalldaol graet evit lazhañ anezhañ, en (...)

Gwelet ar fichenn