war glask...

Violaine Dejoie-Robin

war glask...

Kavout ar poltred

Netra anatoc'h evit Violaine Dejoie-Robin eget dibab hent ar sinema?
Abaoe ma'z on bet ganet, emezi dak. Pa oa bugel ez ae gant he zad, bannataer, da ziskouez filmoù amañ hag ahont. Gant e vanner 16mm en e garr ez ae eus un eil sal d'eben eus an eil penn d'egile eus Liger-Atlantel, e verc'h Violaine gantañ. N'he deus ket ankounac'haet. He film kentañ, e 1985 a zo ul lizher d'he zad. He film diwezhañ, e 2003, anvet Oubliés et trahis, a rent enor da brizonidi vrezel ar c'holonioù.

Tommañ a ra Violaine ouzh ar sinema, ha war ar marc'had e kinnig d'he zad he film kentañ, ul lizher film, troet e 16mm. Le temps d'une lettre, e 1985, «anv a zo ennañ eus karantez don etre kerent ha bugale» emezi.
Peogwir eo taget gant preñv ar sinema e kendalc'h gant he hent, zoken ma'z eo ret dezhi mont pazenn-ha-pazenn.
«Skoazellerez er gegin e-pad ur filmadeg, skubañ pe plac'h an dilhad e-pad unan all, ne'm eus ket soñj mat ken. Goude e chomen da straniñ e-kichen an taolioù frammañ, ne ouien netra met dedennet e oan. Ur sevener a oa o klask ur skoazellerez, kas a ran ma CV dezhañ, skrivet warnañ e ouien gwaregata hag e plije din an astrologiezh, ne'm boa tamm barregezh ebet nemet ar blijadur a zegase ar skeudennoù din ken na raent. Labouret em eus e-pad dek vloaz gantañ, dreist-holl evit filmoù ar CNDP (filmoù pedagogel).
Dalc'het em eus un eñvor mat eus an amzer-se met ret oa din «ober ma filmoù».

E 1987 em eus graet Lettre d'un chef indien, un disklêriadur ekologel hag a dapo kaout ur priz.
Ha goude-se em eus filmet poltredoù tud hag a gaven boemus, pe da vihanañ tud war glask eveldon... Yahne Le Tourmelin, ul livourez aet da vanac'hez voudaat, ha goude unan all diwar-benn he breur Jacques-Yves Le Toumelin, merdeer, aet d'ober tro ar bed e-pad tri bloaz gant skridoù sakr e bourzh e vag, Kurun. Ur mestr evidon...

Plijout a ra da Violaine mont betek penn pellañ he mennadoù evel an dud a vez o filmañ. Kaset e oa bet ur wech gant ur mignon d'ur fest-noz e kreiz Breizh. Tri bloaz e lakao d'ober he film Kan-ha-diskan a zeuio er-maez e 1995. Klevet e vez Jean-Michel Guilcher o komz e-pad hir amzer. Guilcher a zo un etnologour anavezet evit e enklaskoù war an dañsoù breizhek. Ha Violaine eo an hini gentañ o vezañ aterset anezhañ. Lakaat a ra Violaine hec'h anv en ur c'helc'h keltiek, ha c'hweziñ a ra war al leurennoù dañs. « Ar film-se n'eo ket bet skignet alies. Soñj am eus pa oa bet diskouezet evit ar wech kentañ e Karaez e oa deuet holl dud ar Skol-Veur a oa e-barzh ar jeu. Pa oa echu ar skignadenn o doa roet da c'houzout diouzhtu «e oan delezek da gaout ur paseporzh breton». Daoust hag en em c'houlenn a raent peseurt film a vije bet graet gant un estrañjourez  ?»

Ha peogwir eo ret mat bevañ he deus graet kelaouadennoù evit France 3 a bep eil gant filmoù a blije dezhi. Un deiz he deus kejet gant Armelle Mason, un istorourez eus an Oriant hag a ginnig dezhi ur sinopsis war brizonidi ar c'holonioù. Dont ra da soñj da Violaine :
« ne oan tamm ebet un istorourez, n'anavezen netra eus an Eil brezel-bed. Met o welet pegen entanet e oa Armelle n'on ket chomet da dortal ha graet em eus Oubliés et trahis, e 2003, skoazellet gant ur broduourez eus Pariz, rak amañ ne grede den en istor-se.
Komz a ra eus ar pezh a zo c'hoarvezet gant 70 000 prizoniad eus ar c'holonioù, bac'het e kampoù el lodenn aloubet adalek 1941. Aet omp dre hentoù Breizh gant Armelle, klasket testoù ha dizoloet pegen kreñv e oa bet ar skoazell roet da brizonidi ar c'holonioù gant ar Vretoned. Ur mare a strafuilh, ur gevredigezh daouhanteret, pegen disheñvel e veze graet ouzh ar soudarded hervez o gouenn. An tem a zo dedennus-bras.

Ha Violaine a zo ken entanet. Ijinañ a ra kant ha kant doare evit reiñ buhez da skeudennoù difiñv, evit reiñ buhez da skeudennoù gwenn ha du ar bloavezhioù-se. Marteze eo adalek ar mare-se, pa 'z eo adkroget gant al livañ, eo e kemer un hent all, hini un arzourez neuziañ. Staliañ, fotogrammoù, skeudennoù pikselaet. Violaine a glask, a ijin, a gav. Hec'h istor a garantez gant ar sinema n'eo ket marv penn-da-benn c'hoazh...

Dalc'hmat ar c'hoant gouzout, kit ta da welet palier Dejoie-Robin :
http://www.galerievdr.com
emañ daoulagad Jacques Demy ouzh ho kortoz...

al levr Prisonniers de guerre indigènes, bet skrivet gant Armelle Mabon goude he film :
http://www.editionsladecouverte.fr/catalogue/index-Prisonniers_de_guerre___indigenes__-9782707150783.html

Hag evit ar blijadur hepken, pevar c'haner kan-ha-diskan eus ar c'hentañ: Kemener- Marchand-Menneteau – Krismen  :
http://www.youtube.com/watch?v=82sGSGsxyUw

Filmlennadur

  • 2003 Oubliés et Trahis, les prisonniers de guerre coloniaux et nord-africains, 53'
  • 1999 Les Abris du marin, 26'
  • 1995 Kan ha diskan, 52'
  • 1991 Yhanne Le Toumelin, 13'
Kan ha diskan

Kan ha diskan

Violaine Dejoie-Robin

Tamm

Jean-Michel Guilcher en deus skrivet un dezenn diwar benn dañsoù kozh Breizh ha dreist-holl diwar-benn an « dañs tro ». Taolenniñ a ra ar gevredigezh e Breizh a-raok ar brezel-bed kentañ ha diskouez a ra tammoù filmoù graet gantañ (...)

Gwelet ar fichenn

Oubliés et trahis

Oubliés et trahis

Violaine Dejoie-Robin

Film war e hed

E 1941, tost da 70 000 soudard eus an arme drevadennel a zo bac'het er Frañs, e kampoù prizonidi staliet el lodenn dalc'het. Miliadoù anezho a oa e Breizh, e Kemper, Roazhon hag a rannadoù bihan un tamm e pep lec'h war ar maez. Adalek 1943 en (...)

Gwelet ar fichenn