Ur sell hag ul lagad e pep lec'h!

Roland Michon

Ur sell hag ul lagad e pep lec'h!

Kavout ar poltred

Krouer filmoù eo bet en ur c'hrignol hag ivez videour, filmour/ politikaet er bloavezhioù 70, filmoù arnod e Naoned, filmoù sokial en ur skinwel lec'hel e Grenoble, skinwel desavadurel evit Reveulzi an douaroù en Aljeria, filmoù embregerezhioù, sevenner (gant ur gartenn a-vicher) abaoe 1982 evit skinwelioù ar servij publik. Sevenet ha stummet en deus meur a brogramm e brezhoneg (Du-mañ du-se, abadennoù kentañ Mouchig dall), un arzour hep oberenn peogwir e veze bepred ken entanet gant e labour... Pa vez ret ez eo ivez produour. Kelenn a ra. Skoazellañ ivez. Ijinañ a ra e vuhez, liesdoare ha ken marlonk eo ma vez plijadur ouzh e selaou. Na plijet e vefe bet Jacques Prévert!

C'hoant d'ober sinema ? Ar c'hoant-se a zo peget ennon pa oan yaouank, aozañ a raen skignadennoù paper didroc'het er c'hrignol gant ul lampig tredan evit paboriñ dirak ma c'henitervezed hag evit diduiñ ma breudeur ha ma c'hoarezed... Ne c'hwiten james kennebeut an abadennoù sinema a veze e patronaj an Oriant ha mont ha raen ivez a bep eil da reoù ar patronaj laik. Dalc'het em eus ivez eñvor eus Tunizia el lec'h m'eo bet ma zad o labourat e-pad ur pennad : filmoù skignet er-maez, gant jekoed — glazarded ar vro — hag a dreuze ar skramm ha rolloù savet war an tu gin, gant pennoù an tudennoù e traoñ ar skramm, met se a blije din kalz. Marteze eo eno eo diwanet ennon c'hoant ar filmoù-arnod ?


Distro d'ar Frañs, ha perak ned afen ket d'an Arzoù-Kaer ? Dipitet bras e oa ma mamm o welet ac'hanon oc'h echuiñ o tresañ gant kleiz war ar riblenn-straed. Neuze on aet da studiañ ar brederouriezh da Naoned ha setu deue tkoulz ar video.
Gant prez e tapemp skeudennoù gant ar portapakoù Sony 1/4 ha harpañ : ar beizanted labourerien, adperc'hennañ ribloù an Erzh, ar skoatoù, an harzoù-labour....


E-keit-se e taper koc'hennoù dre guzh, kameraioù, 16, Super 8, an holl draoù a gavemp. Difretañ a reomp, ober a reomp filmoù berr, filmoù faltazi «underground» da vat, rak buan-tre e skuizhan gant al luganoù, ne fell ket din dont da vezañ paotr ar c'hamera evit prezegennoù graet en a-raok. Pellaat a ran. Gounit a ran ma zamm bara oc'h ober pennadoù skrid evit ar sinema, ar sonerezh, «al leurenniñ», strammer, teknisian, ledaktor...
Met ar bloavezhioù-se a zo bloavezhioù an ijinañ, setu-me oc'h arnodiñ en-dro, e Naoned, er Roc'hell, pleustriñ doareoù sinema disheñvel. Toullañ a reomp ar filmoù gant mekanikoù da wriat, deviñ anezho, drailhañ anezho, skrapañ, livañ, ne fell ket dimp klevet komz eus industriezh na zoken eus danevelliñ. Un avantur eo bet gant tud Paris Films Coop.

E Naoned e filman gant tud yaouank a reer war o zro gant edukatourien ar straedoù, troet omp gant filmoù gangsterien, pe tagadennoù, gant ur c'hoant ober filmoù faltazi.
Dres, ma hunvre a zo c'hoazh mont d'an IDHEC, met re gozh on, neuze ez an e-pad ur prantad berr da Vrusel (INSAS). Goude ez an da Aljeria gant ur raktres kleweled war an hentoù met ne zeuio ket da vad. Emeur e 1978, kregiñ a ran d'ober filmoù evit ha diwar al labourerien-douar e skeud servij sinema ministrerezh al Labour-Douar ha Reveulzi an douaroù. Ur rummad filmoù stummañ ; an hal, kleñved an tomatez, an agropastorelezh, ar sikourioù kentañ hag e vannomp anezho war ar maez evit kenteliañ ar beizanted. En em gemer a ran evit un doare Dziga Vertov, met torret krenn eo ma lañs «dispac'hel», skarzhet on bet pa varvas Boumedienne.

Erruet on e Grenoble e 1980, tapout a ran ur vestroniezh kleweled gant an dibab produiñ, kemer a ran perzh e penn kentañ holl video-gazette Villeneuve, diaraoger ar skinwel lec'hel, ar skinwel kumuniezhel a ziwan e Bro-Gebek hag e Belgia er bloavezhioù-se. Goude em eus kemeret perzh e krouidigezh ti ar sinema en Isère e 1981.

E 1982 on distroet da Vreizh.


Ha setu ul lodenn disheñvel all eus ma buhez o kregiñ, filmoù embregerzh evit Peugeot, Edf, Total, ACB... Gant kalz a aezamant, kemer a ran tro eus se evit deskiñ ober gant binvioù ha teknologiezhioù bep seurt. Labourat a ran ivez evit F3 rannvroel, hag e splujan gant entan er seveniñ. Keleier pe abadennoù diduiñ, an abadennoù kentañ evit ar vugale gant Gérard Delahaye ha Patrick Ewen, abadennoù sonerezh hag abadennoù rock.
Redek a ran un tamm e pep lec'h, BBC, ZDF, Antenne2, France3, Limoges, Strasbourg, Lille, un heuliad diwar-benn ar Gelted, filmañ un tamm e pep lec'h en Europa ar C'hreiz… hag ivez gant arzourien evel Yann Kersalé pe Alain Bourges.

Hag ur c'hoant a-gozh a zeu war wel goustadik : ober filmoù evit ha diwar sevenadur Breizh. En em santout a ran tost a-walc'h ouzh un toullad arzourien yaouank o tont eus ar sevenadur-se : Nolwenn Korbell, Marthe Vassallo, Goulwena an Henaff, Gurvan Musset, Bastian Le Guillou, Mathieu Herry... Kenlabourat a ran ganto gwech ha gwech all daoust ma n'on ket tost-tre ouzh sevenadur Breizh. Feiz zo ennon met ne bleustran ket, ha disfiz bras em eus rak an anterinourien !

E 1997 em eus graet ma soñj : n'eus den dedennet gant ar raktresoù teulfilmoù e brezhoneg em eus krouet un ti produiñ, Kalanna, gant Soazig Daniellou hag Herve Morzadeg. Ar film kentañ a vo unan diwar-benn liseidi Diwan, ar rummad kentañ... Brezhoneg leizh o fenn. Un toullad brav a filmoù a vo graet goude-se. D'ar c'houlz-se em boa c'hoant da gas da benn raktresoù diwar-benn ar yezhoù bihan, n'hon eus graet nemet gant ar Skosiz hag ar Chicanos. Mareoù plijus daoust ma n'hon ket ezel eus Kalanna ken. Goude-se em eus renet servij kleweled ar CREA e Roazhon2. D'ar c'houlz-se ec'h arnodemp an abadennoù Camus ha Synopsis evit ar chadennoù lec'hel pe rannvroel hag ivez ur ganol deskiñ, ar pezh a oa a-raok «l'Aire Du».

Komz diwar-benn unan eus ma filmoù ? Lettres à un gallésant e 2008. Ur preder war an heuliadoù a zo da yezh ha da sevenadur ar gallaoueg e penn kentañ an XXIvet kantved, pa'z eo ken a-bouez an dazont evit ar yezh-se : etre mont da get ha krouiñ. Ur skeudenn doubl ha kroaziet eus Gilles Morin, un den ken anpar ha ken divoutin ha Bertan Obrée, ur griod «eus ar C'hornôg pellañ». Daou zen, daou stumm da welet an traoù, div bersonelezh : an den birvidik hag ar barzh, ezhomm ez eus eus an daou...


Kenlabourat a ran en-dro evel rener produoù emren, kelenn a ran bepred ar sinema : ar genedouriezh hag ar skrivañ da zanvez arzourien neuziañ, skoazellañ a ran skrivagnerien pe sevenerien da skrivañ o raktresoù, labourat a ran war un teulfilm diwar-benn ar rezistañs hag ar c'henlabour e Breizh.
Peadra da vezevenniñ ? N'eus ket, pep tra ’vez graet e koulz ha c'hoant em bez bepred d'ober filmoù. Un dra ret evidon.

Filmographie

  • 1981 Portrait Robot
    Documentaire scientifique, 16mm, 32', Production SERDAV/CNRS
  • 1982 Voyage en électronie
    Film d'entreprise (prix au festival de Biarritz), 30', VIDEO 44
  • 1984 Hubert, Luc et les autres...
    Portrait documentaire, 26', TPR OUEST
  • 1985 Corps à cornes
    Documentaire pédagogique, 26', TPR OUEST
  • 1986 Lumières et circonstances
    Co-Réalisation : A.Bourges, fiction/installation, 80' Production Festival d'Avignon
  • 1987 Le songe est de rigueur
    Co-Réalisation : Y.Kersalé, film expérimental, 8', Production Beaubourg, Centre Georges Pompidou
  • 1987 Blockhaus
    Fiction, 45', Centre Régional d'Art dramatique/CREA
  • 1988 La maison des enfants
    Documentaire pédagogique, 8', CREA Rennes 2
  • 1991 Raphael et l'ile du dragon
    Fiction/documentaire, 30', Carmin films/ FR 3 Alsace/ARD/Arte
  • 1992 Kombinat à louer
    Documentaire, 26', Cité des Sciences et de l'Industrie / Ministère de l'Agriculture
  • 1994 Lorient ville martyre
    Documentaire, 26', MFP productions/FR3
  • 1995 Reun Kreston : Ar breur henan
    Documentaire, 26', France 3 Ouest
  • 1996 Mitraillette marin d'eau douce
    Documentaire, 26', 13 Production / France 3
  • 1996 Talbenn ar Pobl
    Documentaire historique, 40', France 3 Ouest
  • 1997 André Lebreton,Medisin al loened
    Portrait documentaire, 13', France 3 Ouest
  • 1998 Un Donezon
    Documentaire, 13', France 3 Ouest
  • 1999
    Ar pokerezed bleuniou
    Tenzoriou ar gestenn
    26', documentaire en 2 parties, France 3 Ouest
  • 2000 Yann ber Kalloc'h
    Portrait d'écrivain, 26', Kalanna/France 3 Ouest
  • 2001 Kement evn'zo, ma kar gav par
    Documentaire, 13', France 3 Ouest
  • 2001 Per Denez
    Portrait d'écrivain, 26, Kalanna / France 3 Ouest
  • 2002 Skrivan
    Documentaire, 26', Kalanna / France 3 Ouest
  • 2003 Pesketaer Porz -Gwenn
    13', portrait ethno-linguistique, Kalanna / France 3 Ouest
  • 2006 la seule fois
    12', expérimental / danse, Conservatoire de Rennes
  • 2007 Acordages
    18', expérimental / performance, AKA / JPL films
  • 2008 Syzygie
    9', expérimental / peinture, CREA/CIM
  • 2009 Lettres à un gallésant
    52', documentaire, Kalanna / TV Rennes
  • 2010 Guernuche a guernaille
    52', documentaire, Kalanna / TV Rennes
  • 2012 Hentou 70'
    52', documentaire, Kalanna/INA/France 3 Ouest

• Liammoù:

• Paris Film Coop: penaos eo bet krouet Cinedoc, ul lec'h evit ar filmoù arnod.
http://www.cinedoc.org/htm/apropos/index.asp

• Dziga Vertov, ur filmaozour soviedel rakwardel (1896-1954) e film L'homme à la caméra, un dielfennadur kaer war DVD Classik http://www.dvdclassik.com/critique/l-homme-a-la-camera-vertov

• ul levr : Frédérique Devaux, L'Homme à la caméra de Dziga Vertov, Brusel, e moulladurioù Yellow Now, 1990 http://www.yellownow.be/pages.php?id=2

• selaou ouzh Bèrtran Ôbrée e gallaoueg
http://www.obree.fr/


• ha mont da fuketal e kreizenn dafar Bertègn Galèzz
http://www.bertegn-galezz.com/#!presentation-bertegn-galezz/c14e3
ul levr gant Roland Michon e breton: Diweza beaj Kolomba gant Ronan Pichon.
Ur chadenn skinwel hag a ginnig d'ur sevener ur raktres diaes: mont da heul Tro Breizh diwezhañ ur stourmer breizhat kozh eus ar brezel diwezhañ, gant ur vuhez teñvalik http://www.emgleobreiz.com/index.php?page=shop.product_details&flypage=flypage_images.tpl&product_id=453&category_id=45&option=com_virtuemart&Itemid=2

Grnuch a grnây

Grnuch a grnây

Roland Michon

Film war e hed

Kaoz a zo amañ eus ar staj kentañ stummadur micherel  evit deskiñ gallaoueg dalc'het e Moñforzh e-pad tri miz e dibenn 2009.

Gwelet ar fichenn

Hentoù 70

Hentoù 70

Roland Michon

Film war e hed

Titl ar film a gas ar sellerien da heul Bob Dylan, Jack Kerouac hag ar spered nevez, ganet er bed a-bezh e fin ar bloavezhioù 1960. E Breizh emañ ivez an traoù o cheñch. E 1968 e lavarer e fell d'ar C'hornog bevañ, ha tonioù sonerezh mod nevez (...)

Gwelet ar fichenn

Lettres à un gallesant

Lettres à un gallesant

Roland Michon

Film war e hed

Sell Roland Michon war stad ar gallaoueg en deiz a hiziv a-drugarez da skeudennoù tennet eus  dielloù ha da  skeudennoù all filmet dreist-holl e dibenn 2008.

Gwelet ar fichenn