a-dreuz hag a-hed douaroù diwelus

Robin Hunzinger

a-dreuz hag a-hed douaroù diwelus

Kavout ar poltred

Kevrinus e chom an traoù. Daoust penaos e ra Robin Hunziger evit kas da benn kemend-all a raktresoù? Teulfilmour eo abaoe 1998, abaoe m'eo aet evit ar wech kentañ war roud ar brezel evit kompren, gant Gorazde, psychogéographie d'une frontière. Sevenet en deus ur pemzek film bennak, pennkazetenner ar gelaouenn Revue des ressources eo, ur gelaouenn elektronek sevenadurel ha liesdoare... Ul lenner bras eo, pitilh gant ar brederouriezh, sot gant an natur — emañ o paouez bezañ bet o welet e wenan. Daoust hag-eñ eo en ur sellet outo o vleuniaoua tro-dro d'o ruskenn eo bet awenet evit e film nevez, Vers la forêt de nuages ?

Savet eo bet gant e c'hoar hag e dud, — Claudie Hunziger, e vamm, ur skrivagnerez anezhi, he deus skrivet diwar-benn ar bugaleaj eürus-se —, hag abred eo bet dedennet gant ar skeudennoù. «yezhadur ar skeudennoù» emezañ o resisaat, zoken ma lonke d'ar c'houlz-se kement levr a gave war e hent. Sellet en deus ivez, marlonk, ouzh kilometradoù a goc'hennoù filmoù ha graet en deus e studi sinema e Jussieu. Soubañ a ra e Pariz e bed ar filmgarourien. «Sklaer eo, mont a raen da welet kement film nevez a zeue er-maez...»

N'eo ket peogwir e pleustr ar salioù sinema ne wel ket ar vizer don a ren dre ar bed. Divizet en deus neuze digeriñ e zaoulagad war ar bed-se. Adalek 1993, gant e vignoned, ez a da ez-Yougoslavia, a zo sanket don en ur brezel didermen. En em c'houlenn a ra peseurt talvoudegezh o deus ar skeudennoù degaset gant ar gelaouaerien-vrezel. Sevel a ra goulennoù ha goulennoù tro-dro dezhañ. Merket don eo gant an emgav en deus bet gant Abdulah Sidran, senarioer daou film kentañ Emir Kusturica.

E film kentañ, Gorazde, psychogéographie d'une frontière, a zo ur furchadenn en enklozadur Gorazde, «ur Berlin bihan hep moger, un toull-bac'h hep barrinier, un enezenn hep mor». Ar bloaz war-lerc'h, e 1999, e teu er-maez Traces de guerre.

Mont a ra diwezhatoc'h en-dro da Vro-Vosnia evit filmañ ar roud a chom eus ar brezel, war meur a rummad tud, war steuñvenn an disoñj. Ar pezh a van, ar pezh a vez disverket, ar pezh a zo e-maez stern ar memor. Poltred Francis Bueb, Sarajevo, notre résistance e 2011 ; Notre camarade Tito gant Sabina Subasic, hi eo he deus sevenet La terre a promis au ciel. Komz a ra Robin eus Ademir Kenovic, Jasmila Zbanic, Aida Begic, ha chom a ra tost ouzh sevenerien yaouank ez-Yougoslavia. War evezh e vez ivez ouzh ar pezh a dremen en e vro, e-kreiz menezioù ar Vogezoù. Ober a ra enklaskoù don war kamp-bac'h Natzwiller-Struthof. Paul Ricoeur ha Walter Benjamin a vez gantañ, skeudoù didrouz... douaroù an diwelus ?
Filmoù all a-bouez : Closing our eyes, e 2007. Bac'hañ, moustrañ, etre Naplouse, Hebron, Qalqilyah, e Palestinia. Bloaz war-lerc'h e teu er-maez ar film kizidik Où sont nos amoureuses ?, istor skrijus div blac'h en em gare er bloavezhioù 1930 hag a zo bet dispartiet gant an Istor meur. Meuleudi, etre-daou, enklaskoù, Robin Hunzinger ne baouez morse, kurius, figus. Dedennet bras eo ivez gant L'insaisissable Albert Kahn, ar bankour en doa divizet strollañ « dielloù ar blanedenn» adal mare ar fiñvskeudennerezh. Skoazellet e vez alies gant produerien dedennet evel Bruno Florentin, eus Real Productions, ha Bix Films.
E film nevez a zlefe kas Robin, e vignonez hag e vab, da La courbe du fleuve... Ket, an dra-se eo ar romant gant V.S Naipaul emañ bremañ o lenn. Nann, bez' e vo Vers la forêt de nuages, en Aod-an-Olifant hag evit bezañ resisoc'h war ar vevenn a zo etre bed ar vugaleaj hag hini an dud vras. Evit kompren mat ar vevenn-se e kemero e amzer, daou vloaz pe muioc'h zoken. Evit ober an traoù gant plijadur, evit bezañ dizalc'h, ul labour war hir dermen evit kaout frankiz...

Evit e film nevez a vo graet en Aod-an-Olifant en deus studiet Robin Hunzinger L'énigme du retour, ul levr gant Dany Laferrière, ur skrivagner eus Haiti, hag ivez A la courbe du fleuve gant V.S Naipaul, skrivagner genidik eus Trinidad.

Lec'hienn Robin Hunzinger, evit gwelet tennadoù eus filmoù all
http://www.robinhunzinger.info/

Lec'hienn Bix films
http://www.bixfilms.fr/index.php/fr/dvd

Filmographie

  • Inventaire avant disparition (moyen métrage), les Films hatari (en production)
  • Vers la forêt de Nuages
    Long-métrage documentaire, 62'
  • 2012 L’insaisissable Albert Kahn
    Film documentaire, 52', HDCAM
  • 2011 Sarajevo : Notre résistance
    Film documentaire, 52', HDCAM.
  • 2011 Notre camarade Tito
    Film documentaire, 52'
  • 2008 La Bête des Vosges : Autopsie d’une rumeur
    Film documentaire, 53 minutes, HDCAM. 16/9, stéreo
  • 2007 Ou sont nos amoureuses
    Film documentaire, 53', HDCAM. 16/9, 5.1
  • 2006 Closing your Eyes
    Film documentaire, 52', Béta-num. 16/9
  • 2004 Natzwiller-Struthof : Un souvenir français
    Film documentaire, 59'
  • 2003 Eloge de la cabane
    Film documentaire, 52', Dolby Surround
  • 2002 1942 : Enquête de mémoire
    Film documentaire, 52', Béta-num. 16/9
  • 2001 Voyage dans l’entre-deux
    Film documentaire, 52', Béta-num. 16/9
  • 1999-2000 Les Pionniers du Paysage
    Film documentaire de 43'
  • 1999 Traces de guerre
    Film documentaire de 26'
  • 1998 Gorazde, psychogéographie d’une frontière
    Film documentaire de 52'

Allez flâner sur le site de La Revue des ressources : http://www.larevuedesressources.org/

Le site de Robin Hunzinger, pour voir des extraits de ses films : http://www.robinhunzinger.info/

Pour acheter les DVD et programmer les films
- Le site de Real Productions : http://www.real-productions.net/
- le site de Bix Films : http://www.bixfilms.fr/index.php/fr/dvd

Closing your eyes

Closing your eyes

Robin Hunzinger

Film war e hed

Closing your eyes a zo un teulfilm diwar-benn teir c'hêr o vervel e Palestinia, ur film war tri stumm bac'hañ ha mougañ : dispac'h Nablous, dilez Hebron, steuziadur Qalqilyah.

Gwelet ar fichenn

L'insaisissable Albert Kahn

L'insaisissable Albert Kahn

Robin Hunzinger

Tamm

Albert Kahn, mab un trafiker loened, deuet da vezañ bankour, pinvidik-mor, paotr al liorzhoù hag ar brederouriezh a zizoloas ne oa ket ar bed evel ma oa bet lavaret dezhañ: c'hoant en deus bet da brouiñ kement-se. 140 km filmoù, 70000 skeudenn (...)

Gwelet ar fichenn

Où sont nos amoureuses?

Où sont nos amoureuses?

Robin Hunzinger

Tamm

Tonkad div broviñsadez yaouank, Emma ha Thérèse, kelennerezed o-div er bloavezhioù 30 hag a glask, asambles, bevañ o c'harantez hag o stourm. O gwregelezh a vo neuze diaes da vevañ ha leun a wallgas hag a drubuilh.

Gwelet ar fichenn

Sarajevo : notre résistance

Sarajevo : notre résistance

Robin Hunzinger

Film war e hed

Ar film-mañ a zo poltred un den na vo ket gwelet.  Gwelet ha klevet e vo petra oa mont da Sarajevo, e kreiz an emgann, da gas levrioù, pladennoù ha filmoù. Ar pezh a oa hag ar pezh eo bet pa vezer chomet eno. Klevet e vo ar pezh a lavar ar (...)

Gwelet ar fichenn

Vers la forêt de nuages

Vers la forêt de nuages

Robin Hunzinger

Bandenn-vrudañ

An eur eo da vont. Dek vloaz eo bet Aya e-maez he bro ha hiziv e kemer ar c'harr-nij evit mont da Aod-an-Olifant, he bro c'hinidik. C'hoant he deus da vont war bez he zad, briata he familh afrikan ha diskouez dezho Tim, he mab seizh vloaz. Daoust da (...)

Gwelet ar fichenn