Breton e gamera ruz

René Vautier

Breton e gamera ruz

Kavout ar poltred

Dalc'homp soñj eus paotr ar mil emgann, armet gant ur c'hamera. Ar filmaozour breizhat en deus filmet skeudennoù kaer eus an emgannoù a-enep an trevadennerezh: Afrique 50, Avoir 20 ans dans les Aurès, L'Algérie en flammes... Soñj hor bo ivez ez eo bet unan eus diazezerien an UPCB (Unité de Production Cinématographique Bretagne) e 1970. Filmoù berzet pe troc'het, prosezoù, lanvioù du ha kapitalouriezh, an nukleel hag ar ouennelourezh, emañ René Vautier war varc'h d'an emgann.

Tangui Perron, war lec'hienn Périphérie


N'eo ket aes skrivañ diwar-benn René Vautier, un den mojennel hag a voueta e vojenn, ur filmaozer baleer, o fouetañ bro, latennek. Ne vefe ket a-walc'h gant ul levr hag un aridennad gerioù evit ober e boltred. Krogomp gant ar penn kentañ hag an darvoudoù pennañ hag heverk.
Ganet eo René Vautier e Kameled e 1928, bet eo éclaireur de France, scout laik a-raok ar brezel, ha graet brezel gwir goude e-pad an Eil brezel bed. Rezistant e oa e korn-bro Kemper, e karg eus an titouriñ da gentañ hag eus ar propaganda war-lerc'h, gwelet en deus ar marv a-dost. Chomet eo kalonek ha fougeer e-pad e vuhez, un doare «boy scout» dizaon dezhañ. Proleterekaat a ra un tamm e orin ha merket eo bet gant merc'hed a-benn, dieub, o deus savet anezhañ : ur vamm skolaerez laik, ur vamm-gozh mestr-micherourez en ur fritur en arvor (skouarniataet he doa ar rener komunour Charles Tillon deuet da lakaat un tamm mesk…), e dad, eñ, bet mestr-micherour e-pad ur pennad ha savet gantañ un embregerezh goude-se, a guitaas an ti abred a-walc'h. René Vautier a zo deuet da vezañ ezel eus ar strollad komunour pa oa war e studi e Pariz, aet e oa eno diouzhtu goude bezañ bet degemeret en IDHEC, ne oa ket koulskoude e strollad rezistanted komunour tamm ebet… René Vautier a chomo komunour e-pad e vuhez a-bezh hag en disklêrio sklaer. Met un doare komunouriezh ispisial, ur gomunouriezh brezel yen sur-mat, aheurtet mat, met René Vautier a oa kentoc'h dedennet gant an emgann war an dachenn eget gant meuleudioù Stalin.
Un hiniennelour brokus, taer ha hoalus, chom a ra René Vautier un den dibar kenkoulz er politikerezh evel er sinema. Chom a ra feal d'e vennozhioù ha d'e vignoned, daoust ma chom ezel eus ar PCF e sav René Vautier a-du gant ideologiezhioù radikalañ e amzer : an eneptrevadenniñ, ar rannvroelouriezh tost d'an dizalc'hiezh, an ekologiezh enekapitalour….
Hag e oberenn en afer-se ? Techet e vefemp da lavaret eo oberenn René an den e-unan, gant e avanturioù digredus ha gwir peurvuiañ, e filmadurezh liesdoare ha liesstumm a chom diaes da veizañ. René Vautier en deus filmet kalz, kemeret en deus perzh e meur a labour a-stroll, sinet gant un anv-pluenn a-wechoù, bet eo bet silziget ha berzet meur a wech gant ar Stad ; ur c'homando eus an tu dehoù pellañ en deus drailhet kilometradoù a goc'hennoù. Disoñjal a reas ha koll a reas filmoù all, ha war an tu all e lakaer war e anv filmoù all ha na oant ket graet gantañ. E kreizig-kreiz ur vanifestadeg, pa oa lavaret gant e filmer ne oa koc'henn ebet ken er c'hamera en dije respontet a-hervez : «Ne vern, kendalc'h da filmañ !» An istor-se n'eo ket gwir marteze, met diskouez a ra ar pezh e soñje eus ar sinema...
Ma reer ur bilañs eus oberenn ar filmaozer breizhat (ar CRSed a fazie a-wechoù gant Léo Ferré) n'hell bezañ nemet unan filmouriezh ha politikel. An eneptrevadenniñ, ar sinema emsaver hag ar sinema e Breizh o deus anaoudegezh outañ.
E film kentañ Afrique 50, marteze e oberenn wellañ, a zo ur vreutadeg feuls hag efedus a-enep an trevadenniñ gall en Afrika zu. Berzet eo bet groñs, tamallet trizek gwech hag an arme o c'houzout n'en doa ket René Vautier graet e servij soudard a gasas anezhañ da Vro-Alamagn, eno eo chomet tost bloaz e toull-bac'h an arme (gellet en dije chom hep ober e servij peogwir e oa bet oberiant er Rezistañs). C'hoarvezet ez eus a bep seurt traoù goude-se en e vuhez, ur vuhez kalonek, stultennus ha diskempenn, etrebroadel hag ijinus. Goude bezañ tremenet pemzektez war ur chaluter ez a da filmañ douaridigezh ur micherour e Brest, Édouard Maze, kemer a ra e karg ar servij-urzh evit ar PCF e-kerzh ur film, dont a ra da vezañ sekretour melestradurel e sindikad teknisianed ar filmoù evit ar CGT.
Met brezel Aljeria ha Bro-Aljeria eo a vo lodenn gentañ e red-micher. Mont a ra René Vautier, dre guzh, war an «takad tramor»-se evit stourm ha filmañ gant an FLN. Gloazet eo, toullbac'het (en abeg da zizemglevioù diabarzh e reveulzi Aljeria). Da vare an dieubidigezh, d'ar c'houlz-se e oa tost ouzh ar galloud (FLN), e labour evit Cinémathèque d'Alger, stummañ a ra filmaozourien yaouank aljerian, aozañ a ra troiadoù digredus en Aljeria a-bezh zoken e lec'hioù el lec'h na oa bet morse diskouezet film ebet.
Pa oa deuet en-dro da Vreizh en doa labouret evit ma vefe savet sinema ar vro, krouiñ a ra neuze gant filmaozourien all an UPCB. Ne zisoñj ket en amzer digreizennañ ha rannvroadel-se e stourm a-enep ar ouennelouriezh (Les ajoncs (1969) ha Les trois cousins (1969) na kennebeut Brezel Aljeria (Avoir 20 ans dans les Aurès (1972), e film anavezetañ hag an hini a zo bet skignet ar muiañ war ar rouedadoù nann ofisiel). D'ar c'houlz-se eo en deus bet ar muiañ a ijin hag a skoazell daoust ma n'en deus ket graet berzh bep tro evel gant ar film arzel La folle de Toujane (1974).
Ar bloavezhioù 80 a zo bet treutoc'h evit René Vautier, lezet eo bet a-gostez gant meteier ’zo (ha geriadurioù 'zo) er sinema, prezeg a ra dirak kalz nebeutoc'h a selaouerien. Met se ne vir ket outañ da genderc'hel gant e stourm hag e gaoz, skoazellet eo gant un toullad poellgorioù embregerezh, filmañ a ra gant bugale bannlevioù, mont a ra da Vro-Liban evit kas dafar video d'ar Balestinianed… E-unan emañ bremañ a-dreñv d'ar c'hamera ha gwelet a reer e vank kenlabourerien dezhañ (evel gwechall evit Yann le Masson pe Bruno Muel). Gouezet en doa kouskoude René Vautier bezañ un oberataer kalonek ha barrek p'en doa filmet al linenn Morice, ar gloued tredan a zispartie Aljeria diouzh Tunizia e-pad ar brezel trevadennel pe pa dage ar CRSed e Brest goude lanv du an Amoco Cadiz (Marée noire et colère rouge, 1978).
E dibenn an XXvet kantved koulskoude emañ René Vautier aze brepred, sonn, ha dizoleiñ a reer e oberennoù en-dro, diskouezet e vez e filmoù hag an abadennoù a zegas tud yaouank alies ha dedennet bras. Ar filmaozour a ra neuze war-dro e filmoù, paouez a ra da strewiñ anezho a-dreuz hag a-hed ha Gwarez Filmoù ar Vro a grog da zastum ha da skignañ e oberenn. Bremañ eo gant ar mikro, evel ma rae gant ar c'hamera gwechall ez a René Vautier dre ar vro, er c'hêrioù ha war ar maez, dreist-holl e Bro-C'hall hag en Aljeria : «Ur wech e oa ur sinema a stourm...

Muioc'h a ditour war filmoù René Vautier : Cinémathèque de Bretagne http://www.cinematheque-bretagne.fr/Accueil-257-0-0-0.html


War lec'hienn Périphérie  gant Tangui Perron :
http://www.peripherie.asso.fr/


 Olivier Bitoun, DVD Classik :
http://www.dvdclassik.com/critique/avoir-20-ans-dans-les-aures-vautier

 
http://www.lesmutins.org/Afrique-50-De-sable-et-de-sang-en

Filmographie

  • 1950 Afrique 50
    Premier film réalisé par René Vautier, alors âgé de 21 ans, et premier film anticolonialiste français
  • 1950 Un homme est mort
    Film sur la mort de l’ouvrier Édouard Mazé, lors des manifestations et des grèves de Brest (mars-avril 1950). Le titre de ce film est repris d'un poème de Paul Éluard tiré du recueil Au rendez-vous allemand.
  • 1954 Une nation, l'Algérie
    l’une des deux copies est détruite, la deuxième a disparu. Après la révolution du novembre 1954, le film relate en images la véritable histoire de la conquête de l’Algérie. René Vautier est poursuivi pour atteinte à la sûreté intérieure de l’État pour une phrase du film : "L’Algérie sera de toute façon indépendante»
  • 1956 Anneaux d'or, avec Claudia Cardinale dans son premier rôle, une de ses rares œuvres de fiction, il remporte l'Ours d'argent au festival de Berlin-Ouest.
  • 1958 L'Algérie en flammes
  • 1963 Un peuple en marche, film qui fait un bilan de la guerre d'Algérie en retraçant l'histoire de l'ALN et qui montre l'effort populaire de reconstruction du pays, après l'indépendance
  • 1964 Le glas
    le film est d’abord interdit en France, puis autorisé en 1965 parce qu’il était autorisé en Angleterre
  • 1969 Classe de lutte
    avec les ouvriers du Groupe Medvedkine et Chris Marker.
  • 1970 Les trois cousins, fiction tragique sur les conditions de vie de trois cousins algériens à la recherche d’un travail en France. L'Award pour le meilleur film pour les Droits de l'Homme à Strasbourg en 1970.
  • 1971 Les Ajoncs
  • 1971 Mourir pour des images
  • 1972 Avoir vingt ans dans les Aurès, avec Alexandre Arcady, Yves Branellec, Philippe Léotard. Il obtient le Prix international de la critique du festival de Cannes.
  • 1973 Transmission d'expérience ouvrière, s’adressant à d’autres collectivités ouvrières, les ouvrières licenciés des usines des Forges d'Hennebont racontent la façon dont les promesses gouvernementales et patronales les ont floués.
  • 1974 La Folle de Toujane
    fiction, co-réalisation avec Nicole Le Garrec
  • 1974 Le Remords
  • 1975 Quand tu disais Valéry, avec Nicole Le Garrec, le film retrace la longue grève des ouvriers de l’usine de fabrication de caravanes Caravelair à Trignac, classé meilleur film français au festival de Rotterdam.
  • 1976 Le Poisson commande,[oscar du meilleur film sur la mer.
  • 1976 Frontline
    Réalisé avec Oliver Tambo, prédécesseur de Nelson Mandela et coproduit avec le Congrès national africain.
  • 1977 Quand les femmes ont pris la colère
    Co-réalisation avec Soazig Chappedelaine.
  • 1978 Marée noire, colère rouge
    Classé meilleur film document mondial 1978 au festival de Rotterdam.
  • 1980 Vacances en Giscardie
    Ce film regroupe deux reportages sur les vacances d'été des « Français moyens» : 1. Simplement vivre et 2. Une place au soleil.
  • 1985 À propos de… l'autre détail
    Lle film est constitué de témoignages sur la torture par des personnes ayant vécu la guerre. Certains témoins ont été torturés parJean-Marie Le Pen. Ces témoignages vont aider à défendre en justice le journal le Canard enchaîné dans le procès intenté par Jean-Marie Le Pen pour diffamation.
  • 1985 Chateaubriand, mémoire vivante.
  • 1986 Vous avez dit : français ?
    Réflexion sur la notion de citoyenneté française et l’histoire de l’immigration en France.
  • 1988 Mission pacifique
    Documentaire sur des témoins sur place qui analysent les prises de vues effectuées lors des explosions atomiques dans le Pacifique et du naufrage du Rainbow Warrior.
  • 1995 Hirochirac
    Reportage tourné pendant le cinquantième anniversaire d’Hiroshima, au moment où Jacques Chirac reprend les essais nucléaires dans le Pacifique, et complété par des témoignages de victimes du nucléaire.
Afrique 50

Afrique 50

René Vautier

Tamm

Flemmfilm sabatuus un den yaouank bet medalenn  Kroaz ar Brezel gantañ evit bezañ stourmet a-enep an dalc'hidi nazi da 16 vloaz hag en doa bet c'hoant da reiñ un testeni eus ar pezh a wele en Afrika hag a heuge anezhañ. Ar film, bet berzet (...)

Gwelet ar fichenn

Avoir 20 ans dans les Aurès

Avoir 20 ans dans les Aurès

René Vautier

Bandenn-vrudañ

Ebrel 1961. E menezioù an Aurès en em gann ur c'homando eus an arme c'hall, gant soudarded vreizhat ennañ, a-enep ur strollad eus an Arme dieubidigezh broadel e-kerzh un trap... ur sell diabarzh e dislavarioù brezel Aljeria hag en ene mab-den.

Gwelet ar fichenn