Rania Stephan

Kavout ar poltred

Libanadez eo Rania Stephan ha lavarout a ra sklaer e samm warni al levezonioù liesseurt a gaver en he bro hag e-skeud-se he buhez dezhi hec'h-unan. Eus Aostralia da Vro-C'hall, eus Beyrouth, el lec'h m’eo distroet e 2005, e sav goulennoù, dibaouez, ouzh tud hec'h amzer, klask a ra diskoulmoù ha kompren. Ober a ra an hevelep tra gant skeudennoù tennet eus dielloù ha klask a ra diskoachañ barregezh krouiñ hor speredoù.
En un taol-c'hoarzh e lavar ne blij ket dezhi tamm ebet mennozh ar glannder. En taol-c'hoazh-se emañ-hi, ur c'hoarzh a-vuhez.

Da gentañ penn e plijfe din gouzout perak ez peus dibabet hent ar sinema ha penaos out kroget ?

Goude ar vachelouriezh e Bro-Liban em eus graet studioù sinema e Melbourne en Aostralia, studioù teorikel.
Daou zarvoud a-bouez a zo c'hoarvezet e-pad ma amzer studi eno, an hini kentañ pa oan aet d'ar gentel gentañ sinema: komprenet em eus kerkent eo se a felle din studiañ. Ne’m boa komprenet koulz lavarout netra rak teorikel kenañ e oa met bet em boa evel un taol fromm, evel ur barr-avel, ur prenestr digor-bras ha desachet on bet gant an nerzh a zeue alese... Bepred e lavaran em eus dizoloet ar bed dre ar sinema hag ez eo a-drugarez da’m studioù sinema em eus komprenet kement-se.
An eil darvoud eo pa’m boa kejet gant Soad Hosni an aktourez sinema anavezet mat eus Bro-Egipt. Strobinellet on bet ganti ha komprenet em eus n'anavezen netra eus ar sinema arabek pe da vihanañ eus hini ar sinema poblek egijtat.

Ha bremañ ?

Un unvez produiñ am eus, ur c'hamera a-vicher hag un eskemmez frammañ er gêr. Filmañ a ran evit bevañ met war ar memes tro e ran ma labour krouiñ. Met kement-se holl n'eo bet morse er “Main Stream”.

Pa gomzer eus da levezonioù hag eus pelec'h e teu da awen, e rez meneg eus ar sinema egiptat: gallout a rez lavaret muioc'h diwar-benn-se, diwar-benn da breder ha da vicher a sevenerez?

Dedennet on gant ar sinema dre vras. Plijout a ra din kalz ar pezh a denn d'ar sinema, kenkoulz ar filmoù faltazi, an teulfilmoù, pe c'hoazh ar c'hrouiñ video. Bamet on gant an aktourien, gant ar c'hoari, c'hoari roll tudennoù all disheñvel diouzhoc'h hoc'h-unan. Se a souezh ac'hanon kalz. A-hend-all on dedennet gant ar sevenadur pobl; desachet on gant se. Kavout a ra din eo un andon a awen hag a ro c'hoant da c'houzout muioc'h, rak kizidikaet e vezer kalz gant ar sevenadur-se.

An doare da adimplijout skeudennoù a zeu ingal-ingal en-dro ez filmoù, skeudennoù “a zo diouto dija”, daoust hag-eñ e c'heller implijout ar ger dielloù ?

Lavaret a rafen kentoc'h «dielloù a-spered»: bevañ a ran gant ar skeudennoù-se kenkoulz ha gant ar skeudennoù a ran. Da lavarout eo pa ijinan skeudennoù a blijfe din filmañ e teu ar skeudennoù all war wel ivez. Evel-just, pa ran-me skeudennoù, e vez un argerzh fetis, un darempred fizikel kreñv gant an ober, met ar skeudennoù all a zo ennon hag e teuont da vezañ ul lodenn eus ma labour krouiñ.
Kavet e vezont ivez e Train-trains (où est la voie ?), un teulfilm krouiñ diwar-benn al linenn hent-houarn etre Beyrouth ha Damask, dizimplij bremañ. Adkempenn a ran dremm bro Liban, pa filman ar vro ez eus skeudennoù all eus trenioù e filmoù all hag a zeu da'm spered hag e lakaan anezho pa framman. Leun eo ma fenn gant skeudennoù, evel ur puñs; gronnet e vezer gant skeudennoù, ennomp emaint, intret omp ganto.

Bez’ e c'heller lavarout neuze eo kontammet da skeudennoù gant reoù tud all ?

Hag ez int. Sammañ a ran ar giriegezh. N'on ket evit gouzañv ar c'hlanded rik. Graet omp gant meskajoù, gant levezonioù liesseurt, gant mennozhioù savet, adveret ha kemplezh, gant sevenadurioù mesket, gant kroazadurioù. N'eus netra glan en traoù-se hag al Liban a zo ur skouer vev a gement-se. E Bro-Liban omp prederiet gant kement a draoù, pe e vefe an istor, ar sevenadurioù, identelezhioù pe gumuniegezhioù, yezhoù, rannyezhoù, doareoù soñjal ha dremmoù bro... Ar c'hemmesk-se a ra ac'hanon al Libanadez ez on hag a adkaver em labour en doare-se.

Pa gomzer eus dizunvanded, ur raktres ac'h eus bet diwar-benn kêr Beyrouth hag a seblant din klotañ gant ar pezh a lavarez : etre an amzer dremenet hag an adsevel dibaouez...

Distroet on d'al Liban, e 2005, tri miz goude drouklazh ar ministr kentañ Rafiq Hariri. Setu e oa ur bajenn nevez eus istor ar vro o kregiñ ha santet em eus don ennon e oa ret din adskoulmañ gant ma gwriziennoù, gant ma bro c'henidik, gant ma yezh. Kuitaet em eus Bro-C'hall ha deuet on da chom d'al Liban en-dro. Kroget em eus gant ar film-se peogwir e felle din kompren gwelloc'h ar vro.
Dre ar sinema eo bet graet : diskenn a raen war-zu kreiz-kêr Beyrouth, ma-unan gant ar c'hamera, hag e kerzhen dre ar straedoù eus ar beure betek an noz evit gwelet ar pezh a dremene hag evit klask kompren: goulenn a raen digant an dud a welen dre zegouezh penaos o doa bevet an darvoudoù istorel a oa tremenet e-pad ar mizvezhioù diwezhañ el lec'h-se. Terrain Vagues eo anv ar film.

Div wazhienn a red em labour: ur wazhienn, enni ur c'hemmesk etre ar skeudennoù graet ganin ha skeudennoù all a zo em fenn hag an doare teulfilm-se, diaoz lakaomp, kejadennoù war ar prim, graet abalamour e oa ret mont war glask, diskoulmañ goulennoù, kavout respontoù, kompren ur gwirvoud kemplezh ha leun a vesk.

Evit Liban/Guerre em eus kejet gant tud ar bobl na roer ket ar gaoz dezho peurliesañ, tud voutin hag a rank ober gant un degouezh direizh evito. Goulennet em eus digant ma c'henvroidi penaos o doa bevet brezel miz Gouere 2006, un degouezh dreistordinal ha feuls da vat, un troc'h diblaen ahag lakaas o buhez da darzhañ. Ne'm eus ket filmet ar brezel war-eeun, nag e du bamus. Filmet em eus ar pezh a dremen e-kichen ar brezegenn ofisiel skrivet mat. Sevel a raen ar goulennoù gwirion a oa ennon ha na'm boa respont ebet dezho. Neuze on aet er-maez evit filmañ ha kompren.

Ar c'homzoù a gaver amañ da heul a zo bet dastumet gant Laure Ghaninejad e FIDMarseille e 2011. Ra vo trugarekaet!

Filmlennadur

  • 1993 Tribu
  • 1995 Tentative de jalousie
  • 1999 Train-trains (où est la voie ?)
  • 2005 Terrains vagues
  • 2006 Liban/guerre
  • 2007 Fumée sur l’eau : 7 x el hermel
  • 2009 Damage, pour Gaza « la terre des oranges tristes »
  • 2011 Les trois disparitions de Soad Hosni
  • 2013 Samar Yazbek interviewee
  • 2013 64 crépuscules
  • 2015 Memories for Private Eye
Dommage

Dommage

Rania Stephan

Film war e hed

Ur film berr-berr war ar feulster, gant flamenco met hep dañserez hag evit Gaza, douar an orañjez trist (Ghassan Kanafani)

Gwelet ar fichenn

Liban/guerre

Liban/guerre

Rania Stephan

Film war e hed

Troet eo bet an eizh film berr-mañ gant kalz a brez e-pad brezel Gouere 2006 Israel a-enep al Liban. Diskouez a reont buhez pemdeziek al Libaniz. Pell int eus sell ar mediaoù hag ar c'hoant sebeziñ, trajedienn ar brezel a zo diskouezet gant (...)

Gwelet ar fichenn

Terrains vagues

Terrains vagues

Rania Stephan

Film war e hed

Tri miz goude drouklazh ministr kentañ al Liban, Rafik Hariri e miz C'hwevrer 2005 ha manifestadegoù divent a oa bet da heul, eo aet ar sevenerez a-dreuz kreiz-kêr Beyrouth da glask roud eus an darvoudoù istorel-se. Degouezhioù dic'hortoz ha (...)

Gwelet ar fichenn