Pierre Perrault

Kavout ar poltred

Barzh, filmaozer, skridarnodour, skrivagner, beajour setu ar pezh e oa Pierre Perrault, unan eus emsaverien bennañ Azginivelezh ar C'hebek hag ivez un araogour e bed an teulfilmoù modern brudet er bed a-bezh. Chom a ra ur skeudenn vev a-drugarez d'e oberenn leun a varzhoniezh, d'e filmoù, d'e abadennoù skingomz ha d'e bezhioù-c'hoari; prederiañ a ra war dazont e bobl a-dal da nerzhioù ar bed a-vremañ.

A-bouez-bras eo bet e labour evit ar radio, mont a rae war glask, dre ar vro, e-pad mizvezhioù gant ur sonenroller evit tapout gousto pe gousto danvez da selaou. Desket en deus kalz ha lezel a raio al levrioù a-gostez evit pour lire les hommes. Diskoachañ a ra ur bed all, unan lec'hel ha boutin, un dra ouez bennak hag a gompren. A-drugarez d'ar radio ha d'ar sonenroller en em zizolo deskiñ bevañ en ur vevañ. Lakaat a ra ar pouez kenkoulz war an danevell hec'h-unan evel war ar yezh implijet.

Mont a raio c'hoazh da foetañ bro gant René Bonnière, a-hed ar stêr Sant-Laorañs evit kas da benn 13 film hag a bad un hantereur pep hini evit an heuliad Au pays de neufve France". An hini kentañ eus an heuliad La traverse d'hiver à l'Isle-aux-Coudres, hag an hini nemetañ e gwenn ha du, a zo heñvel mat ouzh doare klasel un teulfilm gant komzoù savet mat skrivet gant an aozer. Un diforc'h a zo koulskoude : ne weler ket koulz lavaret ar sevener o kemer perzh gant an tudennoù e bourzh unan eus ar c'hanodoù etre ar skorn hag an dour red. Ar c'henemglev hag ar memes sell a zo gant ar filmaozer hag an dud filmet a zo un dra bennak nevez a vo ur merk en e vuhez labour.

Birvilh a zo e bed krouiñ ar skipailh a gomz galleg e Office National du Film du Canada, kavout a ra e gont eus an taol-arnod-se a gemm doareoù ober an teulfilmoù evit dont da vezañ ar filmaozer anavezet. Degas a ra Pierre Perrault war wel un emskiant don ha nevez eus ar binvidigezh a c'heller tennañ eus an enrolladennoù hag eus talvoudegezh ar gerioù.
Lavarout a ra en deus desket c'hoari sonenroller evel pa vije ur benveg seniñ.

Pour la suite du Monde a zo bet graet e 1962 gant Michel Brault ha Marcel Carrière en Île aux Coudres, ar film-se a vo an hini kentañ a gaso anezhañ da grouiñ un oberenn boellek gouestlet penn-da-benn d'e vro.
«Lavarout a rafen zoken ne ran ket sinema evit ober filmoù met evit kompren gwelloc'h an Den…»

Kendelc'her a ra da glask Kebek en ur sevel filmoù hag a vo betek en e re ziwezhañ ur goulenn war gwirvoud an teulfilmoù.
Pierre Perrault a gomz eus «Caméramage» evit envel an doare filmañ-se bouetet mat gant un emskiant kebekat ; e oberenn a zo poellek ha puilh hag a gemer harp war an unded evit tizhout an hollved.

Bez’ e c'heller rannañ e oberenn e koulzoù sinema disheñvel :
– Au pays de neufve France.
– Trilogiezh de l’Isle-aux-Coudres.
– Ar Stêr (treizhadenn ur gouelier eus Sant-Maloù da Gebek, war roudoù Jakez Karter gant ar filmoù Les voiles bas et en travers ha goude La Grande Allure)
– An Den hag an Natur, o filmañ an Amerindianed : Le Goût de la farine.
– Kelc'hiad an Abitibi, gant C'était un Québécois en Bretagne Madame !
– Klask un identitelezh a-stroll : Un pays sans bon sens, L'Acadie, L'Acadie !?!

Anv ar skrid diwezhañ skrivet a-raok e varv a zo Partisme, embannet eo bet goude e varv ha gwelet a reer anezhañ war ar golo, ur c'harned notennoù en e zorn, azezet war ur roc'h a-dal da Sant-Maloù. Plijout a rae dezhañ kalz Jakez Karter, drezañ e stag Pierre Perrault da brederiañ, en un doare dibar, diwar-benn buhezioù tud Amerika.

A-bouez eo evidomp gouzout eo talvoudus c'hoazh hiziv an deiz ar pezh a gaver en e oberenn leun a varzhoniezh. Met anat eo ez eo Pierre Perrault an hini barrekañ eus ar gronikerien war an danvez-se evit lavaret pegen mallus eo tremen «eus ar gerioù d'an ober» : «Poent bras eo, emezañ, bevañ evidomp-ni ha kaout ar renk kentañ er vro evit ma vo ar vro a fell dimp kempouez war dachenn ar yezh, ar sevenadur, ar gevredigezh, ekonomiezh, politikerezh, an traoù-se a zo hollret evit ur bobl dizalc'h ha n'haller ket o dispartiañ. N'heller dont a-benn nemet gant un istor a vir ar vemor, sammet gant an holl ha gant teknikoù a-vremañ ha re an dazont. »


Jean-Paul Mathelier (C'hwevrer 2014)

Le livre d’entretiens avec Pierre Perrault : Activiste poétique. Filmer le Québec, entretien avec Simone Suchet

C'était un québécois en Bretagne, madame

C'était un québécois en Bretagne, madame

Pierre Perrault

Film war e hed

Hauris Lalancette a zo ur C'hebekad a orin eus an Abitibi. Beajiñ a ra hag ober a ra keñveriadennoù souezhus etre daou gornad eus ur vro anavezet evit bezañ paour ha lezet a-gostez. Kaoz a zo ivez eus klask war-lerc'h roudoù an hendadoù ha (...)

Gwelet ar fichenn

L'Acadie, l'Acadie ?!?

L'Acadie, l'Acadie ?!?

Michel Brault / Pierre Perrault

Film war e hed

Un teulfilm hir bet filmet e kostezioù c'hoariva an obererezhioù e Skol-Veur Moncton (Brunswick Nevez), c'hoariva an emskiant akadian e dibenn ar bloavezhioù 1960. En ur proviñs el lec'h ma vez komzet galleg gant 40% eus an dud e tiskouez ar (...)

Gwelet ar fichenn

Le beau plaisir

Le beau plaisir

Michel Brault / Pierre Perrault

Film war e hed

Teulfilm berr war ar morhoc'heta en Ile-aux-Coudres, er C'hebek. Gant ampartiz eus ar c'hentañ e stign an enezourien ur pech stumm ur galon, ennañ ez a ar morhoc'h d'en em sankañ hag e van eno... Ur blijadur eo gwelet an doare war-eeun m’eo bet (...)

Gwelet ar fichenn

Le goût de la farine

Le goût de la farine

Pierre Perrault

Film war e hed

Montagnaniz Saint-Augustin ha La Romaine e bro Côte-Nord er C'hebek. Daoust d'ar mennozh hengounel a zo gant ar sevenadur gall ez eo an uhelañ hini ez eus kalz c'hoazh da zeskiñ digant an Amerindianed.

Gwelet ar fichenn

Le pays de la terre sans arbre ou le mouchouânipi

Le pays de la terre sans arbre ou le mouchouânipi

Pierre Perrault

Film war e hed

Istorioù kozh chase met gant skeudennoù a-vremañ, ur goulenn muioc'h eget un danevell. Da biv 'ta eo douaroù ar Mouchouânipi el lec'h ma'z eus ur bobl amerindian kantreer o vevañ? Bemdez e reont en-dro ar memes lidoù evel ma veze graet (...)

Gwelet ar fichenn

Pour la suite du monde

Pour la suite du monde

Michel Brault / Pierre Perrault

Film war e hed

Teulfilm barzhel hag etnografel war buhez annezidi Isle-aux-Coudres, er C'hebek. Dre ar yezh e vez dizoloet da gentañ, ur yezh kalet ha gros, bepred helavar ha goude-se gant danevell veur ar morhoc'heta. Ur bennoberenn er sinema graet war-eeun.

Gwelet ar fichenn

Un pays sans bon sens

Un pays sans bon sens

Pierre Perrault

Film war e hed

Film-arnod a zivout ur gudenn a-bouez-bras : petra eo bezañ eus ur vro ? Santimantelezh diamzeriet pe gwirionez don psikologel ma kreder eo gwriziennet don e kalon an den? Tremen a ra ar film en ur vroad war glask:   Kanadianed gall ha pobloù (...)

Gwelet ar fichenn