Stummadur ha sinema!

Patrice Roturier

Stummadur ha sinema!

Kavout ar poltred

Patrice Roturier a zo anavezet evel besprezidant niverel Skol-Veur europat Breizh, deraouer taolioù-arnod niverus hag a gemmesk ar pleustroù arzel ha skiantel. E-pad pell eo bet rener ar CREA, deraouer ar web teulfilm kentañ gant Don Giovanni e 2009, buhezour entanet ar c'hampus niverel met bez' eo ivez… ur filmgarour bras. Ur sell a-dreñv.

Bevet em eus, evit gwir, e daou lec'h hepken : e lise Jules Verne e Naoned adalek an oad a 5 bloaz betek 19 vloaz hag e Skol-Veur Roazhon 2 adalek an oad a 20 vloaz betek… bremañ. El lec'h kentañ e oa ar sinema un diduamant, an nor guzh evit tec'hout rak buhez plaen ur skoliad boutin a rank tizhout ar vachelouriezh. Ober a raen war-dro klub-filmoù al lise, sot-pitilh e oan gant filmoù al “Lanv Nevez”. Kompren a raen e c'hellen-me ivez kaout ur Super 8… Ne oant ket ken ker ken ha skañvoc'h e oant deuet da vezañ, ne oa nemet bodañ un toullad mignoned aktourien ; meur a gelenner a oa dedennet ivez. E kreizig-kreiz 68 e oamp hag ec'h ijinemp ivez un nevezhañv en ur frammañ hag en ur begañ koc'hennoù, daoust ma n'hor boa ket peurzesket kentelioù Rivette, Rohmer pe Godard. Eus se e chomas un dra bennak a gasas ac'hanon d'ober studioù er Skol-veur.

Reiñ peadra da hunvreal zoken en deskadurezh a vo, a-hed e vuhez, unan eus e balioù pennañ. Ha p'emañ amzer al leve o tostaat e vo neuze evitañ un digarez da addistreiñ da grouiñ traoù personeloc'h, e bedoù difraost a blij dezhañ kalz gant skoazell ar skeudennoù... Kroget eo dija gant ur web-teulfilm diwar-benn Victor Hugo hag al labour sebezus graet gantañ pa oa harluet e Gwernenez. Evit kas da benn e e bikol levr Travailleurs de la mer e 1865 eo bet arzour, empenter ha skeudennaouer.

N'eo aet da get gwech ebet ar blijadur-se degaset gant ar sinema. Er c'hontrol, dareviñ en deus graet goustadik en ul lec'h all – skol-veur Roazhon 2, hag eno emañ o labourat c'hoazh. Hag e-kerzh ar bloavezhioù skol-veur-se e tapo kaout un doktorelezh en istor ha damkaniezh an arzoù, e rann an arzoù skeudenniñ.
Deuet eo da vezañ rener ar CREA er bloaz 1987, ha koulskoude ne baouez ket da ijinañ. Kenurzhiañ a ra gant an istorour Alain Croix, etre 1994 ha 1999, un heuliad hag a ya da gantren e lodennoù ’zo eus Istor Breizh, eus ekonomiezh al lien betek ar relijion, hag eus darvoudoù 1793 betek emsav ar Bonedoù Ruz, eus Mikael an Noblez betek Chateaubriand. Gallout a reer gwelet anezho en-linenn war lec'hienn Aire d'U, ken pinvidik evit pezh a sell ouzh ar video.


War ar c'hampus eo ivez en em gav gant Jean-François Le Corre, studier d'an ampoent deuet da vezañ produour leun a ijin Vivement Lundi. Mont a ra gant Patrice Roturier d’ober war-dro daou deulfilm : Islandais e 1999, ha L’Or noir e 2001.
«
«Evit kenwerañ gwelloc'h c'hoazh div neudenn vlein ma c'hoantoù : kelenn hag ober filmoù, en em ijinet er bloaz 2002 ur wikefre diazezet c'hoazh ur wech war an tabut peurbadus a glever e bed ar fiñvskeudennerezh, al liamm etre an danvez hag ar furm : ur stummadur micherel war micherioù ar skeudenn hag ar son hag a c'haller kaout war an Internet gant danvez liesvedia etreoberiat. En un doare berr, komz eus sinema en ur ober sinema…»

E-touez ar re gentañ e vo e-tro ar bloaz 2004 da arnodiñ gant e studierien ar skrivadurioù teulfilmañ-se a vesk traoù video, aodio, liammoù gourzestenn, portfoliooù ha traoù levrlennadurezh. Hervezañ, ar pezh a vez kont, e-barzh skrivadur ar webteuliaouiñ, n'eo ket kement-se ar skor, met an doare nevez-se da sevel an danvez, ha dreist-holl da sellet outañ.

Ar webteul kentañ savet e Breizh, Don Giovanni dans tous ses écrans, a voe skignet da-geñver ar skignadur war-eeun eus an opera brudet, e 3M hag uhel e zespizadur, war blasenn an ti-kêr e Roazhon e 2009. Ur webteul arzel ha pedagogel, graet koulz evit n'eus forzh piv hag evit studierien skeudenn ha son Roazhon 2, displeget berr gant e grouer evel-henn : «Un hentad pinvidik e stummadur».

Ur momed bras all evit ar filmgarouriezh e 2007 pa gemer perzh e juri priz an Deskadurezh e Festival Cannes. Un digarez evit ur gwir vanifesto evit an deskadurez arzel, difennet a-stroll dindan renerezh prezidantez ar juri, Bernadette Lafont. «Reiñ a ran deoc'h ur pennad berr eus hon ensellerez veur da-geñver deroadenn ar priz : “Moarvat eo bet disoñjet gant hor reizhiad deskiñ e ra muioc’h an arz, al lavar-se hep reizhskrivañ ret, evit sevel un den eget kenglotadur an anv-gwan-verb”. Dilenn a raimp ar film 4 mois, 3 semaines et 2 jours ar Rouman Cristian Mungiu, a zo Palmezenn Aour ivez.»


Abaoe eo aet war gresk e gargoù er skol-veur, aet da vesprezidant niverel Skol-veur europat Breizh. Ur garg gwall bounner evit ur pol rannvroel, hag a zoug kenraktresoù gant uhelbalioù etrebroadel : arnodvaoù dreistelezh, kevredad buanekaat treuskas teknologiezhioù (SATT Ouest Valorisation), kampus niverel lieslec'hienn (UEB C@mpus), an hini nemetañ en Europa…




Met Patrice Roturier ne baouez da entaniñ, evel pa oa krennard ha ma kase war-raok sineklub e lise, pa ra anv eus Apocalypse Now, ur film hep e barr hag ur gentel emc'hwiliañ war natur an den, pe c'hoazh The Bridges of Madison County, ar film ken romantel savet gant Clint Eastwood.
 


Bandenn-ginnig Apocalypse Now pe an arvest mojennel gant an helikopterioù war sonerezh Wagner :
http://www.allocine.fr/video/player_gen_cmedia=19418743&cfilm=27061.html
http://www.dailymotion.com/video/x80giv_apocalypse-now-scene-mythique_shortfilms

Lec'hienn Aire d’U, ur vammenn videoioù.
 : http://www.lairedu.fr

Skol-veur europat Breizh : http://www.ueb.eu/

Roman kaer an Indiad Tarun J. Teipal, The Alchemy of Desire (Loin de Chandigarh)

Filmographie

An dra bennañ a ran evit a sell an enklask abaoe 1980 a ya war-zu ar skrivañ hag ar seveniñ evit ar c'hleweled skiantel ha sevenadurel. Er roll amañ dindan n'eus meneget nemet ar teulfilmoù graet ganin pe sevenet ganit.
Oberer-sevener an heuliad “Couleurs”, kenbroduadur Skol-veur Roazhon2/Ministrerezh an deskadurezh vroadel

  • 1988 Le contraste simultané
    12mn, Prix Spécial Recherche, Festival du film Scientifique de Palaiseau, 1988.
  • 1990 Voir en couleur
    12mn.
  • 1991 Diagrammes
    20', nominé au festival du film scientifique de Québec, 1991.

Gant pep film ez eus ul levrig 12 pajenn.
Sevener an heuliad “Scolaqua”, programm europat skiantoù an dour, kenbroduadur Skol-veur Roazhon1/Skol-veur Roazhon2.

  • 1993 Les eaux souterraines, 49'.
  • 1994 Le droit de l'eau, 30'.
  • 1995 Des marais et des hommes, 30'.

Sevener ha kenoberour an dastumad renet gant Alain Croix: ar Vretoned hag o Istor, heuliad 11 teulfilm video, kenbroduadur Skol-veur Roazhon2/Pol europat ar pellgelennerezh

  • 1994 Toiles de Bretagne, 26'.
  • 1995 L'état breton, 26'.
  • 1995 Missionnaires en Bretagne, 26'.
  • 1996 Vivre en Bretagne, 26'.
  • 1996 "Pêcher à Islande", 42'.
    Grand Prix Léon Gaumont, festival du film de chercheur CNRS, Nancy, mars 97.
  • 1997 Mémoire de 93, 26'.
  • 1997 Bonnets Rouge, 42'
    Grand Prix Léon Gaumont, festival du film de chercheur CNRS, Nancy, mars 98.
  • 1998 Chateaubriand, l’indompté, 39'.
  • 1998 Métal breton, 26'.
  • 1999 Dieu au village, 26'.
  • 2001 L'Or Noir
    53', • Kenskrivet gant Alain Croix ha Didier Guyvarc'h, gant kenlabour arzel François Bourgeon (oberour ar bannoù-treset Les passagers du vent), ha graet ez eus ur c'henbroduadur nevez gant Vivemen Lundi! Skol-veur Roazhon2, Frañs 3 Ouest, RTBF (skinwel Belgia), Canal Horizon (Canal+ Afrika). Echuet e miz Here 2001 ha skignet evit ar wech kentañ d'an 13 a viz Here 2001 war Frañs 3 Ouest. Dibabet evit Goueloù ar filmoù hag ar skinwelioù keltiek e miz Meurzh 2001.

• Teulfilmoù all war istor ar pesketaerezh a bellvor: :

  • 1999 Islandais, 53'.
    Kenbroduadur Vivement Lundi!, Skol-veur Roazhon 2, Frañs 3 Ouest, Pois Chiche, RTBF (skinwel Belgia), RUV (Skinwel Island), Priz an teulfilmoù e Gouel Douarnenez, 1999. Priz filmaoueg vedel ar mer, festival ar film mor hag ergerzhet, Toulon 1999. Rakdibabet e Gouelioù ar filmoù hag ar Skinwelioù keltiek, Aberystwyth, Ebrel 2000, Dundee arc'hant e Festival filmoù an enezeier, Enez Groe, Gwengolo 2001
  • 2001 Goélettes, 26'.
    Coproduction Vivement Lundi!, France 3 Ouest. Magazine "Littoral".

Web teulfilm :

  • 2001 Don Giovanni dans tous ses écrans, webteulfilm 88’ (video), Ebrel, produadur Skol-veur Roazhon 2, a-zivout ur taol kentañ: tapout ha skignañ e 3M ha war-eeun opera Mozart kinniget en Opera Roazhon 2 d'an 2 a viz Mezheven 2009. Priz ar gwellañ webteulfilm, Festival ar Filmoù skol-veur, CIUEN (Kollok etrebroadel ar skolioù-meur ar marevezh niverel), Ebrel 2012.
Don Giovanni dans tous ses écrans

Don Giovanni dans tous ses écrans

Patrice Roturier

Webteul

An teulfilmweb-mañ a ginnig dizoloiñ, dre ar rouedad, kostezioù ur prantad from a zo deuet diwar an emgav etre ar sevenadur arzel ha ar sevenadur tennologel. Biskoazh betek neuze ne oa bet paket kement-se gant un abadenn glewelet e stumm 3M ha (...)

Gwelet ar fichenn

Islandais

Islandais

Patrice Roturier

Film war e hed

E 1935 e tistro ar vag « la Glycine » d'ar porzh goude bezañ bet e-pad c'hwec'h miz o pesketa er-maez da aodoù an Island. Ar c'hampagn-se a lakao un termen d'un istor a vor. Akipaj ar oueletenn, evel miliadoù a vartoloded c'hall, o doa kuitaet (...)

Gwelet ar fichenn

L'or noir

L'or noir

Patrice Roturier

Film war e hed

Diwar eñvorennoù an armatour Joseph Mosneron eus Naoned e teu war wel en-dro istor an aour du ; ar morianetaerezh. Istorourien eus Afrika, an Antilhez ha Bro-C'hall a ro o sell war marc'had tric'hornek Naoned, Afrika, hag ar Martinik, lec'hioù a (...)

Gwelet ar fichenn