Mehdi Lallaoui

Kavout ar poltred

Doare pennañ : paouez ebet ennañ, evel ur verienenn o vont war-raok kalz re sammet, met bepred war-zu ar pal merket! Mehdi Lallouie a zo karget a vemor, eus aodoù Kaledonia-Nevez da skridoù gwenn brezel Aljeria, eus pennoù brudet evel hini Jean-Marie Tjibaou pe hini Jacques Charby da dud dianavez brezel an dizalc'hidigezh en Aljeria hag e Bro-C'hall ha fellout a ra dezhañ he rannañ gant ar muiañ a dud…

Mehdi Lallaoui, penaos eo diwanet ennoc’h ar c’hoant filmañ ?

Ar c’hoant sinema a zo deuet da gentañ peogwir e oan oberiant er bed kevredigezhel evel keodedour hag ar c’hoant testeniañ ha kelaouiñ. Ar c’hoant filmañ a zo diwanet pa oan bet evit ar wech kentañ e Kaledonia-Nevez, e penn kentañ ar bloavezhioù 1980, pa oa ar Ganaked o stourm a-zevri evit o dieubidigezh.
Ret e voe gortoz dek vloaz evit na zeufe da wir gant ar film Silence du fleuve a ziskuilh torfedoù polis Pariz graet dindan urzh ar prefed Papon d'ar 17 a viz Here 1961 hag a denn ivez da istor ma familh.

Hoc’h istor gant Kaledonia-Nevez a zo unan hir-hir ?

Graet em eus meur a film diwar-benn Kaledonia-Nevez, da gentañ Kabyles du Pacifique, e 1993, istor souezhus Aljerianed harluet du-hont, goude ma oant savet a-enep an alouber gall, ar re gentañ war-dro 1873.
Goude-se, e 2001, e teuan en-dro war buhez dreistordinal Jean-Marie Tjibaou, al leader kanak bet drouklazhet. Retour sur Ouvéa e 2008 a zo ur sell en a-dreñv war darvoudoù skrijus 1988, da vare koulzad prezidantel 1988 hag ac’hane eo deuet emglevioù Matignon. E 2010 e ran La délégation ou le voyage en Kanaky, a gont gweladenn dileuridi, en o fenn José Bové, evit dieubiñ sindikalisted toullbac’het. Skrivet em eus ivez diwar-benn ar vro-se Terres kanaks e ti Au nom de la mémoires, ren a ran an ti-embann-se gant Samia Messaoudi.

 Un heuliad a vo ?

Ya, c’hoant am eus da gomz deoc’h diwar-benn ar film La tête d'Ataï, setu daou vloaz ’zo e labouran warnañ. Un istor souezhus eo, leun a from hag a bad e-pad ouzhpenn ur c'hantved hanter. Diwar-benn ar penn bras Ataï a zo bet e penn emsavidigezh kanak 1878 hag a voe dibennet. E benn a voe kaset da Vro-C’hall, studiet ha kollet, adkavet eo bet e 2011, en un degouezh souezhus a-walc’h. Rentet e voe da bobl ar Ganaked e 2014.

Ar peurrest eus ho filmadurezh a ziskouez, a film da film, un istor all eus Aljeria hag he darempredoù gant Bro-C’hall, lec’h ma'z oc'h ganet.

Ya, er vro-se on ganet hag eno e vevan gant ar re a stourm evit kevatalded ar gwirioù hag an enor, da lavarout eo evit ar re hep gwirioù. Ma filmoù diwezhañ a zo diwar-benn an dud dibaper hag ar re a nac’her degemer. Alies em eus bet tro da filmañ danevelloù tud hag a zo ivez e istor ma familh pe tud am eus gwelet a zo er stourmoù-se hag o deus merket ac’hanon. Soñjal a ran e Jacques Charby, ar c'homedian donezonet, pe Henri Curiel pe c’hoazh an holl soudarded galvet o deus nac’het plegañ. Emaon o paouez echuiñ gant ur rummad testenioù En finir avec la guerre, gant skoazell ar gevredigezh 4ACG, soudarded kozh a-enep ar brezel galvet en Aljeria. Simone de La Bollardière a zo prezidantez ar gevredigezh, pried ar jeneral Jacques de La Bollardière, torret e oa bet eus e garg e 1957 p’en doa diskuliet ar jahinerezh en Aljeria. An dud-se o deus dibabet adreiñ o fañsion a soudarded kozh evit gwellaat ar genskoazell etre ar pobloù ha dreist-holl evit sikour adsevel kêriadennoù e Kabili vihan. Bravat tonkadur !

Plijout a ra deoc’h ivez dizoleiñ bedoù all ?

Plijet on bet o filmañ Gérald Bloncourt, al luc’hskeudenner eus Haiti harluet a oar skeudenniñ ken mat al labourerien. Kavet ’m eus dudi gant red-buhez Albert Kahn, paotr ar bank, mesen ha beajour… pe c’hoazh gant Didar Fawzi, un dispac’herez eus Egipt, o stourm en FLN.

Hag an embannadurioù Au nom de la mémoire ?

Savet eo bet an ti-embann e 1990 gant ma mignonez Samia Messaoudi ha gant an istorour Benjamin Stora, tri zem pennañ kroaziet an eil gant egile  a zo : memor al labourerien liammet alies gant an divroañ, memor ar c’hêrioù, dreist-holl hini ar bannlevioù hag ar vemor a zeu eus an trevadenniñ, ar pezh a nac’h gouarnamant Bro-C’hall skrivañ e-unan. An enklaskoù a ran da gentañ a servij da skrivañ levrioù hag ar filmoù hag al levrioù a zo ur respont an eil d’egile. Labouret hon eus dreist-holl gant Anne Tristan war Le silence du Fleuve hag anzavidigezh an torfedoù bet graet d’ar 17 a viz Here 1961.

Kemer a rit perzh ivez er Fidel, Festival Images de la Diversité et de l’Egalité, e vanifestadegoù evel hini sizhunvezh an eneptrevadenniñ, e kaozeadennoù war Mediapart… Morse ne’z it skuizh ?

Re a zireizhderioù hag a lavarioù kuzhet a zo evit chom sioul, kendelc’her a ran daoust d’ar bec’h. pa oan bihan e sellen ouzh ar merien bihan a gendalc’he gant o hent daoust d’ar samm re bounner evito war o chouk. Erruout a reont betek penn ho hent koulskoude.

Ul levr a-bouez evidon Exils, Exodes, Errances, dastumad au Nom de la Mémoire -14, rue de la Paix - 95370 Montigny-les-Cormeilles

Un enklasker hag a blij din kalz :
Emile Témime, labouret en deus kalz an istorour-mañ war an enbroañ
http://blogs.mediapart.fr/blog/benjamin-stora/211108/emile-temime-historien-des-migrations-et-du-monde-mediterraneen

Hag ar festival kaer, hini ar FIDEL : www.lefidel.com/

Filmlennadur

  • 1991 Le silence du fleuve, 17 octobre 1961
  • 1992 Du bidonville aux HLM
  • 1993 Ces Kabyles du Pacifique
  • 1994 La série Histoire des villes nouvelles
    3 x52'
  • 1995 Les massacres de Sétif un certain 8 mai 1945
  • 1997 Un siècle d’immigrations en France
    3 x52’
  • 1998 Les poilus d’ailleurs
  • 2000 Val Nord fragment de banlieue
  • 2000 Marseille, Marseilles
  • 2001Marinette ou la liberté
  • 2001 Tjibaou ou le rêve d’indépendance
  • 2002 Henri Curiel, itinéraire d’un combattant de la liberté
  • 2003 Retour sur l’Ile Seguin
  • 2003 Célébration Kanak
  • 2004 La Commune de Paris, 1871
  • 2005 L’Imprimerie nationale pour mémoire
  • 2006 Gérald Bloncourt, regard Haïtien
  • 2006 Le voyage d’Albert Kahn
  • 2007 24 heures de la vie du bus
  • 2008 Retour sur Ouvéa
  • 2009 Antillais d’ici
  • 2009 Maroc terre de Partage ou le voyage solidaire
  • 2010 La délégation ou le voyage en Kanaky
  • 2007-2011 En finir avec la guerre…
    série 5 x52’
    1) Jacques Charby porteur d’espoir.
    2) Les parfums de ma terre.
    3) En finir avec la guerre.
    4) 2011 Le Manifeste des 121 (les intellectuels dans la guerre d’Algérie)
    5) 2012 La guerre d’Algérie « vue de l’autre côté »
  • 2011 Les Algériens de Marseille
  • 2011 Didar Fawzi, une femme debout
  • 2011 Monique Hervo. Nanterre 1961
  • 2011 Retour d’Octobre
  • 2012 La Moudjahida et le parachutiste
  • 2013 Ancêtres kanak à Paris
  • 2013 Burkina Faso, les chemins de la fraternité
  • 2013 Il y a trente ans, la marche contre le racisme et pour l’égalité
  • 2014 La tête d’Ataï.
    53' Mémoires vives productions
  • 2017 Les n'autres - De Calais à Cancale

 

En finir avec la guerre

En finir avec la guerre

Mehdi Lallaoui

Film war e hed

Mont a ra Mehdi Lallaoui da welet soudarded kozh bet en Aljeria. Divizet o deus reiñ o fañsion a vrezelour kozh evit aesaat ar genskoazell etre ar bobloù, da skouer evit sikour adsevel ur gêriadenn e Kabilia vihan. Bodet int e Kevredigezh ar (...)

Gwelet ar fichenn

La Commune de Paris

La Commune de Paris

Mehdi Lallaoui

Film war e hed

Reiñ a ra da c'houzout an teulfilm istorel-mañ penaos e oa kroget emsavadeg Kumun Pariz, an deiziadoù pennañ hag an darvoudoù a-bouez er rann-se eus istor ar Republik C'hall.

Gwelet ar fichenn

Le silence du fleuve

Le silence du fleuve

Mehdi Lallaoui / Agnès Denis

Film war e hed

O kemer harp war atersadennoù testoù ha perzhidi o reiñ pep hini ur sell disheñvel, war dielloù ar mare-se ha tammoù filmoù graet hiziv an deiz e klask an teulfilm-mañ degas un tamm sklêrijenn war darvoudoù ar 17 a viz Here 1961 e Pariz pa (...)

Gwelet ar fichenn

Le voyage d'Albert Kahn

Le voyage d'Albert Kahn

Mehdi Lallaoui

Film war e hed

E 1908-1909 eo bet Albert Kahn unan eus ar re gantañ o filmañ Moger-veur Sina, San Francisco daou vloaz goude ar c'hren-douar, treizhadenn Kanol Suez... Evit kalz a Gornôgiz ez eo ar skeudennoù-se un dizoloadenn, ur bam. Deroù ur produerezh hag (...)

Gwelet ar fichenn