gant red an avel...

Laurent Billard

gant red an avel...

Kavout ar poltred

Laurent Billard a zo un dastumer frapadoù plijus ha fromadennoù simpl. Lakaat an dud d'en em gavout asambles... Ur gredenn, evel ur ribourtadenn a beg ouzhoc'h, evel ar ganaouenn Tourbillon de la vie, gant  Rezvani, kanet gant Jeanne Moreau er film Jules et Jim. Anv e di-produiñ eo ivez, dalc'het a-nerzh-brec'h gantañ. Kuitaat a ra ingal Korsika evit mont da welet sevenerien all ha kemer kalz a amzer hag a basianted ganto war aodoù ar Mor Kreizdouarel...

Perak preñv ar sinema... Yaouank-tre e oan. Ma zud a oa o-daou burutellerien filmoù, bevet em eus bihanik-tra en ur bed «filmgarour». Ma zad en doa krouet kevredad ar Cinés-Clubs, a-bouez eo bet kement-se sur-mat. Goude-se... em eus tapet skiant-prenet gant Claude Berri, pa oan oc'h eilañ anezhañ, met kuitaaet em eus bed ar sinema parizian na oa ket graet evidon.

Aet e oan da chom da Noirmoutier, klasket em eus bevañ eus ar vicher gaer a weran o tastum holen er paludoù... Eno eo em eus bet c'hoant da dapout krog en ur c'hamera, me ivez, evit ar bedagodiezh ; c'hoant em boa da zisplegañ ar vicher d'an dremenidi hag ivez da vugale an enez, reiñ c'hoant marteze a-walc'h da zarn anezho da vont war an hent-se? Gant ur super 8 da gentañ ha gant ur video 8 goude-se. C'hoantoù all a zo diwanet goude-se, c'hoant displegañ micherioù ar mor... Galv ar mor a oa krog ennon ?
Aet eo an traoù war-raok buan goude-se : kejet em eus gant Jacques Demy a oa o chom e Noirmoutier ha... graet em eus ma zeulfilm gwir kentañ gantañ. Goude-se em eus savet ma zi-produiñ, Les films du tourbillon, e 1999, e Pariz da gentañ hag e Korsika goude e 2004, eno on deuet da chom. Klask a ran bevañ diwar ma filmoù, filmañ a ran ivez diwar c'houlenn, ijinañ a ran rummadoù.

War-lerc'h paludoù an aod atlantel, eo manet bepred ennon ar c'hoant bras da genrannañ gant an dud ha bremañ e filman lodennoù bras eus sevenadur Korsika : an imbouder gwez-olivez, plac'h ar givri, ludaouer ar gêriadenn, ar botaouer-koad...
Me ’gav din em eus ezhomm bras da zaremprediñ an dud-se. Un dra hollret zoken !

Mont a ran da filmañ un tamm e pep lec'h en Europa, dreist-holl tro-dro d'ar Mor Kreizdouarel ,evit ma zastumad «Un certain regard du sud». Ar rummad-se a ro tro din d'ober poltred sevenerien a zo a-bouez evidon: Elia Suleiman, Avi Mograbi, Amos Gitaï (Chalet e vezan bepred gant kudenn Palestinia) hag ivez Ademir Kenovic, Paul Carpita, Tony Gatlif, Nouri Bouzid, Youssef Chahine... En holl ez eus ur strobad 18 poltred.
Emichañs ez eo ur steudad denelour ha filmgarour, pell eus kinkladurioù ar festivalioù. A-bouez-bras eo evidon skignañ ar filmoù-se du-mañ e Korsika, lezel kasedigoù eus ma filmoù e stalioùigoù ar c'hêriadennoù...
Kement-se evit reiñ c'hoant da garout ar sinema, evit me’n em welfe an dud, evit krouiñ liammoù, evit broudañ ar c'hoant gouzout, evit stourm a-enep an No possible People, evit lakaat an den hag ar varzhoniezh e penn a-raok, evit reiñ lañs d'an intrudu lec'hel tro-dro d'al labour-douar biologel...

Paotr an inizi ? Plijout a ra din dreist-holl filmañ tud an inizi : skolaerien Enez-Vaz, bugale karter Moqatam e Kaero, desaverien Gaza, trapezisted war un enezenn en Izelvroioù, ur saver ezen e Korsika, douaroù Balagna...»

  • Holl filmadurezh Laurent Billard war : http://www.lesfilmsdutourbillon.com. DVD e gwerzh
  • An dastumad «Un certain regard du sud» a laka war wel sevenerien, en o zouez paotr Marselha Paul Carpita. E film Rendez-vous des quais, graet e 1955, a voe difennet betek 1989.
  • Un atersadenn INA graet gant Paul Carpita e 1990, a gont istor ar film Rendez-vous des quais : http://www.ina.fr/video/RAC05006589
  • Ul levr hollret hag a zlefe bezañ studiet er skolioù hervez Laurent Billar: Les identités meurtrières, gant Amin Malouf, Libanad.
A runcata

A runcata

Laurent Billard

Tamm

War roudoù an azened e Korsika.

Gwelet ar fichenn

Ademir Kenovic, Sarajevo

Ademir Kenovic, Sarajevo

Laurent Billard

Tamm

Un emgav gant ar filmaozer bosnian Ademir Kenovic e Sarajevo, el lec'h m'eo bet graet ar film SAVRSENI KRUG.

Gwelet ar fichenn

Avi Mograbi, un cinéaste engagé

Avi Mograbi, un cinéaste engagé

Laurent Billard

Tamm

Avi Mograbi a zo un den a-ziforc'h en ur vro taolet ha distaolet etre galloudoù ar mediaoù, re ar politikerezh ha ar relijion. En e filmoù e kaver, fent, skañventez, donder, faltazi ha kelaouerezh. Ober a ra anezho gant ur c'hamera-dorn DV, war (...)

Gwelet ar fichenn

Calenzana, mémoires d'un village

Calenzana, mémoires d'un village

Laurent Billard

Tamm

Eus an treuzkas dre gomz d’an hengoun e Korsika.

Gwelet ar fichenn

Elia Suleiman, cinéaste palestinien ?

Elia Suleiman, cinéaste palestinien ?

Laurent Billard

Tamm

Poltred ur c’heodedour israelian ha filmaozour falastinat war un dro, o vont hag o tont eus an eil check-point d’egile.

Gwelet ar fichenn

Les ciels de Yasmine Kassari

Les ciels de Yasmine Kassari

Laurent Billard

Tamm

Istorioù divroidi an hini a vez dastumet gant ar filmaozourez-mañ, eus Belgia da Varoko.

Gwelet ar fichenn

Les récréations de Paul Carpita

Les récréations de Paul Carpita

Laurent Billard

Tamm

An teulfilm-mañ, muioc'h eget ober poltred ur filmaozer, a glask adalek ar film Le Rendez-vous des Quais  (hag ivez adalek filmoù berr Paul Carpita) distreiñ war dreuz souezhus un tenner-frank, en ur implijout tammoù-filmoù ha troioùigoù (...)

Gwelet ar fichenn

Peuples de l'olivier

Peuples de l'olivier

Laurent Billard

Tamm

Ur veaj a-dreuz maezioù bet stummet gant gonedigezh an olivez.

Gwelet ar fichenn

Tony Gatlif, cinéaste gitan

Tony Gatlif, cinéaste gitan

Laurent Billard

Tamm

Ur gantreadenn en Andalousia gant Tony Gatlif.

Gwelet ar fichenn

Yesim Ustaoglu, la conteuse d'histoires

Yesim Ustaoglu, la conteuse d'histoires

Laurent Billard

Tamm

Ar sevenerez turk Yesim Ustaoglu a zo bet taolennet da geñver dastumad « Un certain Regard du Sud », poltred sevenerien broioù ar Mor Kreizdouarel.

Gwelet ar fichenn

Yousry Nasrallah, dans la ville

Yousry Nasrallah, dans la ville

Laurent Billard

Tamm

Bec’h en devez Nasrallah, mouezh meur ar sinema ejipsian.

Gwelet ar fichenn