O klask an hent

Jean-Jacques Rault

O klask an hent

Kavout ar poltred

Labourat an douar a oa tra gentañ Jean-Jacques Rault. E Melioneg, e Kreiz Breizh. Netra souezhus evitañ peogwir e tiskenn eus ul lignez hir a gouerien. Buan-tre, evel pa grog gant tra pe dra, hag e ra war-dro sindikaderezh al labour-douar hag an diorren padus.
Hag e teu ennañ ar c'hoant da reiñ e soñj, war buhez ar beizanted, war ar vuhez tro-dro dezhañ. Tastonat a ra, mont a ra war hent ar c'hazetennerezh hag e teu da gompren ne c'hello ket chom da vezañ implijad en aozadurioù a sent ouzh ar galloud. Ne glotfe ket gant e vennozhioù.
Ha pa'n em gavo gant ar filmourez Manuela Frésil e teuy ar c'hoant ennañ da sevel filmoù.

Jean-Jacques eo en deus kinniget da Vanuela Frésil dont da filmañ Notre campagne e Melioneg. Eñ hag e familh o deus kemeret perzh bras ennañ. Diwezhatoc'h, dilezet gantañ an ti-feurm abaoe ur pennad hag aet war-zu dremmwelioù all, eo bet kemeret gant Manuela evel skoazeller-sevener en unan eus he filmoù. «Daou-ugent vloaz e oan ha tamm c'hoant ebet da wiskañ dilhad labour re vihan, raksantout a raen e c'hellfe ar sinema bezañ diouzhin.»
Hag eñ war-zu Poitiers evit ur Master2, ha ret dezhañ kas da benn ur film kentañ. Setu neuze Une nuit avec les ramasseurs de volailles e 2005.

«Diehan e sellen ouzh filmoù e-pad amzer ma stummadur. Ne ouien ket betek neuze kalz a dra diwar-benn sevenadur ar sinema, dont a raen eus ur bed all. Soñj am eus bezañ bet o welet les Charlots er sinema e Gourin ha ma zad a lavare e vefe ret gortoz dek vloaz a-raok na vefe gwelet ar film-se war ar skramm bihan ! Sellet a raen ouzh filmoù, marlonk, heñvel e oan ouzh ur spoueenn, c'hoant ganin gwelet pep tra. Bep ma welen filmoù e teue anat e oa ret lezel a-gostez ma raktres sevel ur freskenn eus industrieladur al labour-douar evit chom gant lodennoùigoù hepken, filmañ traoù personel ha komz evel-se eus ar pezh a zo hollvedel. Ar raktres-se a c'houlennas kalz a labour, tri miz filmañ e-pad an noz gant labourerien, klask a raen tostaat ouzh an dud, tremen a raen amzer ganto, hep ober netra... en un doare uvel hag hep soñjal re. »

Taol-esa deuet da vat. Ar film a zo bet priziet e Gouel ar filmoù Douarnenez e 2005 ha setu Jean-Jacques oc'h ijinañ senarioioù nevez. Graet e vint gant ar memes spered, evel ma vefe un heuliad reizh d'an hini kentañ, un enklask politikel int ivez peogwir o deus ur ster evit ar sindikalour hag an emsaver a zo anezhañ. Gwelout a ra ivez e reer filmoù abalamour da gejadenn-mañ-kejadenn bet graet a-raok. Kenseurted peizanted a zo diskouezet brav er film Vague à l'âme paysanne (2010) pe en unan nevesoc'h Mille et une traites (2012). Graet en deus unan ivez diwar-benn Edgar Pisani, bet ministr, gouezet en deus ober ur poltred dioutañ gant donezon : C'est beau la politique, vous savez ! (2011). Lakaet en deus war wel, fraezh, gerioù don ha talvoudus.

Dre hentoù Jean-Jacques (gant kleuzioù c'hoazh a bep tu emichañs) e kaver Groupe Ouest ha filmaozourien a gemer e kont, eveltañ, ar skrivañ hag an dramaouriezh. En o zouez emañ Gaëlle Douël, sevenerez ha ganti en deus graet un troc'had mat a hent. Gant an holl zarempredoù-se, gant pinvidigezh tud Melioneg, hag eno, gant ur vandennad mignoned gant raktresoù ken diroll an eil hag egile e teuio er-maez e 2007 Rencontres du film documentaire. Eno e kaver ivez Ty films, un aozadur kevredigezhel o kreskiñ en ur gêriadenn gant un tamm nebeutoc'h eget 500 den o chom enni.
« Stummadurioù, bannañ filmoù evit ar blijadur da vezañ asambles, evit hunvreal hag ober. Raktresoù sot, evel hini ur skol-veur kleweled war ar maez ha petra ’virje ’ta ? Ur mennozh evit diorren ar vro ha kas da sutal an holl re a ziougane marv kumunioù bihan Kreiz Breizh, lec'hioù didud hervez paotred o c'hravatennoù.

An holl raktresoù-se a ya da heul ar filmoù emañ Jean-Jacques o kas da benn. Labourat a ra bremañ war poltred Joël Labbé, senedour eus ar Mor-Bihan, en deus asantet komz dirak ar c'hamera, evit-se en deus ijinet ar sevener doareoù nevez, prederiet dibaouez war penaos leurenniñ ar gwirvoud.


«Kontañ istorioù, Ya, met penaos ? Kompremet em eus e c'helle an dramaouriezh a zo perzh ar faltazi bezañ ivez e servij an teulfilmoù. Komprenet em eus ivez, a film da film, e klasken traoù all na gaven ket. Ar c'hlask peizant a zo ivez distreiñ war ma istor din-me. War se e labouran bremañ asambles gant ma familh... Un istor personnel a rankan kas da benn, gant skeudennoù ! Evel ma oa ur redi evidon filmañ ar beizanted tro-dro din a-raok mont da filmañ kalz pelloc'h... Kement-se zo anat evel-just ! »


liammoù war lec'hienn ty film
http://www.tyfilms.fr/

 

liamm war Jasmine
ur pennad war ar film divoutin http://cinemadocumentaire.wordpress.com/2013/10/29/jasmine-un-documentaire-anime-dalain-ughetto/


http://www.youtube.com/watch?v=f2kRPh0iEjc un troc'h 2'

Filmlennadur

« Au risque d'être soi » film sur Joël Labbé.
Production Gilles Padovani .Mille et Une. Films – Rennes

« Mille et une traites » réalisation d’un film sur le départ en retraite d’un paysan et la transmission de sa ferme. Co-écrit avec Gaëlle Douël.
Production Nicole Zeizig, Z’azimut films – Lyon/ Chaînes locales de Bretagne (2012).

« Les déracinés » film en cours d’écriture sur les paysans en difficulté en Europe.
Production Gilles Padovani, .Mille et Une. Films - Rennes

« C’est beau la politique, vous savez !» réalisation d’un film sur Edgard Pisani.
Production Elodie Sonnefraud, Gilles Padovani, .Mille et Une. Films – Rennes / Chaînes locales de Bretagne (2011).

« Vague à l’âme paysanne » réalisation d’un film sur la place des paysans dans la société, et leur rapport avec la politique agricole commune.
En production avec Gilles Padovani, .Mille et une. Films - Rennes

« Au fil du lait» réalisation d’un documentaire sonore sur la crise laitière, pour France Culture. Diffusion le 8 janvier 2010.

« Pain noir, pain blanc» réalisation d’un documentaire sonore sur la commune de Mellionnec, pour France Culture.
Diffusion le 26 juin

2009. « Iwan le yoyo» Co-réalisation avec Gaëlle Douël d’un film sur le parcours d’un toxicomane avec Nicole Zeizig de « Zazimut films » (Lyon).
Diffusion fin 2007 sur TV Rennes 35.

« 20 ans ! » réalisation en 2007 d’un film sur l’histoire de la Confédération Paysanne.
Film produit par « Ty Films » (Mellionnec).

« Une nuit avec des ramasseurs de volailles » Réalisation en 2005 d’un film de 26 minutes, sur une équipe de ramasseurs de
volailles, dans la région Poitou-Charentes. Film diffusé en salles dans le cadre du mois du documentaire.

« Si loin des bêtes » Assistant réalisateur 2002-2003, film documentaire de Manuella Frésil (52 minutes) sur la production
porcine.
Produit par Arturo Mio et les Films du Village. ARTE 2003.

Mille et une traites

Mille et une traites

Jean-Jacques Rault

Tamm

Labourer-douar eo Raymond abaoe 35 bloaz e Kreiz Breizh. Ret eo dezhañ mont war e leve, paouez gant an ti-feurm... Un disamm met ivez ur ranngalon. Ur stourm diwezhañ a raio : ober kement ha ma c'hell evit ma vefe adkemeret e feurm gant unan (...)

Gwelet ar fichenn

Une nuit avec les ramasseurs de volailles

Une nuit avec les ramasseurs de volailles

Jean-Jacques Rault

Film war e hed

Bep noz e vez paotred ha merc'hed o tastum miliadoù a loened pluñv gant o daouarn evit o c'has d'al lazhti. Kontañ a reont o buhez pemdeziek, ur vuhez a spi met ivez dreist-holl ur vuhez gant ar santadur bezañ tonket ha dilezet er gevredigezh.

Gwelet ar fichenn

Vague à l'âme paysanne

Vague à l'âme paysanne

Jean-Jacques Rault

Tamm

Tri feizant o chom e Kreiz-Breizh a gont o buhez pemdeziek, ur vuhez a labour, a blijadur, a redi, a zouetañs... Stag int ouzh skoaziadoù arc'hant Europa hag ouzh kemm-digemm  priz ar marc'hadoù. Ar film a ziskouez an diaester bevañ-se, met (...)

Gwelet ar fichenn