Ivan Boccara pe an arz filmañ an amzer o tremen...

Ivan Boccara

Ivan Boccara pe an arz filmañ an amzer o tremen...

Kavout ar poltred

Ivan Boccara pe an arz filmañ an amzer o tremen....
Ganet eo Ivan Boccara e-harz an Atlas Uhel e Marrakech. Ur vugaleaj plijus e Maroko ha tonket da zont d’ar Frañs da vevañ. Buan e sav ennañ ar c'hoant da redek ar bed. «Uzañ seulioù e votoù ha kargañ e valizennoù ganto» emezañ. Met an ezhomm da zistreiñ d'ar Marok a beg ennañ, da gompren ar pobladoù berber a anavez mat, da adwelet an dud-se karet gantañ. Evit-se e kemer e amzer, ar pep pouezusañ evitañ. E filmoù a zo a dalvoudegezh abalamour da se.

« Hastañ buan kemer e amzer. Zreb bach t'artel en arabeg. Evit ma chomfe roud eus eñvor hon amzer, evit an Istor, evit an istorioù a fell din kontañ da’m bugale. Marteze peogwir e konte ma zad-kozh istorioù din, hag eñ marvet re abred ? »

Ivan neuze, paotr ar menezioù, a laka mein war vord an hent, hini ha hini, war e bouez. Evit ma oufemp pegoulz kuitaat an hentig meinek, evit mont war-zu un draoñienn dianav el lec'h n'en defe ket un tourist ar soñj da vont? Eñ e-unan a gomz, arvester pizh ar vuhez war ar maez «un erv didermen a gas ac'hanon dalc'hmat da Varoko». Lavaret a ra, pennek, unan eus e berzhioù mat, e vez « o klask un drolinenn war vord an hent, o klask tapout red an amzer gant lagad e gamera.»

Evit pezh a sell ouzh ar sinema, ar pennoberataer hag a zo ivez ur mailh war ar skeudenniñ, a blij dezhañ a bep seurt traoù disheñvel. Sellet en deus filmoù Jean Rouch a-druilhadoù, delc'her a ra soñj gant from eus La chasse au lion, filmoù alpaerezh Jean-Paul Jansen, filmoù an Nouvelle Vague evel Pierrot le fou, pe reoù Charlie Chaplin fentus ha kuñv.

Pell-bras eo ar skeudennoù eus Maroko graet gant Ivan eus ar bruderezh a vez roet d'an douristed, pe zoken d'an drekkerien douet. Uhelderioù noazh kêriadennoù pintet ouzh ar brioù evel givri, taolioù-avel sklas an uhelgompezennoù – plijout a ra dezhañ mont d'ar djebel Azurki pe da dToubkal. Maroko ar reoù baour met gant pinvidigezh ur vuhez uvel, bevañ koulz lavarout gant ar pezh a broduont. D'ar re a c'hortoz ar glav, a vloaz da vloaz, a ya d'ar vilin, a vir e ratre ar séguias evel e Mout Tania (1999). Ar re a zo deuet a-benn d'en em ober ouzh al lec'h evel an hini gozh e Tameksaout (1999), ur vêsaerez-deñved roufennet ha fur, filmet gant karantez, er film a zoug hec'h anv (2005). A-dreuz komzoù Berbered eo e wel Ivan ar vro. Harzoù etre hengoun ha modernelezh, kemmoù, ekonomiezh emvastañ, eskemmoù ret evit bevañ. Lid ar souk, skeudenn ar c'hlasker-bara, koadourien o chaseal moc'h-gouez daoust ma'z eo difennet, hag hemañ aet da glask labour d'ar gêr vras. Pe hennezh c'hoazh aet da Vro-Spagn gant ur patera, ur vagig skañv.

Pell-pell eus teulfilmoù boutin diwar-benn an embroidi e klask Ivan Boccara kompren perak ez eus eus ar monedoneoù-se, ha reiñ da c'houzout. Evel ma vez rannet ur pred treut e menezioù an Atlas. Gouzout a ra mat ne gresk ket ken louzaouenn-al-liverien e traoñiennoù 'zo; lâret e vez eo bet distrujet gant an dud. Gouzout a ra eo ret gortoz bloavezhioù a-raok kaout tredan en ur gêriadenn ha kemend-all evit peurechuiñ ur film. Staget eo, evel ur artizan aketus, gant e film nevez Pastorales électriques. War e bouez, hep livañ ar wirionez.

Klask a ra, pell eus an istor ofisiel, adkavout roud ar gumuniezhioù yuzev marokan,etre tec'hadeg ha steuzidigezh. Gant skoazell skeudennoù dielloù. Ur film hir, war e bouez, evit reiñ amzer d'an tasmantoù da reiñ from d'ar film.

Maen diwezhañ lakaet war vord an hent : emañ Ivan o paouez krouiñ e embregerezh produiñ e Maroko, Les Films comme ça. Tost ouzh ar dud a blij dezhañ filmañ.

BIOGRAPHIE

Blog Ivan Boccara: http://ivanboccara.blogspot.fr/


Levrioù René Euloge, ur skrivagner eus ar c'hentañ, livour ha barzh. Anvet e oa bet da skolaer er bloavezhioù 20 e traoñienn an Tassaout en Atlas-Uhel Maroko, dastum ha troet en deus diwar ar berbereg ur bern kontadennoù ha skridoù etnografel. Da glask er stal-levrioù kozh...
Muioc'h a ditouroù war lec'hienn «Mémoires Afrique du Nord»
http://www.memoireafriquedunord.net/biog/biog14_Euloge.htm


Mout Tania a gaver er strobad DVD «Filmer le monde» embannet gant Montparnasse : 25 film priziet e Festival Jean Rouch -
http://www.editionsmontparnasse.fr/p1446/Filmer-le-monde-les-prix-du-festival-Jean-Rouch-Coffret-DVD

Mout tania

Mout tania

Ivan Boccara

Film war e hed

Poltred kizidik ur peizant berber hag a vev gant e familh diwar ar pezh a brodu hepken en un draoñienn digenvez en Atlas-Uhel Maroko.

Gwelet ar fichenn

Pastorales électriques

Pastorales électriques

Ivan Boccara

Tamm

E-keit m'emañ chanterioù lakaat tredan o vont war-zu lec'hioù pellañ Maroko, e kendalc'h annezidi ar menezioù da vont da chom e kêr.

Gwelet ar fichenn

Tameksaout

Tameksaout

Ivan Boccara

Tamm

Kronikenn ur familh saverien loened hag a ya eus ul lec'h d'unan all en Atlas marokan. A-dal d'ur bed o kemm e weler ar sevenadur berber o cheñch ha memor ar bobl o vont da goll. Abaoe he bugaleaj, Tahmiddoucht, ar vêsaerez, ur vaouez kozh-kozh (...)

Gwelet ar fichenn