sonerezh a gas d'ar politikerezh...

Helene Lee

sonerezh a gas d'ar politikerezh...

Kavout ar poltred

Hélène Lee a zo bet kelaouennerez ha barnerez war ar sonerezh e-pad tregont vloaz, evit ar gelaouenn Libération dreist-holl. Anavezet mat eo evit hec'h engouestl gant diaraogerien ar world-music. Ne chom ket sparlet Hèlène e burevioù ar c'helaouennoù: mont a ra da ergerzhet Bro Japan ha Mali, ha n'he devez ket diegi o vont war ar stêr Maroni gant ur birogenn evit filmañ Une voix sur le Maroni e 2001.
He frantad hirañ hag ar fonnusañ a zo bet hini Jamaika, a fell dezhi lakaat ac'hanomp d'anavezout, pell eus ar c'hlichedoù boutin.  
Deuet eo da vezañ arbennigourez war al luskad Rasta. Skrivet he deus levrioù a-bouez war an danvez-se. E 2010 e teu er-maez he film Le premier Rasta. 

Pegoulz eo diwanet ennout ar c'hoant sinema ?

N'ouzon ket pegoulz oa se. Soñj am eus hepken, ne oan nemet 17 vloaz ha pa'm boa paket ar vachelouriezh, hag e felle din mont d'an IDHEC, met va mann a gave dezhi «ne oa ket ar sinema ur vicher evit ur plac'h» hag he doa lakaaet ma anv er Sorbonne. Ma’m bije bet graet filmoù d'ar c'houlz-se e kred din e vijent bet filmoù faltazi, met abaoe em eus kollet ar c'hoant-se. Hag ouzhpenn-se ar filmoù faltazi  a-vremañ ne zegasont netra nevez, nemet marteze reoù tud ar Su evel De Andrade e Brazil, se eo va soñj.
An teulfilm gwellañ  skouerius evidon eo : Angola, Temps Présent, deuet er-maez er bloavezhioù 1960. Evit resteuler ar gwirvoud em eus ezhomm e vefe ur ster, hag e vefe sklaer – n'on ket dedennet gant ar filmoù amsklaer pe dichek. Bremañ e tremen ar filmoù «stourm» evit filmoù a c'hiz kozh pe didalvoud. Ar c'hontrol eo ; kavout a ra din emañ ar re yaouank – ar re yaouank-se a reer al lez dezho - o klask filmoù o deus ur ster bennak.

Ha talvoudegezh al labour-se war ar Rastaed neuze ?

Anavezet on – un tamm – evit bezañ labouret war ar Rastaed, dreist-holl war penn kentañ istor al luskad-se, ne veze ket komzet anezho koulz lavaret a-raok ma levr diwar-benn Leonard Howall. Alies e c'houlenner diganin perak ur C'hallez wenn a zo dedennet gant un emsav du er C'harib. A-benn ar fin em eus dizoloet eo istor ar Rastaed evel hini an Hugenoed er Cévennes. E penn kentañ an 18vet kantved o doa dibabet bevañ en «Dezerzh» evel ma veze anvet ar vro sec'h ha kalet-se evit gellout gwelet « Doue gant o lunedoù dezho» evel ma lavaras diwezhatoc'h Marcus Garvey. Ma zadoù-kozh a-berzh ma mamm a oa Hugenoded. Pa skignan ar film ez eus tud a bep seurt hag a lavar en em adkavont er stourm a ziskouezan, rak bez' ez eus kalz a heñvelderioù etre o minorelezhioù hag hini ar Rastaed.

Le premier Rasta a zo ur film dic'hortoz ?

Ne veze komzet eus ar Rastaed nemet evit diskouez oristaled pe tud souezhus. Ar skeudenn a oa diouto a oa dread-loks pe ganja. Ni a ziskoueze istor ur gumuniezh er bloavezhioù 1940, divizet o doa mont da vevañ pell diouzh ur bed hag a brodue re hag a zispigne re, pell diouzh an trevadennerezh. Komprenet e vez mat ar stourm-se gant kalz a dud a-vremañ. En em adkavout a reont er stourm-se, zoken ma ne vutunont ket dramm ha ma ne selaont ket reggae !

Souezhus eo ne vije bet den e Jamaika o pledal gant an istor-se. N'eus koulz lavarout film ebet diwar-benn ar Jamaikaned n'eus forzh penaos. The Harder They Come, film  Perry Henzell, pimpatrom ar sinema jamaikan, eo ar film faltazi nemetañ anavezet er bed a-bezh, a-douez un nebeud filmoù disteroc'h diazezet holl, well-wazh, war ar sonerezh ha skeudennoù stereotip eus ar Rastaed  (Rockers, Countryman, Dancehall Queen...)»

Koulskoude hon eus gwelet er bloavezhioù tremen o tiflukañ filmoù jamaikan kalz dedennusoc'h, hag a ra traoù en diavaez eus ar c'hlichedoù boas. Filmoù hag a gomz eus feulster ar ghettoioù (Third World Cop de Chris Browne), eus spered mont war-raok ar Jamaikaned (Out of Many One People) gant Justine Henzell ha deuet eo er-maez film kaer goude e varv Perry Henzell, No Place Like Home, a gomz eus sujed diaes touristezed estren kizidikaet gant blizonidi an trovanoù.
Anez ankounac'haat teulfilm dispar un enklaskerez jamaikan, a gomz eus lazhadeg ar Rastaed gant an arme e 1963 (Bad Friday), met, anat deoc'h, gant arc'hant o tont eus an estrenvro. 

Ha bremañ ? Le premier Rasta a ra e dreuz e-unan ? 

10 000 den bennak a zo bet o welet ar film er salioù sinema. Skignet e vez bepred e-pad festivalioù, eus ur gevredigezh d'unan all. Sachet ma vez evezh an dud pa weler pegen treut eo ar pezh a gaver diwar-benn ar sevenadur rasta. Ne'm eus morse paouezet abaoe 2010 da vont amañ hag ahont ha da gendivizout, ken bammet e vez an dud ha ken disheñvel pep skignadenn. N'eus ket pell ’zo e oa 11 arvester e Montréal ha 500 e St-Félix-de-Pailhères, ur gêriadenn vihan er Cévennes... tud yaouank, o klask doareoù bevañ nevez. Kavout a ra din e teskan kalz gant ar re yaouank-se. C'hoant am befe da vont war ma leve, met n'hallan ket !

Hag en tu-hont da'z leve dibosupl, traoù nevez all ?

Labouret em eus kalz war ar Rastaed, c'hoant am eus bremañ da vont etrezek stourmoù all met ne zibaber ket sujedoù evel ma tibaber ul lec'h vakañsiñ. Ne gredan ket en deulfilmourien a erru en ur vro n'anavezont ket hag a gav dezho emaint o vont d'ober un dra bennak soutil. Nemet hag un arzour donezonet bras-bras e vije n'heller ket dont a-benn. Ret eo krediñ er stourm a ziskouezer ha bezañ «treuzwelus» evit an dud a filmer. Met ar pep gwellañ ne vije ket ma vije ar minorelezhioù oc'h en em filmañ o-unan ? Setu an dislavar a zo gant ma labour war ar Rastaed. Ar re ne blij ket dezho an disoc'h-se a lavar « arabat eo da istor al leon bezañ kontet ken gant ar chaseour». C'hoant am befe, da skouer, da filmañ ar strivoù a ra pobl ar Ganaked evit «sevel o bro» met daoust ha ne vefe ket gwelloc'h e rafent-i o filmoù evit kontañ o stourm ? 

Perak komz eus ar Ganaked ?

Tremenet em eus ur pennad amzer e Festival Ânûû-rû-âboro Poindimié, e Kadedonia-Nevez hag an enor am eus bet da zizoleiñ ur vinorelezh oc'h adsevel ar vro. Krouiñ ur skinwel er mare-mañ a zo dedennus-kenañ. An dra-se eo a zo hollret evit skignañ ar c'heleier, ha se n'hell ket bezañ graet dre skrid, peogwir ez eo ur sevenadur dre gomz. C'hoant am boa da filmañ e kement lec'h ma'z aen e Kanaki : an hengoun a servij da stourm a-enep an  diberc'hennañ, an divizoù a vez renet evit adsevel ur vro nevez ; an doare ma vo dibabet an dilennidi, al liammoù gant ar c'humuniezhioù n'int ket kanak, an ekonomiezh, merañ an nikel, an ekologiezh hag ar respont divoutin a c'hell degas ur sevenadur ha n'eo ket diazezet war an arc'hant ha bedeladur an arc'hant.

Kement-se a vije bet gwir ivez evit Jamaika ?

Evel-just ! Ma vije bet eus un doare emglev Matignon evit damzigeriñ dorejoù da vare Ouvea (taol-feuls 1963), soñjit ’ta petra ’vije bet graet gant ur bobl ken barrek ha gant kement a intrudu evel pobl Jamaika !

Les livres

  • Le premier Rasta
  • Voir Trench Town et mourir, les années Bob Marley, daou levr gant Hélène Lee, emb. Flammarion

  • Levr Giulia Bonacci « Exodus » a gont ivez penn kentañ ar stourm Rasta, met gwelet eus tu an distro da Afrika, gant istor ar gevredigezh Shashamane en Etiopia.

Festival sinema ar pobloù e Poindimié e Kaledonia-Nevez :
http://www.anuuruaboro.com/

Un atersadenn gant Hélène lee ( 9')
http://www.youtube.com/watch?v=McY4oo4Pw44

Filmlennadur

  • 1996 Jimmy Cliff, Moving on
    52’, Arte avec François Bergeron
  • 1998 Bons Baisers de Barbès
    52’, Fr3
  • 2001 Fondering, une voix sur le Maroni
    26’, France Ô
  • 2006 Toutes les télés du monde
    Mali 26’, Jamaïque 26’
  • 2009 Tous les Habits du monde
    Japon 26’
  • 2010 Le Premier Rasta
    86’, France Ô
Le premier rasta

Le premier rasta

Helene Lee

Bandenn-vrudañ

E penn kentañ ar c'hantved diwezhañ, e kuita ar paotr yaouank Leonard Howell  e vro, Jamaika. Mont a ra da vartolod hag e ra tro ar bed. War e hent e tizolo holl vennozhioù nevez an amzer.  Eus ar volchevikiezh d'an New Thought, eus (...)

Gwelet ar fichenn

Une voix sur le Maroni

Une voix sur le Maroni

Helene Lee

Film war e hed

Chomet eo ar stêr Maroni, a verk an harzoù etre ar Surinam ha  Gwiana C'hall hag hag a zo ivez ur c'hroashent kehentiñ e kreizig-kreiz  koadeier Amazonia, santual sevenadurioù dibar.

Gwelet ar fichenn